3. Az péz koun, Aotrou, mé az péd, pénaoz em eûz baléet dira-z-od er wirionez ha gan̄d eur galoun c’houék, ha pénaoz em eûz gréat ar péz a oa mâd dira-z-od. Hag Ézéc’hias a wélaz dourek.
4. Ha pa oé tréménet gan̄d Izaias ann han̄ter eûz ann ôr-dâl, ger ann Aotrou a gomzaz out-han̄, ô lavarout :
5. Distrô, ha lavar da Ézéc’hias, bleñer va fobl : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David da dâd : Klevet em eûz da béden, ha gwélet em eûz da zaérou ; ha chétu em eûz da baréet ; a-benn tri deiz é piñi da dempl ann Aotrou.
6. Ha mé a lakai c’hoaz pemzék vloaz ouc’h-penn war da zeisiou ; hag é tenninn ac’hanod hag ar géar-man̄ eûz a zaouarn ann Assiried ; hag é tiwallinn ar géar-man̄ enn abek d’in, hag enn abek da Zavid va zervicher.
7. Hag Izaias a lavaraz : Digasit eur maréad fiez. Hag hî hô digasaz, a lékéaz anézhô war hé c’houli, hag hén̄ a oé paréet.
8. Hôgen Ézéc’hias en dôa lavaret da Izaias : Pétrâ é vézô ann arouéz pénaoz é iachai ann Aotrou ac’hanoun, ha pénaoz a-benn tri deiz é piñinn da templ ann Aotrou ?
9. Hag Izaias a lavaraz d’ézhan̄ : Hou-man̄ eo ann arouéz a rôi d’id ann Aotrou, pénaoz é sévénô-hén̄ ar gér en deûz lavaret. Ha té a fell d’id ez ajé skeûd ann hêol araok a-héd dék rouden, pé é tistrôjé war hé c’hiz a-héd kémen̄d all a zaésiou ?
10. Hag Ézéc’hias a lavaraz : Éaz eo d’ar skeûd mon̄d araok a-héd dék rouden ; né kéd ann dra-zé a fell d’in a c’hoarvézché ; hôgen ma tistrôjé war hé c’hiz a-héd dék daez.
11. Izaias ar profed a bédaz éta ann Aotrou ; hag hén̄ a lékéaz ar skeûd da zistrei war hé c’hîz war gadran Ac’haz, a-héd ann dék daez dré béré é oa bét diskennet.
12. Enn amzer-zé Bérodac’h-Baladan, mâb Baladan, roué ar Vabilonied, a gasaz lizéri ha traou kaer da Ézéc’hias ; râk klévet en dôa pénaoz é oa bét klan̄v Ézéc’hias.
13. Laouen-brâz é oé Ézéc’hias eûz hô donédigez, hag é tiskouézaz d’ézhô tî hé louzou c’houés-vâd, hag hé aour, hag hé arc’han̄t, hag hé gin̄klérézou, hag hé drétou, ha tî hé armou, ha kémen̄d en dôa enn hé den̄zoriou. Na oé nétrâ enn hé dî hag enn hé gers, na ziskouézaz d’ézhô Êzéchias.
14. Hôgen Izaias, ar profed, a zeûaz da gavout ar roué Ézéc’hias, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ hô deûz lavaret ann dûd-zé ? Hag a béléach in̄t-hi deûet d’az kavout ? Hag Ézéc’hias a lavaraz d’ézhan̄ : eûz a eur vrô bell in̄t deûet d’am c’havout, eûz a Vabilon.
15. Hag hén̄ a lavaraz : Pétrâ hô deûz-hi gwélet enn da dî ? Hag Ézéc’hias a lavaraz : Kémen̄d a zô em zî hô deûz gwélet ; n’eûz nétrâ enn ten̄zoriou ha n’em eûz diskouézet d’ézhô.
16. Neûzé Izaias a lavaraz da Ezéc’hias : Sélaou gér ann Aotrou.
17. Chétu é teûi ann deisiou é péré é vézô kaset da Vabilon kémen̄d a zô enn da dî, ha kémen̄d hô deûz dastumet enn-han̄ da dadou bétég-henn ; na choumô nétrâ, émé ann Aotrou.
18. Kéméret é vézô ivé eûz da vipien, eûz ar ré a vézô deûet ac’hanod, eûz ar ré ez pézô ganet ; hag hî a vézô spazéien, é léz roué Babilon.
19. Neûzé Ézéc’hias a lavaraz da Izaias : Mâd eo gér ann Aotrou éc’h eûz lavaret ; ra vézô ar péoc’h hag ar wirionez em deisiou.
20. Oberiou all Ézéc’hias, hag hé holl ners, ha pénaoz é réaz eul lenn, hag eur san-dour, hag é tigasaz ann dour é kéar, ha né két skrivet kémen̄t-sé é levr ôberiou rouéed Juda ?
21. Hag Ézéc’hias a gouskaz gan̄d hé dadou, ha Manasez, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
1. Daouzék vloaz en dôa Manasez pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz