Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
ar c’hanédigez.

Aotrou Sodom ha Gomorr : d’ar ré a zeûé da Zégor, ar vrô-zé a oa ével liors ann Aotrou, hag ével ann Ejipt.

11. Lot a géméraz évit-han̄ ar vrô héd-a-héd ar Jordan, hag a iéaz warzû ar saô-héol : hag ann daou vreûr a bellaaz ann eil dioc’h égilé. (T).

12. Abram a choumaz é douar Kanaan : hôgen Lot a iéaz d’ar c’hériou a oa héd-a-héd ar Jordan, hag é choumaz é Sodom.

13. Tûd Sodom a oa eûz ar ré falla, ha péc’hérien brâz dirâg ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Abram, goudé ma oa Lot éat-kuit diout-han̄ : Saô da zaou-lagad, ha sell diouc’h al léac’h ma émoud bréma, war-zû ann han̄ter-nôz hag ar c’hrésteiz, war-zû ar saô-héol hag ar c’hus-héol.

15. Ann holl zouar a wélez, a rôinn d’id ha d’az gwenn da virviken.

16. Lakaad a rinn da wenn ével poultr ann douar. Mar gell eur ré é-touéz ann dûd nivéri poultr ann douar, é hellô ivé nivéri da wenn.

17. Saô, ha kerz dré ar vrô-zé a-héd hag a-léd ; râg hé rei a rinn d’id.

18. Abram éta, ô véza pléget hé delt, a zeûaz da choum war harzou traoñien Mambré, a zô é douar Hébron ; hag énô é savaz eunn aoter d’ann Aotrou.


————


XIV. PENNAD.


Lot a zô kéméret er brézel ; Abram hé denn a boan.


1. Enn amzer-zé é c’hoarvézaz pénaoz Amrafel, roué Sennaar, hag Arioch, roué Pon̄t, ha Kodorlahomor, roué ann Elamited, ha Tadal, roué ar brôadou,

2. A iéaz d’ar brézel a-énep da Vara, roué Sodom, hag a-énep da Versa, roué Gomorr, hag a-énep da Zennaab, roué Adama, hag a-énep da Zéméber, roué Séboim, hag a-énep roué Bala, a zô han̄vet ivé Segor.

3. Ar ré-zé holl en em zastumaz é traon̄ien ar c’hoajou (M), péhini eo bréman̄ ar môr sall.

4. É-pâd daouzék vloaz hô dôa pléget dindân Kodorlahomor, ha d’ann trizékvéd bloaz en em denchon̄t a zindân-han̄.

5. Ha d’ar pévarzekved bloaz é teûaz Kodorlahomor hag ar rouéed a oa gan̄t-han̄ ; hag é trec’hjon̄t ar Rafaited e Astarothkarnaim, hag ar Zuzited a oa gan̄t-hô, hag ann Emited é Savé Kariataim,

6. Hag ar C’horréed é ménésiou Seir, bété mézou Faran, péré a zô enn distrô.

7. Don̄d a réjon̄t war hô c’hiz, hag éz éjon̄t étrézé feun̄teun Misfat péhini eo Kadez ; hag é wastchon̄t holl vrô ann Amalésited, hag ann Amorréed, péré a choumé é Asason-Tamar.

8. Neûzé é savaz roué Sodom, ha roué Gomorr, ha roué Adama, ha roué Séboim, hag ivé roué Bala, péhini eo Ségor ; hag é ren̄kchon̄t hô zûd-a-vrézel a-énep d’ar ré-man̄ é traon̄ien ar c’hoajou, (M).

9. Da lavaroud eo, a-énep da Godorlahomor, roué ann Élamited, ha da Dadal, roué ar brôadou, ha da Amrafel, roué Sennaar, ha da Ariok, roué Pon̄t ; pévar roué a-énep da bemp.

10. Hôgen traon̄ien ar c’hoajou (M) é dôa é-leiz a bun̄sou bitum. Roué Sodom ha roué Gomorr a drôaz kein, hag a oé tréc’het énô ; hag ar ré a choumaz béô a dec’haz war eur ménez.

11. Hag hi a géméraz ann holl vadou hag ann holl voéd hô dôa ar Sodoméed hag ar Gomorreed, hag a iéaz-kuit.

12. Kéméroud a réjon̄d ivé Lot, mâp da vreûr Abram, pehini a choumé é Sodom, hag hé vadou.

13. Ha chétu unan péhini a oa tec’het, a zeûaz da lavaroud ar c’hélou da Abram, ann Hébré, péhini a choumé é traon̄ien Mambré ann Amorréen, breûr da Eskol, ha breûr da Aner ; râg ar ré-man̄ hô dôa great kévrédigez gan̄d Abram.

14. Pa glevaz Abram pénaoz é oa kéméret he vreûr Lot, é nivéraz ar ré wella é-touez hé dûd, hag ô véza ka-