ac’hanô, hag é taolaz al ludu anézhô é froud Sédron.
13. Ar roué a zaotraz ivé al lec’hiou uc’hel a oa war-harz Jéruzalem enn tû déou eûz a vénez ar gwall-skouer, en dôa savet Salomon, roué Israel, da Astarot, idol ar Sidonied, ha da C’hamoas, gwall-skouér Moab, ha da Velc’hom, argarzidigez bugalé Ammon.
14. Hag hén̄ a dorraz ar skeûdennou, hag a ziskaraz ar c’hoajou sakr ; hag é leûniaz al lec’hiou-zé gan̄d eskern tûd-varô.
15. Hag é-kén̄ver ann aoter a oa é Bétel, hag al léac’h uc’hel en dôa savet Jéroboam, mâb Nabat, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi, é tiskaraz hag ann aoter hag al léac’h uc’hel ; hô dévi a réaz hag hô lékéaz é ludu, hag é lékéaz ivé ann tân er c’hoat-sakr.
16. Ha Josias ô véza distrôet dî, a wélaz ar bésiou a oa war ar ménez ; hag é kasaz tûd da gémérout ann eskern eûz ar bésiou, hag é tévaz anézhô war ann aoter, hag é saotraz anézhi hervez gér ann Aotrou en dôa lavaret ann dén Doué péhini en dôa diouganet ann traou-zé.
17. Ha neûzé é lavaraz : Pé véz eo hen-nez a wélann ? Ha tûd ar géar-zé a lavaraz d’ezhan̄ : Béz ann dén Doué eo, péhini a oa deûet eûz a Juda, hag en dôa diouganet ar péz éc’h eûz gréat war aoter Bétel.
18. Ha Josias a lavaraz : List hén̄, ha na fin̄vet dén hé eskern. Hag hé eskern a choumaz difin̄v, kerkouls hag eskern ar profed a oa deûet eûz a Zamari.
19. Josias a ziskaraz c’hoaz holl demplou al lec’hiou uc’hel, a oa é keriou Samari, hô dôa gréat rouéed Israel évid heskina ann Aotrou ; hag hén̄ a réaz enn hô c’hén̄ver ével m’en dôa gréat é-kén̄ver ré Vétel.
20. Hag hén̄ a lazaz holl véléien al lec’hiou uc’hel, a oa énô, war ann aoteriou ; hag é tévaz war-n-ézhô eskern tûd varô ; hag é tistrôaz da Jéruzalem.
21. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ann holl bobl, ô lavarout : Grîd ar pask d’ann Aotrou hô Toué, ével ma eo skrivet el levr-zé a gévrédigez.
22. Ha na oé két gréat a bask enn doaré-zé abaoé deisiou ar varnérien hô dôa barnet Israel, hag é holl zeisiou rouéed Israel ha rouéed Juda,
23. Ével ma oé gréat ar pask-zé d’ann Aotrou é Jéruzalem, enn triouec’hved bloaz eûz ar roué Josias.
24. Josias a gasaz ivé da gét ar strôbinellerien, hag ann diouganerien, ha skeûdennou ann idolou, hag ann hudurnézou, hag ann argarzidigézou a oa bét é brô Juda hag é Jéruzalem, évit sévéni geriou al lézen, péré a oa skrivet el levr en dôa kavet Helsias, ar bélek-brâz, é templ ann Aotrou.
25. N’eûz két bét enn hé raok a roué hén̄vel out-han̄, a gémen̄t a zô bét distrôet étrézég ann Aotrou eûz hé holl galoun, hag eûz hé holl éné, hag eûz hé holl ners, hervez holl lézen Moizez ; ha na zavaz hini hé-c’houdé hén̄vel out-han̄.
26. Koulskoudé ann Aotrou na zistrôaz két hé vuanégez hag hé frouden vrâz diwar Juda, enn abek d’ar fallagriézou gan̄t péré en dôa hé heskinet Manasez.
27. Ann Aotrou éta a lavaraz : Disteûrel a rinn ivé a zira-z-oun Juda, ével ma em eûz distolet Israel ; hag é tilézinn ar géar-zé a Jéruzalem péhini em bôa dilennet, hag ann tî diwar-benn péhini em eûz lavaret : Va hanô a vézô énô.
28. Oberiou all Josias, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?
29. Enn hé zeisiou é piñaz Faraon Néc’hao, roué ann Éjipt, a énep roué ann Assiried, war-zû ster Eufratez ; hag ar roué Josias a ziarbennaz anézhan̄ ; ha pa wélaz anézhan̄, é oé lazet é Mageddo.
30. Hag hé zervicherien a zougaz anézhan̄ marô eûz a Vageddo, hag a zigasaz anézhan̄ da Jéruzalem, hag a vésiaz anézhan̄ enn hé véz hé-unan. Ha pobl ar vrô a géméraz Joac’haz, mâb Josias, a éôliaz anézhan̄, hag hel lékéaz da roué é léac’h hé dâd.
31. Tri bloaz war-n-ugen̄t en dôa Joac’haz pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz tri miz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias, eûz a Lobna.