d’ézhan̄, hag é lazchon̄t ar roué enn hé dî hé-unan.
24. Hôgen pobl ar vrô a skôaz gan̄d ar ré holl a ioa en em zavet a-énep ar roué Amon ; hag hî a lékéaz Josias, hé vâb, da roué enn hé léac’h.
25. Oberiou all Amon ha n’in̄t két skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?
26. Bésiet é oé enn hé véz hé-unan, é liors Oza ; ha Josias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
1. Eiz bloaz en dôa Josias pa zeûaz da réni, hag eur bloaz ha trégon̄t é rénaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Idida, merc’h Hadaia, eûz a Vésékat.
2. Ober a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou, hag é valéaz dré ann holl hen̄chou eûz a Zavid hé dâd ; ha na drôaz nag a zéou nag a gleiz.
3. Enn triouec’hved bloaz eûz a rén Josias, ar roué a gasaz Safan, mâb Assia, mâb Messulam, skrivañer templ ann Aotrou, ô lavarout d’ézhan̄ :
4. Kéa da gavout Helsias ar bélek-brâz, ma vézô dastumet ann arc’han̄t a zô bét kaset da dempl ann Aotrou, a zô bét dastumet digan̄d ar bobl gan̄t porsierien ann templ ;
5. Ha bézet rôet gan̄t mérerien tî ann Aotrou d’ann embrégérien, péré hé rannô étré ar ré a labourô évid aoza ann templ ;
6. Da lavaroud eo, d’ar gilvizien, d’ar van̄sounérien, ha d’ar ré a zres ann toullou-freûz ; hag évit préna koat ha mein-men̄gleûz, évid aoza templ ann Aotrou.
7. Koulskoudé na vézet két goulennet koun̄t digan̄t-hô eûz ann arc’han̄t a vézô rôet d’ézhô ; hôgen bézet enn hô c’hers, hag é pép fisian̄s.
8. Neûzé Helsias, ar bélek-brâz, a lavaraz da Zafan ar skrivañer : Eul levr eûz al lézen em eûz kavet é tî ann Aotrou ; hag Helsias a rôaz al levr da Zafan, péhini a lennaz anézhan̄.
9. Ha Safan, ar skrivañer, a zeûaz da gavout ar roué, hag a réaz hé zanével war ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄, hag a lavaraz : Da zervicherien hô deûz dastumet ann arc’han̄t a zô bét kavet é tî ann Aotrou, hag hô deûz hé rôet d’ar vérerien évid hé ranna étré ar ré a labourô évid aoza templ ann Aotrou.
10. Safan, ar skrivañer, a zanévellaz c’hoaz d’ar roué, ô lavarout : Helsias, ar bélek-brâz, en deûz rôet eul levr d’in. Ha Safan a lennaz anézhan̄ dirâg ar roué.
11. Pa glévaz ar roué gériou levr al lézen, é rogaz hé ziḻad.
12. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da Helsias, ar bélek-brâz, ha da Ahikam, mâb Safan, ha da Ac’hobor, mâb Mic’ha, ha da Zafan, ar skrivañer, ha da Asaias, servicher ar roué, ô lavarout :
13. It, ha goulennit kuzul ann Aotrou war-n-oun, ha war va fobl, ha war Juda holl, diwar-benn gériou al levr-zé a zô bét kavet ; râg eunn drouk brâz a zô savet enn Aotrou enn hon énep, ô véza n’hô deûz két sélaonet hon tadou gériou al levr-zé, ha n’hô deûz két gréat ar péz a zô bét skrivet évid-omp.
14. Helsias, ar bélez brâz, hag Ahikam, hag Ac’hobor, ha Safan, hag Asaias a iéaz éta da gavout Holda, ar brofédez, grég Sellum, mâb Tékuas, mâb Araas, mirer ar gwiskaman̄chou, péhini a choumé enn eil glôz eûz a Jéruzalem ; hag ar ré-man̄ a gomzaz out-hî.
15. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Livirit, d’ann dén en deûz hô kaset étrézég enn-oun :
16. Ével-henn é lavar ann Aotrou ; Chétu é tigasinn poaniou war al léac’h-man̄ ha war ar re a choum enn-han̄, hervez holl lavariou levr al lézen en deûz lennet roué Juda,
17. O véza ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz kenniget sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, oc’h va heskina gan̄d holl ôberiou hô daouarn ; ha va bua-