Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/493

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
459
hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

a réaz ivé da sklaved barnerien ar vrô eûz a Jéruzalem da Vabilon.

16. Hag ann holl dûd kré, seiz mil, hag ar vichérourien hag ar van̄sounerien, mil, hag ann holl ré galounek hag ar vrézélidi ; roué Babilon hô c’hasaz da sklaved da Vabilon.

17. Hag hén̄ a lékéaz da roué é léac’h Joac’him, Mattanias hé éon̄tr ; hag é c’halvaz anézhan̄ Sédésias.

18. Eur bloaz war-n-ugen̄t en dôa Sédésias pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias eûz a Lobua.

19. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄t m’en dôa gréat Joakim.

20. Râk mon̄t drouk a réa enn Aotrou mui-oc’h-vui out Jéruzalem hag out Juda, kén na zistolaz anézhô a zira-z-han̄ ; ha Sédésias en em dennaz eûz a zin̄dan galloud roué Babilon.


————


XXV. PENNAD.


Nabuzardan a laka ann tân é Jéruzalem.


1. Enn naved bloaz eûz a rén Sédésias, enn dékved mîz, hag enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz Nabukodonosor, hén̄ hag hé holl armé, a-énep Jéruzalem, hag a c’hrounnaz anezhi : hag hî a réaz douvésiou war-drô d’ézhi.

2. Hag ar géar a oé grounnet ha kelc’hiet, bétég ann unnékved bloaz eûz ar roué Sédésias ;

3. Hag ann naved deiz eûz ar mîz, eunn naounégez vrâz a zavaz é kéar, ha né oa két a vara évit pobl ar vrô.

4. Ha mûr kéar a oé difreûzet : hag ann holl vrézélidi a déc’haz a-zoug ann nôz dré hen̄t ar porz kéar a zô étré diou vur war-zû garz ar roué ; (hôgen ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô) : Sédésias a dec’haz éta dré ann hen̄t a gâs da gompézennou ann distrô.

5. Hag armé ar C’haldéed a iéaz war-lerc’h ar roué ; hag é kémerchon̄t anézhan̄ é kompézen Jérikô ; hag ann holl vrézélidi a oa gan̄t-han̄ a oe skiñet hag a zilézaz anézhan̄.

6. Goudé éta béza kéméret ar roué, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon é Réblata : hag hé-man̄ a varnaz anézhan̄.

7. Mipien Sédésias a oé lazet dirak hô zâd ; tarza a réaz hé zaoulagad d’ézhan̄ enn hé benn, hé éréa a réas gan̄t chadennou, hag é kasaz anézhan̄ gan̄t-han̄ da Vabilon. (T).

8. Enn naon̄tékved bloaz eûz a roué Babilon, er pempved mîz, er seizved deiz eûz ar mîz, Nabuzardan, prin̄s ann armé, servicher roué Babilon, a zeûaz da Jéruzalem.

9. Hag hén̄ a zévaz tî ann Aotrou ha tî ar roué ; holl diez Jéruzalem a loskaz ivé gan̄d ann tân.

10. Holl armé ar C’haldéed, a oa gan̄d ar prin̄s-zé, a ziskaraz muriou Jéruzalem trô-war-drô.

11. Hôgen Nabuzardan, prin̄s ann armé, a gasaz gan̄t-han̄ ar ré eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ann dec’herien a oa éat étrézé roué Babilon, hag ann dûd all.

12. Na lézaz néméd ar ré baoura eûz ar vrô évit laboura ar gwini hag ara ar parkou.

13. Ar C’haldéed a dorraz ar peûliou arem a oa é templ ann Aotrou, hag ar steûdennou, hag ar môr arem, a oé é tî ann Aotrou ; hag hî a gasaz ann arem holl da Vabilon.

14. Kâs a réjon̄t ivé ar c’haoteriou arem, hag ar paliou, hag ar feriérigou, hag ar c’hôpou, hag al listri-brév, hag ann holl listri arem, a béré en em zervichen̄t.

15. Prin̄s ann armé a gasaz ivé gan̄t-han̄ ann ézan̄souérou, hag ar boéstlou-ézans, kenn ar ré gréat gan̄d aour, kenn ar ré gréat gan̄d arc’han̄t :

16. Hag ivé ann daou beûl, hag ar môr, hag ar steûdennou en dôa gréat Salomon é templ ann Aotrou. Ha poéz ann arem eûz ann holl listri-zé né oad két évit hé nivéri, ker brâz é oa. (T).

17. Unan eûz ann daou beûl en dôa triouec’h ilinad a uc’helder ; ha war-n-ézhan̄ eur penn arem a dri ilinad a