Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/514

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
480
ar paralipoménon.


XVI. PENNAD.


Kanaouen David.


1. Digas a réjon̄t éta arc’h Doué, hag é lékéjon̄t anézhi é-kreiz ann tabernakl en dôa steñet David évit-hi ; hag é kennigchon̄t sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.

2. Ha pa oé bét kenniget gan̄d David sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl e hanô ann Aotrou.

3. Hag hén̄ a rôaz da bép-hini anézhô, kenn goazed, kenn merc’hed, eunn dorz vara, hag eunn tamm kîk bévin rôstet, ha bleûd fritet gan̄t éôl.

4. Hag hén̄ a lékeaz dirâg arc’h ann Aotrou Lévited, évid hé servicha hag ôber pép labour, évit énori ha meûli ann Aotrou, Doué Israel.

5. Asaf ar prin̄s anézhô ; ha Zakarias hé eil ; ha goudé Jahiel, ha Sémiramot, ha Jéhiel, ha Matatias, hag Éliab, ha Banaias, hag Obédédom : ha Jéhiel war ann télennou hag al lirennou ; hag Asaf évit séni gan̄d ar simbalou.

6. Ha Banaias ha Jaziel ar véleien, évit séni gan̄d ar c’horn-boud dirâg arc’h kévredigez ann Aotrou.

7. Enn deiz-zé David a lékéaz Asaf da brin̄s, évit meûli ann Aotrou.

8. Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô ; brudit hé ôberiou é-kreiz ar boblou.

9. Kanit-hén̄, ha sonit-hén : ha livirit hé holl vurzudou.

10. Meûlit hé hanô san̄tel : r’en em laouénai kaloun ar ré a glask ann Aotrou.

11. Klaskit ann Aotrou hag hé ners ; klaskit bépréd hé zremm.

12. Hô pézet koun eûz ar burzudou en deûz gréat, eûz hé arouésiou hag eûz a varnédigésiou hé c’hénou,

13. C’houi, gwenn Israel, hé zervicher ; c’houi mipien Jakob, dilennet gan̄t-han̄.

14. Hén̄ eo ann Aotrou, hon Doué : hé varnédigésiou a zô enn douar holl.

15. Hô pézet koun da-vikenn eûz hé gévrédigez hag eûz ar gér en deûz gourc’hémennet évit mil rumm ;

16. En deûz rôet da Abraham : hag en deûz touet da Izaak ;

17. En deûz lékéat da lézen da Jakob, ha da gévrédigez peûr-baduz da Israel,

18. O lavarout : D’id é rôinn douar Kanaan, évit korden da zigwéz.

19. Edon̄t neûzé dibaot, dister, ha diavésidi énô.

20. Hag hî a dréménaz eûz a eur vrôad enn eur vrôad all, eûz a eur rouan̄télez enn eur bobl all.

21. Na lézaz hini é-béd da heskina anézhô ; hôgen rouéed zô-kén a gastizaz enn-abek d’ézhô,

22. O lavarout : Na likit két hô taouarn war va éôliet, ha na rît két a zrouk d’am proféded.

23. Kanit ann Aotrou, holl zouar : embannit bemdez ar zilvidigez en deûz rôet. (T).

24. Embannit hé c’hloar é-kreiz ar brôadou, hag hé vurzudou é-kreiz ann holl boblou.

25. Râg ann Aotrou a zô braz ha da véza meûlet meûrbéd ha da véza doujet dreist ann holl zouéed.

26. Râg holl zouéed ar boblou a zô idolou ; hôgen ann Aotrou en deûz gréat ann én̄vou.

27. Gloar ha meûrdez a zô dira-z-han̄ ; ners ha lévénez el léac’h m’éma.

28. Tiadou ar boblou, digasit d’ann Aotrou ; digasit d’ann Aotrou ar gloar hag ann ners.

29. Rôit ar c’hloar d’ann Aotrou ha d’hé hanô, grîd eur sakrifiz, ha deûit dira-z-han̄ : hag azeûlit ann Aotrou gan̄d eunn doujan̄s san̄tel.

30. Ra grénô ann douar holl dira-z-han̄ : râg hén̄ eo en deûz diazézet ha startéet ar béd.

31. R’en em laouénai ann én̄vou, ha ra dridô ann douar ; ha ra vézô lavaret é-touez ar brôadou : Réna a râ ann Aotrou.

32. Ra drouzô ar môr ha kémen̄d a zô enn-han̄ : r’en em laouénai ar mesiou ha kémen̄d a zô enn-hô.

33. Neûzé gwéz ar c’hoajou a ganô meûleûdiou dirâg ann Aotrou.

34. Meûlit ann Aotrou, ô véza ma