25. Nann, na ri két kémen̄t-sé, na laki két ann den gwirion gan̄d ann den fallagr, ann den gwirion na vézô kéd évid-od ével ann den fallagr ; né kéd ével-sé é réz ; té péhini a varn ann douar holl, na varni két er c’hiz-zé.
26. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ez-han̄ : Mar kavann é Sodom hanter-kan̄t den gwirion enn holl géar, é rinn trugarez d’al léac’h holl enn abek dézhô.
27. Hag Abraham a lavaraz neûzé : Pa em eûz komzet, (T) é komzinn c’hoaz out va Aotrou, pétrâ-bennâg n’ounn némét poultr ha ludu.
28. Ha ma éz eûz pemp den gwirion a nébeûtoc’h éget hanter-kan̄t, ha disman̄tra a ri kéar holl évit pemp ha daou-ugen̄t ? Hag hén̄ a lavaraz : n’hé disman̄trinn két, mar kavann énô pemp ha daou-ugen̄t.
29. Hag Abraham a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : hôgen mar kaveur énô daou-ugen̄t, pétrâ a ri ? Hag hén̄ a lavaraz : Na skôinn két évit daou-ugen̄t.
30. Na vézet kéd droug gan-éz, Aotrou, mé az péd, émé Abraham, mar komzann ; mar kaveur énô trégon̄t ? Hag hén̄ a lavaraz : na rinn két, mar kavann énô tregon̄t.
31. Pa em eûz komzet (T), émé-z-han̄, é komzinn c’hoaz out va Aotrou : mar kaveur énô ugen̄t ? Hag hén̄ a lavaraz : na lazinn két évit ugen̄t.
32. Na vézet két droug gan-éz, Aotrou, mé az péd, émé Abraham, mar komzann eur wéach c’hoaz : mar kaveur énô dék ? Hag hén̄ a lavaraz : n’hé dismantrinn két évid dék.
33. Hag ann Aotrou a iéaz-kuit, pa en dôé éhanet da gomza oud Abraham : hag he-man̄ a zistrôaz d’ar géar. (T).
1. Ha daou éal a zeûaz da Zodom war ar pardaez, ha Lot a oa azézet é-tâl dôr kéar. Ha pa hô gwélaz, e savaz hag ez éaz war hô arbenn hag en em strin̄kaz d’ann douar (T);
2. Hag é lavaraz : Deûet, mé hô péd, aotrounez, da dî hô servicher (T), ha choumid énô ; gwalc’hid hô treid, ha d’ar min̄tin éz eot enn hoc’h hen̄t. Ar ré-man̄ a lavaraz : É nép doaré, hôgen ni a choumô war ar rû.
3. Hô fédi a réaz kaer da zon̄t gan̄t-han̄ : ha pa oen̄t éat enn hé di, é réaz banvez d’ézhô ; poaza a réaz bara di-c’hoell hag e tebrchon̄t.
4. Hôgen abarz ma’z éjon̄t da gousket, tûd kéar (T) a gelc’hiaz ann ti adaleg ar vugalé bétég ann dûd gôz, ann holl bobl war-eunn-drô.
5. Hag hi a c’halvaz Lot, hag a lavaraz d’ezhan̄ : Péléac’h éma ar oazed a zô éad enn da di hénôz ? Kâs-hi aman̄, évit ma anavézimp anézhô.
6. Lot a iéaz d’hô c’havout, ha goudé béza serret ann ôr war hé lerc’h, é lavaraz d’ézhô :
7. Na rit két, mé hô péd, va breûdeûr, na rit két ann drouk-zé.
8. Diou verc’h em eûz péré n’hô deûz c’hoaz anavézet goâz é-béd ; mé hô digasô d’é-hoc’h, ha c’houi a rai anézhô ével a gerrot ; hôgen na rid droug é-béd d’ar oazed-zé, ô véza ma in̄t deûet dindân tôen va zi. (M).
9. Hag hi a lavaraz : kéa alesé. Lavaroud a réjon̄t c’hoaz : Deûed oud aman̄ ével eunn diavésiad ; ha da varner e fell d’id béza ? Té eo éta a aozimp gwasoc’h égét-hô. Hag hi en em daolaz war Lot gan̄d diboell ; hag hi a oa daré da derri ann ôr.
10. Hag ann daou zén a astennas hô dourn, hag a zigasaz Lot enn ti, hag a zerraz ann ôr.
11. Hag é skôjon̄t a zallédigez ar ré a oa er-méaz, adaleg ar bihana bétég ar brasa, enn hévélep doaré na hellc’hon̄d mui kavoud ann ôr.
12. Neûzé é leverchon̄t da Lot : ha té éc’h eûz aman̄ unan-bennâg eûz da géren̄t ? Eur mâb-kaer, pé mipien, pé merc’hed ; kâs er-méaz eûz a géar da holl dûd ;
13. Râk ni a ia da zisman̄tra al léac’h-zé, ô véza ma eo kresket hô garm dirâg ann Aotrou, hag en deûz hon digaset évid hô c’holla.
14. Lot éta ô véza ead er-méaz, a gomzaz oud hé vipien kaer péré a dlié