1. Salomon, mâb David, en em grévaaz éta enn hé rouan̄télez ; hag ann Aotrou, hé Zoué, a oa gan̄t-han̄, hag a zavaz anézhan̄ uc’hel-meûrbéd.
2. Ha Salomon a c’hourc’hémennaz da Israel holl, d’ar villénerien, ha d’ar c’han̄ténerien, ha d’ann oviserien, ha da varnerien Israel holl, ha da brin̄sed ann tiadou :
3. Hag hén̄ a iéaz gan̄d ann holl strollad tûd-zé var al léac’h uc’hel eûz a C’habaon, é péléac’h édô tabernakl kévrédigez Doué, a oa bét gréat enn distrô gan̄t Moizez, servicher Doué.
4. Hôgen David en dôa digaset arc’h Doué eûz a Gariatiarim, d’al léac’h en dôa aozet d’ézhî, hag en dôa savet eunn tabernakl évit-hî, da lavaroud eo, é Jéruzalem.
5. Ann aoter arem a oa bét gréat gan̄t Béséléel, mâb Uri, mâb Hur, a oa énô dirâk tabernakl ann Aotrou : ha Salomon gan̄d ann holl strollad tûd-zé a iéaz d’hé c’herc’hout.
6. Ha Salomon a biñaz oud ann aoter arem, dirâk tabernakl kévrédigez ann Aotrou, hag a gennigaz mil hostiv war-n-ézhi.
7. Hôgen chétu enn nozvez-zé en em ziskouézaz Doué d’ézhan̄, hag é lavaraz : Goulenn ar péz a fell d’id a rôjenn d’id.
8. Ha Salomon a lavaraz da Zoué : Té éc’h eûz gréat eunn drugarez vrâz é-kén̄ver David va zâd, hag éc’h eûz va lékéat da roué enn hé léac’h.
9. Bréma éta, Aotrou va Doué, bézet sévénet ar gér éc’h eûz rôet da Zavid va zâd. Pa éc’h eûz va lékéat da roué war da bobl brâz péhini a zô ker paot ha poultr ann douar,
10. Rô d’in ar furnez hag ar wiziégez, évit ma hellinn mon̄d ébarz ha mon̄d er-méaz dirâk da bobl : râk piou a helfé barna ervâd ar bobl-zé d’id, a zô ker paot ?
11. Ha Doué a lavaraz da Zalomon : O véza ma eo bét kémen̄t-sé kavet gwell gan-ez (T), ha n’éc’h eûz két goulennet ar madou, nag ann danvez, nag ar c’hloar, na buez ar ré a gasa ac’hanod, nag eur vuez hir ; hôgen ma éc’h eûz goulennet ar furnez hag ar wiziégez évit gallout barna va fobl, war béhini em eûz da lékéat da roué.
12. Ar furnez hag ar wiziégez a rôann d’id, hag é rôinn ivé d’id ar madou, hag ann danvez, hag ar c’hloar, enn hévélep doaré na vézô bét, nag enn da raok, na da c’houdé, roué é-béd hén̄vel ouz-id.
13. Salomon a zeûaz éta eûz a léac’h uc’hel Gabaon, eûz a zirâk tabernakl ar gévrédigez da Jéruzalem, hag a rénaz war Israel.