39. Hôgen doujit ann Aotrou, hô Toué ; hag hén̄ a dennô ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h holl énébourien.
40. Hôgen ar ré-man̄ na zélaouchon̄t két, hag éc’h heûlchon̄t bépred hô boasiou kôz.
41. Ével-sé ar brôadou-zé a zoujé ann Aotrou, hag enn hévéleb amzer é servichen̄t hô idolou : râg hô mipien hag hô nized a réaz ével hô zadou, hag é réon̄t c’hoaz bréman̄.
1. Enn trédé bloaz eûz a Oséé, mâb Éla, roué Israel, é rénaz Ézéc’hias, mâb Ac’haz, roué Juda.
2. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni : ha naô bloaz war-n-ugen̄t é rénaz é Jéruzalem. Hé vamm a oa hanvet Abi, hag a oa merc’h da Zac’harias.
3. Ober a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou, hervez kémen̄d en dôa gréat David hé dâd.
4. Hén̄ a freûzaz al lec’hiou uc’hel, hag a dorraz ar skeûdennou, hag a ziskaraz ar c’hoajou-sakr, hag a vrévaz ann aer arem en dôa gréat Moizez ; râk bugalé Israel hô dôa dévet ézan̄s d’ézhan̄ bété neûzé ; hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄ Noliestan.
5. Lakaad a réaz hé fisian̄s enn Aotrou, Doué Israel ; râk-sé na oé hini hen̄vel out-han̄ é-touez rouéed Juda hé-c’houdé, ha na oé hini zô-kén enn hé raok.
6. Hag hén̄ en em stagaz oud ann Aotrou ha n’en em dennaz két eûz hé hen̄chou ; ha mirout a réaz ar c’hourc’hémennou en dôa rôet ann Aotrou da Voizez.
7. Râk-sé ann Aotrou a oa gan̄t-han̄, ha kémen̄d a réa a oa gréat gan̄t furnez. Énébi a réaz ivé out roué ann Assiried, ha na choumaz két dindân hé c’halloud.
8. Tréc’hi a réaz ar Filistined bété Gaza hag hô holl harzou, adalek touriou ar gwardou bétég ar c’heriou kré.
9. Er pévaré bloaz eûz ar roué Ezéc’hias, péhini a oa ar seizved bloaz eûz a Oséé, mâb Éla, roué Israel, Salmanasar, roué ann Assiried, a bin̄az da Zamari hag a stourmaz out-hî,
10. Hag hé c’héméraz. Râg goudé tri bloaz, er c’houec’hved bloaz eûz a Ézéc’hias, da lavaroud eo, enn naved bloaz eûz a Oséé, roué Israel, é oé kéméret Samari.
11. Ha roué ann Assiried a zigasaz Israel enn Assiria, hag a lékéaz anézhô é Hala hag é Habor, keriou d’ar Médied war-harz ster Gozan :
12. O véza n’hô dôa két salaouet mouéz ann Aotrou, hô Doué, hôgen ma hô dôa torret hé gévrédigez ; ô véza n’hô dôa na sélaouet na gréat ar péz en dôa gourc’hémennet dézhô Moizez, servicher ann Aotrou.
13. Er pévarzékved bloaz eûz ar roué Ézéc’hias, Sennachérib, roué ann Assiried, a biñaz da holl geriou kré Juda, hag a géméraz anézhô.
14. Neûzé Ézéchias, roué Juda, a gasaz kannaded étrézé roué ann Assiried é Lac’his, évit lavarout : Péc’het em eûz, en em denn diouz-in ; ha kémen̄d a likii war-n-oun a zouginn. Roué ann Assiried a zavaz éta war Ézéc’hias, roué Juda, tri c’han̄t talan̄t arc’han̄t ha trégon̄t talan̄t aour.
15. Hag Ézec’hias a rôaz d’ézhan̄ ann holl arc’han̄t a oé kavet é tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué.
16. Enn amzer-zé Ézéc’hias a zistagaz stalafiou dôriou templ ann Aotrou, hag al lamennou aour en dôa staget out-ho, hag hén̄ hô rôaz da roué ann Assiried.
17. Hôgen roué ann Assiried a gasaz Tartan, ha Rabsaris, ha Rabsasez, eûz a Lac’his da Jéruzalem étrézé ar roué Ézéc’hias, gan̄d eunn armé gré ; hag ar ré-man̄ ô véza piñet a zeûaz da Jéruzalem hag a arzaôaz é-harz kân al lenn uc’héla, a zô war hen̄t park-ar-c’hommer.
18. Hag hî a c’halvaz ar roué ; hag Éliasim, mâb Helsias, mérer ann tî, ha Sobna, ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf, ann dieller, a zeûaz d’hô c’havout.