Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/520

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
486
ar paralipoménon.

enn-han̄ eunn aoter d’ann Aotrou ; enn hévélep doaré ma rôinn d’id ar péz a dâl, ha mac’h éhanô ar gouli diwar va fobl.

23. Hag Ornan a lavaraz da Zavid : Kémer, ha graet ann aotrou, va roué, ével ma karô ; ha mé a rô ann éjenned évid ar sakrifiz-losk, ann traénellou évid ar c’heûneûd, hag ar gwiniz évid ar boéd-kennig ; kémen̄t-sé a rôinn a galoun vâd.

24. Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄ : Na vézô két gréat ével-sé ; hôgen mé a rôi d’id ar péz a dâl ; râk na dléann két tenna diouz-id ar péz a gennigfenn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk goudé ma vé bét rôet d’in.

25. David a rôaz éta da Ornan évid al léac’h c’houec’h kan̄t sikl aour poéz mâd.

26. Hag énô é savaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag é kennigaz sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h, hag é c’halvaz ann Aotrou, péhini a zélaouaz anézhan̄ hag a gasaz tân eûz ann én̄v war aoter ar sakrifiz-losk.

27. Hag ann Aotrou a c’hourc’hémennaz d’ann éal : hag hé-man̄ a lékéaz hé glézé enn hé c’houin.

28. Râk-tâl éta David, ô wélout pénaoz en dôa ann Aotrou sélaouet anezhan̄ é leûr Ornan ar Jébuséad, a lazaz énô viktimou.

29. Hôgen tabernakl ann Aotrou, ann hini en dôa gréat Moizez enn distrô, hag aoter ar sakrifisou losk, a oa enn amzer-zé é léac’h-uc’hel Gabaon.

30. Ha David na hellaz két mon̄t bétég ann aoter, évit pédi Doué énô ; râk gwall spoun̄tet é oa bét ô wélout klézé éal ann Aotrou.


————


XXII. PENNAD.


David a aoz pép-trâ évit sével templ ann Aotrou.


1. Ha David a lavaraz : Hé-man̄ eo tî Doué, hag hé-man̄ eo aoter sakrifisou Israel.

2. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz strolla ann holl ziavésidi a ioa é douar Israel ; hag é kéméraz lôd anézhô évit béna ha kompéza mein da zével tî Doué.

3. David a aozaz ivé kalz a dachou houarn évid ann ôriou, hag évid ar frammou all ; hag eul lôd diniver a arem.

4. Tûd Sidon ha Tir a gasaz ivé da Zavid kalz a goat sedr.

5. Ha David a lavaraz : Salomon, va mâb, a zô c’hoaz eur bugel iaouan̄k ha gwân ; hag ann tî a fell d’in a vé savet d’ann Aotrou, a dlé béza ker kaer, ma vézô gréat mének anézhan̄ enn holl vrôiou : mé a aozô éta kémen̄d ha ma vézô réd. Ha dré-zé éc’h aozaz abarz hé varô kémen̄d ha ma oa réd.

6. Hag hén̄ a c’halvaz Salomon hé vâb, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ sével eunn tî d’ann Aotrou, Doué Israel.

7. Ha David a lavaraz c’hoaz da Zalomon : Va mâb, va ioul é oa sével eunn tî é hanô ann Aotrou, va Doué ;

8. Hôgen gér ann Aotrou en deûz komzet ouz-in, ô lavarout : Kalz a c’hoad éc’h eûz skuḻet, ha kalz a vrézéliou éc’h eûz gréat ; na helli két sével eunn tî em hanô, pa éc’h eûz skuḻet kémen̄d a c’hoad dira-z-oun :

9. Ar mâb a vézô ganet d’id a vézô eunn dén sioul-brâz. Ha mé hel lakai da gaout éhan digan̄d hé holl énébourien trô-war-drô ; ha dré-zé eo é vézô hanvet dén a béoc’h ; ar péoc’h hag ann éhan a rôinn é Israel a-héd hé holl zeisiou.

10. Hén̄ eo a zavô eunn tî em hanô ; hag hén̄ a vézô da vâb d’in, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄. Ha mé a startai trôn hé rouan̄télez war Israel da vikenn.

11. Bréma éta, va mâb, ra vézô ann Aotrou gan-éz, ha béz euruz, ha sâv eunn tî d’ann Aotrou da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret diwar da benn.

12. Ra rôi ivé ann Aotrou d’id ar furnez hag ar skian̄t-vâd, évit ma helli réna Israel ha mirout lézen ann Aotrou, da Zoué.

13. Râk na helli két kerzout ervâd, ma na virez két hé c’hourc’hémennou,