Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/510

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
476
ar paralipoménon.

2. A denné gan̄d ar warek, hag a daolé mein gan̄d ar vatalm, hag a vanné saésiou gan̄d ann eil zourn ha gan̄d égilé : breûdeûr é oan̄t da Zaül hag eûz a Ven̄jamin.

3. Ar c’hen̄ta anézhô Ahiézer, ha Joas, mipien Samaa, eûz a C’habaat, ha Jaziel, ha Fallet, mipien Azraot, ha Barac’ha, ha Jéhu eûz a Anatot,

4. Ha Samaias eûz a C’habaon, ar c’halounéka étré ann trégon̄t, hag ar penn eûz ann trégon̄t ; Jérémias, ha Jéhéziel, ha Johanan, ha Jézabad eûz a C’hadérot,

5. Hag Éluzai, ha Jérimut, ha Baalia, ha Samaria, ha Safatia, eûz a Harufit,

6. Hag Elkana, ha Jésia, hag Azaréel, ha Joézer, ha Jerbaam eûz a Garéhim,

7. Ha Joéla, ha Zabadia, mipien Jéroham, eûz a C’hédor.

8. Béz’ é oé ivé tûd eûz a C’haddi péré a iéaz da gavout David, pa oa kuzet enn distrô, tûd kalounek brâz, hag eûz ar ré wella évid ar brézel, péré a zougé ann diren hag ar gwâf ; hô dremm a oa hével oc’h dremm léoned ; hag hî a oa buan ével gevr ar ménésiou :

9. Ézer ar c’hen̄ta, Abdias ann eil, Éliab ann trédé,

10. Masmana ar pévaré, Jérémias ar pempved,

11. Éti ar c’houec’hved, Éliel ar seizved,

12. Johanan ann eizved, Elzébad ann naved,

13. Jérémias ann dékved, Mac’hbanai ann unnékved.

14. Ar ré-man̄ a oa mipien Gad, ha prin̄sed ann armé : ann distéra a oa é penn kan̄t brézéliad, hag ann uc’héla é penn mil.

15. Ar ré-man̄ eo a dreûzaz ar Jourdan er miz ken̄ta, pa eo boazet da zic’hlanna ; hag hî eo a lékéaz da déc’hout ar ré a choumé enn traon̄iennou war-zû ar sâv-héol ha war-zû ar chûs-héol.

16. Don̄d a réaz ivé tûd eûz a Ven̄jamin hag eûz a Juda, da gavout David er c’hré é péhini é oa en em dennet.

17. Ha David a iéaz d’hô diambrouga, hag a lavaraz d’ézhô : Mar teûit é péoc’h étrézég enn-oun évit va c’hennerza, va c’haloun a vézô a unan gan-é-hoc’h ; hôgen mar teûit a berz va énébourien évit va zouella, pétrâ-bennâg ma eo dizroug va daouarn, ra zellô Doué hon tadou, ha ra varnô.

18. Hôgen ar spéred a zeûaz war Amarai péhini a oa da benn war drégon̄t, hag hén̄ a lavaraz : D’id omp, ô David, ha gan-éz, mâb Isai ; péoc’h, péoc’h d’id, ha péoc’h d’ar ré a gen-nerz ac’hanod ; râk da Zoué eo a zô da gen-nerz d’id. David éta hô digéméraz, hag a lékéaz anézhô da brin̄sed enn hé armé.

19. Lôd ivé eûz a Vanasé a drôaz étrézé David, p’az éa gan̄d ar Filistined évit stourmi a-énep Saül ; pétrâ-bennâg n’en em gannaz két gan̄t-hô, râk prin̄sed ar Filistined ô véza en em strollet, a vannaz anézhan̄, ô lavarout : É gwall hor pennou é tistrôi étrézé Saül hé vestr.

20. Pa zistrôaz éta da Ziséleg, ar ré-man̄ a droaz étrézeg enn-han̄ eûz a Vanasé : Ednas, ha Jozabad, ha Jédihel, ha Mikael, hag Ednas, ha Jozabad, hag Éliu, ha Salati, péré a oa prin̄sed war vîl é Manasé.

21. Hî eo a rôaz ken-ners da Zavid a-éneb al laéroun : rak tûd kalounek-brâz é oan̄t holl, hag é oen̄t lékéat da brin̄sed enn armé.

22. Don̄d a réa bemdez eûl lôd brâz a dûd da gavoud David, hag évid hé gen-nerza ; hag hé armé a zeûaz da véza brâz ével armé Doué.

23. Chétu aman̄ ann niver eûz a brin̄sed ann armé a zeûaz da gavout David, pa édô é Hébron, évid rei d’ézhan̄ rouan̄télez Saül, hervez gér ann Aotrou.

24. Eûz a vipien Juda, péré a zougé ann diren hag ar gwâf, c’houec’h mil hag eiz kan̄t, daré d’ar brézel.

25. Eûz a vipien Siméon, tûd kalounek-brâz évid ann emgann, seiz mil ha kan̄t.

26. Eûz a vipien Lévi, pévar mil ha c’houec’h kan̄t.

27. Ha Joiada, prins eûz a wenn Aaron, ha gan̄t-han̄ tri mil ha seiz kan̄t.