1. Hôgen ann Aotrou en em ziskouézaz da Abraham é traon̄ien Mambré, pa édô azézet é-tâl dôr hé delt é grouéz ann deiz.
2. Ha pa zavaz-hén̄ hé zaou-lagad, é wélaz tri den enn hô sâ enn he gichen : ha pa hô gwélaz, é rédaz eûz a zôr hé delt war hô arbenn, hag en em strin̄kaz d’ann douar.
3. Hag é lavaraz : Aotrou ma em eûz kavet trugarez dirâg da zaou-lagad, na z-a kéd ébiou da servicher.
4. Mé a zigasô d’é-hoc’h eunn nébeûd dour ; gwalc’hid hô treid, ha diskuizit dindân ar wézen.
5. Rei a rinn d’é-hoc’h eunn tammik bara ; krévaid hô kalonn ha goudé-zé éz éod enn hoc’h hén̄t ; râg evit-sé eo oc’h deûet étrézég hô servicher. Hag hî a lavaraz : Grâ ével ma ec’h eûz lavaret.
6. Abraham a iéaz buan enn hé delt da gavout Sara, hag a lavaraz d’ézhi : hast affô, méra tri feùr-bleûd, ha grâ torsiou-bara.
7. Hôgen hén̄ a rédaz étrézég hé zaoud, hag a zigasaz eul leûé téner ha mâd dreist ; he rôaz da eur mével, péhini a hastaz hé barédi.
8. Hén̄ a géméraz amann ha léaz, hag al leûé a oé bét poazet, hag hô lékéaz dira-z-hô : hôgen hén̄ a choumé enn hé zâ dira-z-hô dindân ar wézen.
9. Ha p’hô dôé debret, é léverchon̄t d’ézhan̄: Péléac’h éma Sara da c’hrég ? Hag hén̄ a lavaraz : Éma azé enn telt.
10. Hag unan anézhô a lavaraz da Abraham : Pa zistrôinn é teûinn d’az kavout enn amzer-man̄, ha c’houi béo hô-taou, ha Sara da c’hrég é dévézô eur mâb. Pa glevaz kémen̄t-sé, Sara a c’hoarzaz adrén dôr ann telt.
11. Râk kôz é oan̄t hô daou hag hir-hoalet, hag amzériou Sara a oa éad ébiou d’ézhi.
12. Hî éta a c’hoarzaz, ô lavaroud enn-hî hé-unan : Goudé ma ounn deûed da véza kôz, ha ma eo kôz ivé va mestr, ha mé a hellô en em rei d’ar c’hadélez ?
13. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Abraham : Pérâg é deûz c’hoarzet Sara, ô lavarout : Pénaoz éc’h hellfenn-mé génel ha mé kôz ?
14. Ha nétrâ a zô diez da Zoué ? Don̄d a rinn d’az kwéloud enn deiz-man̄ penn bloaz, ével ma em eûz hé lavaret hag é viot béô hô taou (M) ha Sara é dévézô eur mâb.
15. Sara a nac’haz, ô lavarout : N’em eûz két c’hoarzet, hôgen spoun̄tet-brâz ounn bét. Né kéd ével-sé, émé ann Aotrou, râk c’hoarzed éc’h eûz.
16. Ar ré-zé ô véza éta saved ac’hanô, a drôaz hô daou-lagad étrézé Sodom ; hag Abraham a iéaz gan̄t-hô oc’h hô ambrouga.
17. Hag ann Aotrou a lavaraz : ha mé a hellfé kuza oud Abraham ar péz a dléann da ôber?
18. Pa eo gwir pénaoz é tlé béza da benn da eur vrôad vrâz ha kré, ha ma tlé béza benniget enn-han̄ holl vrôadou ann douar.
19. Râk mé a oar pénaoz é c’hourc’hémennô d’hé vipien ha d’hé holl dî hé-c’houdé, miroud hén̄d ann Aotrou, hag en em réna hervez ann éeunder hag ar wirionez : évit ma tigasô ann Aotrou war Abraham kémen̄d en deûz lavaret diwar hé benn.
20. Ann Aotrou a lavaraz ivé : Garm Sodom ha Gomorr a zô kresket, hag hô féc’hed a zô deûet grisiaz-meûrbéd.
21. Mé a ziskennô hag a wélô mar d-eo hô ôbériou ker brâz hag ar garm a zô deûet étrézég enn-oun, pe ma n’eo két ével-se, évit ma wézinn.
22. Hag ann dûd a iéaz-kuid ac’hanô, hag a iéaz da Zodom. Hôgen Abraham a choumé ataô enn hé sâ dirâg ann Aotrou.
23. Hag ô tôstaat é lavaraz d’ézhan̄: ha kolla a rî ann den gwirion gan̄d ann den fallagr ?
24. Ma éz eûz hanter-kan̄t den gwirion er géar-zé, hâg hî a vézô kollet gan̄d ar ré all ? ha na esperni két al léac’h-zé évit hanter-kan̄t den gwirion, ma émin̄t enn-han̄?