Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/522

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
488
ar paralipoménon.

kén ; ha mipien Kis, hô c’hen̄dirvi, a zimézaz gan̄t-hô.

23. Mipien Musi : Moholi, hag Éder, ha Jérimot, trî.

24. Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez hô c’héren̄tiézou hag hô ziadou, prin̄sed d’hô zrô, gan̄t lôd eûz a dûd all, péré a réa servich tî ann Aotrou, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.

25. Râk David a lavaraz : Ann Aotrou, Doué Israel, en deûz rôet ar péoc’h d’hé bobl, hag hé lékéat da choum é Jéruzalem da-vikenn.

26. Na vézô mui réd d’al Lévited dougen ann tabernakl hag ann holl listri évid hé zervich.

27. Hervez divéza gourc’hémennou David, é vézô nivéret mipien Lévi adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.

28. Hag hî a vézô dindân dourn mipien Aaron évit servich tî ann Aotrou, er porchédou, hag er c’hamprou, hag é léac’h ar glanérez, hag er san̄tuar, hag é holl gargou templ ann Aotrou.

29. Hôgen ar véleien a vézô karget eûz ar baraou kennig, eûz a sakrifiz ar bleûd, eûz ar c’houiñou dic’hoell, eûz ar fritadennou, eûz ar rôstou, eûz ann holl boésiou hag eûz ann holl feûriou.

30. Al Lévited en em gavô ivé énô diouc’h ar min̄tin évit kana meûleûdiou ann Aotrou, hag ivé diouc’h ar pardaez,

31. Kenn er sakrifisou a gennigeur d’ann Aotrou, kenn é deisiou ar sabbat, enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz hag er gwéliou all, hervez ann niver, hag al lidou eûz a bép-trâ, ha bépréd dirâg ann Aotrou.,

32. Hag hî a virô lézennou tabernakl ar gévrédigez ha lîd ar san̄tuar, ha lézennou mipien Aaron hô breûdeûr, évit servicha é tî ann Aotrou.


————


XXIV. PENNAD.


Reiz ha kargou ar véleien.


1. Hôgen chétu aman̄ rannou mipien Aaron : mipien Aaron : Nadab, hag Abiu, hag Éléazar, hag Itamar.

2. Hôgen Nadab hag Abiu a varvaz abarz hô zâd, hag hep bugalé ; ha râk-sé Éléazar hag Itamar a réaz ar garg a véleien.

3. David éta hô rannaz, da lavaroud eo, Sadok eûz a vipien Éléazar, hag Ahimélec’h eûz a vipien Itamar, hervez hô zrô hag hô c’harg.

4. Hag é oe kavet muioc’h a bennou-tiez é-touez mipien Éléazar égét é-touez mipien Itamar. Ranna a réaz éta mipien Éléazar é chouézék prin̄s, pé penn-tî, ha mipien Itamar é eiz prin̄s, pé penn-tî.

5. Ranna a réaz c’hoaz pép tiad étré-z-hô dré ar sort, râk prin̄sed ar san̄tuar, ha prin̄sed Doué a oa enn-hô, kenn eûz a vipien Éléazar, kenn eûz a vipien Itamar.

6. Séméias, mâb Natanael, skrivañer eûz a vreûriez Lévi, a skrivaz hô hanô dirâg ar roué hag ar brin̄sed, ha Sadok ar bélek, hag Ahimélec’h, mâb Abiatar, ha prin̄sed tiadou ar véleien hag al Lévited : tî Éléazar, péhini a oa penn eul lôd brâz, ha tî Itamar, péhini a oa penn kalz ré all.

7. Ével-sé ar sort ken̄ta a gouézaz da Joiarib, ann eil da Jédei,

8. Ann trédé da Harim, ar pévaré da Zéorim,

9. Ar pempved da Vélc’hia, ar c’houec’hved da Vaiman,

10. Ar seizved da Akkos, ann eizved da Abia,

11. Ann naved da Jésua, ann dékved da Zéc’hénia,

12. Ann unnékved da Éliasib, ann daouzékved da Jadim,

13. Ann trizékved da Hopfa, ar pévarzékved da Isbaab,

14. Ar pemzékved da Velga, ar c’houézékved da Emmer,

15. Ar seitékved da Hézir, ann triouec’hved da Afsez,

16. Ann naon̄tékved da Fétéia, ann ugen̄tved da Hézékiel,

17. Ar c’hen̄ta war-n-ugen̄t da Jac’hin, ann eil war-n-ugen̄t da C’hamul,

18. Ann trédé war-n-ugen̄t da Zalaiau, ar pévaré war-n-ugen̄t da Vaaziau.