Sion, é deûz en zisprizet ha gréat goab ac’hanod ; merc’h Jéruzalem é deûz hejet hé fenn adré da gein.
22. Piou éc’h eûz-te heskinet, ha diwar-benn piou éc’h eûz-té drouk-komzet ? A-énep piou éc’h eûz-té savet da vouéz ha da zaoulagad ? A-énep san̄t Israel.
23. Dré c’hénou da zervicherien éc’h eûz heskinet ann Aotrou, hag éc’h eûz lavaret : Gan̄d al lôd brâz eûz va c’hirri ounn bét piñet war lein ménésiou al Liban, hag em eûz diskaret hé wéz-sedr ar ré uc’héla, hag ar ré gaéra eûz hé wéz-sapr, hag éat ounn bétég hé harzou, hag em eûz diskaret koat ar C’harmel.
24. Ann douréier a-ziavéaz em eûz évet, hag em eûz dizéc’het gan̄t roudou va zreid ann holl zouréier klôz.
25. Ha n’éc’h eûz-té két klévet pétrâ em eûz gréat adaleg ar penn-ken̄ta ? Abaoé ann deisiou kôz em eûz hé aozet, ha bréman̄ em eûz hé gaset-da-benn ; hag ar c’heriou kré ô véza stourmet a zô bét gwastet ével krec’hiou dihen̄tet.
26. Hag ar ré a choumé enn-hô, ô véza ma oa diners hô daouarn, hô deûz krénet, hag a zô bét karget a véz ; deûet in̄t da véza ével foenn ar parkéier, hag ével géôt glâz ann tôennou, péhini a zizec’h abars ma teû da véza eok.
27. Rak pell amzer zô am eûz anavézet pé léac’h édoz o choum, pé varé é teûjez hag éz ajez-kuît, hag ann hen̄t ec’h eûz kerzet dré-z-han̄ (T), ha da ziboell em énep.
28. Rôk oud bét em c’héver, ha da rôgoni a zô bét piñet bété va diskouarn. Lakaad a rinn éta eur minouer oud da frî, hag eur wesken oud da c’hénou, hag é likiinn ac’hanod da zistrei dré ann hen̄t dré béhini oud deûet.
29. Hôgen évid-od, Ézéc’hias, hé-man̄ a vézô ann arouéz : Debr hévléné ar péz a helli da gavout ; enn eil vloaz, ar péz a zavô anézhan̄ hé unan ; hôgen enn trédé bloaz, hadit ha kutuḻit ; plan̄tit gwiniennou, ha debrit ar frouez anézhô.
30. Ha kémen̄d a choumô eûz a dî Juda, a daolô hé c’hrisiou d’ann-traon̄, hag a zougô hé frouez war-laez.
31. Râg ar ré a choum nébeût anézhô a zeûi er-méaz eûz a Jéruzalem, ha kémen̄d a vézô savétéet eûz a vénez Sion ; karan̄tez Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.
32. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou diwar-benn roué ann Assiried : Na d-ai két er géar-zé, ha na gavô két a zaez enn-hî, hag ann diren na choumô két enn-hî, hag ar c’hréou na rain̄t két ann drô anézhi.
33. Dré ann hen̄t dré béhini eo deûet, é tistrôiô, ha na d-ai két er géar-zé, émé ann Aotrou.
34. Ha mé a ziwallô ar géar-zé, hag a ziboaniô anézhi enn abek d’in, hag enn abek da Zavid va zervicher.
35. C’hoarvézoud a réaz éta enn nôzvez-zé, pénaoz é teûaz éal ann Aotrou, hag é lazaz é kamp ann Assiried pemp mil ha naô-ugen̄t mil dén. Ha pa savaz Sennachérib diouc’h ar min̄tin, é wélaz ann holl gorfiou marô ; hag éz éaz-kuît.
36. Ha Sennachérib, roué ann Assiried, a zistrôaz hag a choumaz é Niniv.
37. Ha pa azeûlé Nesroc’h, hé Zoué, enn hé dempl, Adramélec’h ha Sarasar, hé vipien, a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé, hag a déc’haz é brô ann Arménied : hag Asarhaddon a rénaz enn hé léac’h.
1. Enn deisiou-zé é klan̄vaaz Ézéc’hias bétég ar marô ; hag Izaias, ar profed, mâb Amos, a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Laka reiz enn da dî ; râk mervel a rî, ha na vévi mui.
2. Neûzé héman̄ a drôaz hé zaoulagad oud ar vôger, hag a bédaz ann Aotrou, ô lavarout :