Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/504

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
470
ar paralipoménon.

eûz a zaou vil dén war-n-ugen̄t pévar ha trégon̄t.

8. Ha mipien Béc’hor : Zamira, ha Joas, hag Éliézer, hag Élioénai, hag Amri, ha Jérimot, hag Abia, hag Anatot, hag Almat ; ar ré-zé holl mipien Béc’hor.

9. Hôgen ann niver anézhô hervez hô ziadou, ha prin̄sed hô c’heren̄tiézou, a oa eûz a ugen̄t mil dén ha daou c’han̄t, kré-brâz évid ar brézel.

10. Mipien Jadihel : Balan. Mipien Balan : Jéhus, ha Ben̄jamin, hag Aod, ha Kanana, ha Zétan, ha Tarsis, hag Ahisahar ;

11. Ar ré-zé holl mipien Jadihel, péré a oa prin̄sed hô c’héren̄tiézou, d’ann niver eûz a zeitek mil ha daou c’han̄t, tûd kalounek-brâz ha daré d’ar brézel.

12. Séfam ivé hag Hafam, mipien Hir, hag Hasim, mâb Aher.

13. Ha mipien Neftali : Jariel ha Gurri, ha Jéser, ha Sellum, mipien Bala.

14. Hôgen mâb Manasé, Esriel ; hag hé zerc’h Sira a c’hanaz Mac’hir, tâd Galaad.

15. Hôgen Mac’hir a rôaz gragez d’hé vipien Hapfim ha Safan ; hag eur c’hoar en dôé hanvet Maac’ha : da eil vâb en dôé Salfaad, ha Salfaad en dôé merc’hed.

16. Ha Maac’ha, grég Mac’hir, a c’hanaz eur mâb a hanvaz Farez ; hé vreûr a oa hanvet Sarez ; hag hé vipien, Ulam ha Bésen.

17. Hôgen mâb Ulam, Badan ; ar ré-zé eo mipien Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé.

18. Hôgen hé choar Régina a c’hanaz eunn dén kaer, hag ivé Abiézer, ha Mohola.

19. Hôgen Sémida en dôé da vipien, Ahin, ha Séchem, ha Lési, hag Aniam.

20. Ha mipien Éfraim : Sutala, ha Bared hé vâb, ha Tahat hé vab, hag Élada hé vâb, ha Tahat hé vâb, ha Zabad hé vâb,

21. Ha Sutala hé vâb, hag Ézer hag Élad hé vipien ; hôgen tûd Get a lazaz anézhô, ô véza ma oan̄t diskennet ha m’hô dôa skrapet hô douarou.

22. Râk-sé Éfraim, hô zâd, a wélaz d’ézhô é-pâd kalz dervésiou ; hag hé vreûdeûr a zeûaz évid hé zic’hlac’hari.

23. Hag hén̄ a iéaz da gaout hé c’hrég ; hag hî a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a hanvaz Béria, ô véza ma oa ganet é-kreiz reûziou hé dî :

24. Eur verc’h en dôé ivé hanvet Sara, péhini a zavaz kéar Bethoron ann izéla hag ann uc’héla, hag Ozensara.

25. Da vipien en dôé ivé Rafa, ha Résef, ha Talé, a béhini eo ganet Taan,

26. Pehini a en̄géhen̄taz Laadan, en dôé da vâb Ammiud, péhini a oé tâd Élizama,

27. A béhini eo ganet Nun, en dôé da vâb Jozué.

28. Hô ferc’henniez hag hô c’heriou a oé Bétel gan̄d hé dalc’hiou, ha war-zû ar sâv-héol, Noran, ha war-zû ar c’hûs-héol, Gazer hag hé dalc’hiou, hag ivé Sichem gan̄d hé dalc’hiou, bétég Aza gan̄d hé dalc’hiou.

29. Béz hô dôé ivé é-harz mipien Manasé, Betsan hag hé dalc’hiou, Tanac’h hag hé dalc’hiou, Mageddo hag hé dalc’hiou, Dôr hag hé dalc’hiou : er ré-zé eo é choumé mipien Jozef, mâb Israel.

30. Mipien Aser : Jemna, ha Jésua, ha Jessui, ha Baria, ha Sara hô c’hoar.

31. Ha mipien Baria : Héber, ha Melkiel ; hé-man̄ eo tâd Barsait.

32. Hôgen Héber a en̄géhen̄taz Jéflat, ha Somer, hag Hotam, ha Suaa hô c’hoar.

33. Mipien Jéflat : Fosek, ha Kamaal, hag Asot : ar ré-zé eo mipien Jéflat.

34. Ha mipien Somer : Ahî, ha Roaga, hag Haba, hag Aram.

35. Ha mipien Hélem hé vreûr : Sufa, ha Jemna, ha Sellez, hag Amal.

36. Mipien Sufa : Sué, hag Harnafer, ha Sual, ha Béri, ha Jamra,

37. Ha Bosor, hag Hod, ha Samma, ha Salma, ha Jétran, ha Béra.

38. Mipien Jéter : Jéfoné, ha Fasfa, hag Ara.

39. Mipien Olla : Aréé, hag Hamiel, ha Résia.

40 Ar ré-zé holl mipien Aser, prin̄-