Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/501

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
467
levr ken̄ta.

15. Hô breûdeûr a oé c’hoaz mipien Abdiel, mâb Guni, prin̄s eunn tî enn hé diadou.

16. Hag hî a choumaz é Galaad, hag é Basan, hag enn hé bourc’hiou, hag é holl faboursiou Saron, bétég ann harzou.

17. Ar ré-zé holl a oé nivéret é deisiou Joatan, roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, roué Israel.

18. Mipien Buben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé a oé tûd-a-vrézel, péré a zougé ann diren hag ar c’hlézé, a steñé ar warek, hag a oa gwiziek er stourmou. P’az éan̄t d’ar brézel, éz oan̄t pévar mil ha daou-ugen̄t mil seiz kan̄t ha tri-ugen̄t.

19. Stourmi a réjon̄t oud ann Agaréed, da béré ann Iturééd ha ré Nafis ha Nodab,

20. A rôaz skoazel. Hag ann Agaréed, gan̄d ar ré holl a oa gan̄t-hô a gouézaz étré hô daouarn, ô véza m’hô dôa galvet Doué é-kreiz ann emgann ; hag hén̄ a zélaouaz anézhô, dré m’hô dôa krédet enn-han̄.

21. Hag hî a géméraz kémen̄t ha m’hô dôa ar ré-man̄ ; han̄ter-kan̄t mil kan̄val, ha daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t mil dan̄vad, ha daou vil azen, ha kan̄t mil dén.

22. Kalz eûz ar ré a oa bét glazet a varvaz ivé : râk brézel ann Aotrou é oa. Hag hî a choumaz enn hô léac’h bété ma oen̄t kaset kuit eûz ar vrô-zé.

23. Mipien han̄ter-vreûriez Manasé a choumaz ivé enn douarou a zô adaleg harzou Basan bété Baal, hag Hermon, ha Sanir, ha ménez Hermon, ô véza ma oa eunn niver brâz anézhô.

24. Hag ar ré-man̄ a oé ar brin̄sed eûz hô ziadou hag eûz hô c’héren̄tiézou : Éfer, ha Jési, hag Éliel, hag Ezriel, ha Jérémia, hag Odoia, ha Jédiel, tûd kré ha galloudek, ha brudet-brâz é-touez ann duged eûz hô ziadou.

25. Koulskoudé é tilézchon̄t Doué hô zadou, hag en em zaotrchon̄t gan̄d douéed poblou ann douar, en dôa Doué bévézet dira-z-hô.

26. Ha Doué Israel a lékéaz da zével spéred Ful, roué ann Assiried, ha spéred Telgatfalnasar, roué Assur ; hag hé man̄ a lékéaz da gregi é breûriez Ruben, hag é breûriez Gad, hag é han̄ter-vreûriez Manasé, hag é kasaz anézhô da Lahéla, ha da Habor, ha da Ara, é ribl ster Gozan, bété vréman̄.


————


VI. PENNAD.


Nésted Lévi.


1. Mipien Lévi : Gerson, Kaat, ha Mérari.

2. Mipien Kaat : Amram, Isaar, Hébron, hag Oziel.

3. Mipien Amram : Aaron, Moizez, ha Maria. Mipien Aaron : Nadab hag Abiu, Éléazar hag Itamar.

4. Éléazar a c’hanaz Finées, ha Finées a c’hanaz Abisué.

5. Abisué a en̄géhen̄taz Bokki, ha Bokki a en̄géhen̄taz Ozi.

6. Ozi a en̄géhen̄taz Zaraias, ha Zaraias a en̄géhen̄taz Méraiot.

7. Méraiot a oé tâd Amarias, hag Amarias a en̄géhen̄taz Ac’hitob.

8. Ac’hitob a oé tâd Sadok, ha Sadok a oé tâd Ac’himaas.

9. Ac’himaas a oé tâd Azarias, hag Azarias a oé tâd Johanan.

10. Johanan a oé tâd Azarias ; hén̄ eo a brédérié ar vélégiez enn tî a zavaz Salomon é Jéruzalem.

11. Hôgen Azarias a en̄géhen̄taz Amarias, hag Amarias a en̄géhen̄taz Ac’hitob.

12. Ac’hitob a en̄géhen̄taz Sadok, ha Sadok a en̄géhen̄taz Sellum.

13. Sellum a oé tâd Helkias, hag Helkias a oé tâd Azarias.

14. Azarias a oé tâd Saraias, ha Saraias a oé tâd Josédek.

15. Hôgen Josédek a iéaz er-méaz, pa zizougaz ann Aotrou Juda ha Jéruzalem dré zourn Nabukodonosor.

16. Mipien Levi éta : Gerson, Kaat, ha Mérari.

17. Ha chétu hanvou mipien Gerson : Lobni ha Séméi.

18. Mipien Kaat : Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel.

19. Mipien Mérari : Moholi ha Musi,