Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/503

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
469
levr ken̄ta.

61. Rôed é oé ivé d’ar ré all a choumé eûz a géren̄tiez Kaat, dék kéar é kers eûz a han̄ter-vreûriez Manasé.

62. Da vipien Gersom hervez hô c’héren̄tiézou, é oé rôet trizék kéar eûz a vreûriez Isakar, hag eûz a vreûriez Aser, hag eûz a vreûriez Neftali, hag eûz a vreûriez Manasé é Basan.

63. Da vipien Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, é oé rôet daouzék kéar dré ar sort eûz a vreûriez Ruben, hag eûz a vreûriez Gad, hag eûz a vreûriez Zabulon.

64. Bugalé Israel a rôaz ive d’al Lévited keriou ha faboursiou :

65. Hag ar c’heriou-zé a oé rôet d’ézhô dré ar sort é breûriez bugalé Juda, hag é breûriez bugalé Siméon, hag é breûriez bugalé Ben̄jamin ; hag eûz hô hanvou é oen̄t galvet,

66. Ha d’ar ré a oa eûz a géren̄tiez bugalé Kaat ; ha lôd eûz ar c’heriou-zé a oa enn hô harzou eûz a vreûriez Éfraim.

67. Rôed é oé éta d’ézhô, évit keriou a vénéc’hi, Sichem gan̄d hé faboursiou war vénez Éfraim, ha Gazer gan̄d hé faboursiou,

68. Hag ivé Jekmaam gan̄d hé faboursiou, hag ivé Bethoron.

69. Ha c’hoaz Hélon gan̄d hé faboursiou, ha Getremmon enn hévélep doaré.

70. Hag ouc’h-penn eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Aner hag hé faboursiou, ha Balaam gan̄d hé faboursiou, da lavaroud eo, d’ar ré a choumé c’hoaz eûz a géren̄tiez Kaat.

71. Hôgen da vugalé Gersom, eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Gaulon é Basan hag hé faboursiou, hag Astarot gan̄d hé faboursiou.

72. Eûz a vreûriez Isakar ; Sédez hag hé faboursiou, ha Dabéret gan̄d hé faboursiou.

73. Hag ivé Ramot hag hé faboursiou, hag Anem gan̄d hé faboursiou.

74. Eûz a vreûriez Aser ; Masal gan̄d hé faboursiou, hag ivé Abdon.

75. Hukak ivé hag hé faboursiou, ha Robob gan̄d hé faboursiou.

76. Eûz a vreûriez Neftali ; Sédez é Galiléa hag hé faboursiou, Hamon gan̄d hé faboursiou, ha Kariataim hag hé faboursiou.

77. D’ar ré a choumé eûz a vugalé Mérari, eûz a vreûriez Zabulon, Remmono hag hé faboursiou, ha Tabor gan̄d hé faboursiou.

78. Enn tû all d’ar Jourdan râg-énep da Jériko, war-zû sâv-héol ar Jourdan, eûz a vreûriez Ruben, Bosor enn distrô gan̄d hé faboursiou, ha Jasa gan̄d he faboursiou,

79. Kadémot ivé hag hé faboursiou, ha Méfaat gan̄d hé faboursiou.

80. Ha c’hoaz eûz a vreûriez Gad, Ramot é Galaad hag hé faboursiou, ha Manaim gan̄d hé faboursiou,

81. Hag ouc’h-penn Hesébon gan̄d hé faboursiou, ha Jézer gan̄d hé faboursiou.


————


VII. PENNAD.


Nésted Isakar, Ben̄jamin, Manasé, Éfraim hag Aser.


1. Hôgen mipien Isakar : Tola, ha Fua, ha Jasub, ha Siméron ; pévar.

2. Mipien Tola : Ozi, ha Rafaia, ha Jériel, ha Jémai, ha Jebsem, ha Samuel, prin̄sed é tiez hô c’héren̄tiézou. Eûz a wenn Tola é oé nivéret é deisiou David, daou vil dén war-n-ugen̄t ha c’houec’h kan̄t, holl tûd eûz ar ré galounéka.

3. Mipien Ozi : Izrahia, a béhini Mikael, hag Obadia, ha Johel, ha Jésia, hô femp prin̄sed.

4. Ha gan̄t-hô hervez hô ziadou hag hô foblou c’houec’h mil dén ha trégon̄t mil, tûd kalounék-brâz ha daré d’ar brézel ; râk kalz a c’hragez hag a vugalé hô dôa bét.

5. Hag ivé hô breûdeûr hervez holl géren̄tiez Isakar, d’ann niver eûz a zeiz mil dén ha pévar-ugen̄t mil, tûd kré-brâz évid ar brézel.

6. Mipien Ben̄jamin : Béla, ha Béc’hor, ha Jadiel ; trî.

7. Mipien Béla : Esbon, hag Ozi, hag Oziel, ha Jérimot, hag Urai, pemp prin̄s a diadou, ha kré-brâz évid ar brézel ; hôgen ann niver anézhô a oa