22. Hén̄ eo a zavaz Élat hag a zistolaz anézhi da Juda, goudé ma oé kousket ar roué gan̄d hé dadou.
23. Er pemzékved bloaz eûz a Amasias, mâb Joas, roué Juda, é rénaz Jéroboam, mâb Joas, roué Israel é Samari ; hag hén̄ a rénaz eur bloaz ha daou-ugen̄t.
24. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ha na bellaaz két diouc’h holl béc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi.
25. Hén̄ eo a reizaz harzou Israel, adalek béven Émat bété môr ar gwélec’h, hervez gér ann Aotrou, Doué Israel, en deûz lavaret dré c’hénou hé zervicher Jonas, mâb Amati, ar profed, péhini a oa eûz a C’het, a zô é Ofer.
26. Râg ann Aotrou a wélaz glac’har Israel a oa c’houerô-meûrbéd ; pénaoz é oan̄t gwastet holl, kén ar ré a oa er vâc’h, kén ar ré a oa enn diénez ; ha na oa hini évit ken-nerza Israel.
27. Ha na lavaraz két ann Aotrou é vijé lamet hanô Israel eûz a zindân ann én̄v ; hôgen hén̄ hô diboaniaz dré zourn Jéroboam, mâb Joas.
28. Oberiou all Jéroboam, ha kémen̄d en deûz gréat, hag ann ners gan̄t péhini en deûz stourmet, ha pénaoz en deûz lékéat da zisteûrel da Israel Damas hag Émat a oa étré daouarn Juda, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
29. Ha Jéroboam a gouskaz gan̄d hé dadou, rouéed Israel, ha Zacharias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
1. Er seizved bloaz war-n-ugen̄t eûz a Jéroboam, roué Israel, e rénaz Azarias, mâb Amasias, roué Juda.
2. C’houézek vloaz en dôa pa zeûaz da réna, hag hén̄ a rénaz daou vloaz hag han̄ter-kan̄t é Jéruzalem : hé vamm a oa eûz a Jéruzalem, hag a oa hanvet Jéc’hélia.
3. Hag hén̄ a réaz ar péz a blijé d’ann Aotrou, hervez kémen̄d a réaz Amasias hé dâd.
4. Koulskoudé na ziskaraz két al léc’hiou uc’hel : ar bobl a réa c’hoaz sakrifisou, hag a zevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel.
5. Hôgen ann Aotrou a skôaz gan̄d ar roué-zé, hag hén̄ a oé lovr bété deiz hé varô, ha choum a réaz hé-unan enn eunn tî distrô ; hôgen Joatan, mâb ar roué, a réné tî ar roué, hag a varné pobl ar vrô.
6. Oberiou all Azarias, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?
7. Hag Azarias a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hî a vésiaz anézhan̄ gan̄d hé c’hourdadou é kéar David ; ha Joatan, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
8. Enn eizved bloaz ha trégon̄t eûz a Azarias, roué Juda, é rénaz Zac’harias, mâb Jéroboam, war Israel é Samari, é-pâd c’houec’h miz :
9. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ével m’hô dôa gréat he dadou ; na bellaaz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi.
10. Hôgen Selleem, mâb Jabez, en em zavaz enn hé énep : hén̄ a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz, hag a rénaz enn hé léac’h.
11. Oberiou all Zac’harias, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
12. Hen-nez eo gér ann Aotrou, pa gomzaz out Jéhu, ô lavarout : Da vipien bétég ar pévaré rumm a vézô azézet war drôn Israel. Hag ével-sé é oé.
13. Selleem, mâb Jabez, a zeûaz da réni enn naved bloaz ha trégon̄t eûz a Azarias, roué Juda ; hôgen é-pâd eur miz é rénaz é Samari.
14. Ha Manahem, mâb Gadi, a biñaz eûz a Dersa hag a zeûaz da Zamari ; hag hén̄ a skôaz gan̄t Selleem, mâb Jabez, é Samari, hag a lazaz anézhan̄, hag a rénaz enn hé léac’h.
15. Oberiou all Selleem, hag ann dispac’h dré béhini éc’h aozaz spiou, ha n’in̄t két bét skrivet e levr ôberiou rouéed Israel ?