gan̄d da vichérourien, ha gan̄t michérourien va aotrou, David da dâd.
15. Kâs éta, va aotrou, d’as servicherien ar gwiniz, ann heiz, ann éôl hag ar gwîn éc’h eûz lavaret é kasfez.
16. Ha nî a lakai da drouc’ha el Liban ar c’hoat a vézô réd évid-od, hag a gasô anézhan̄ é radellou dré ar môr da Joppé ; ha té a lakai hé gâs da Jéruzalem.
17. Salomon a nivéraz éta ann holl dûd a-ziavéaz, a oa é douar Israel, abaoé ann nivérérez en dôa gréat David hé dâd, hag é oé kavet kan̄t mil tri mil hag han̄ter-kan̄t mil ha c’houec’h kan̄t.
18. Hag hén̄ a lékéaz dék mil ha tri-ugen̄t mil anézhô évid dougen bec’hiou war hô diskoaz, ha pévar-ugen̄t mil évit béna mein er ménésiou, ha tri mil ha c’houec’h kan̄t évid évésaad out labour ann dûd-zé.
1. Ha Salomon a zéraouaz sével tî ann Aotrou é Jéruzalem war vénez Moria a oa bét diskouézet da Zavid, hé dâd, el léac’h a oa bét aozet gan̄d David, hé dâd, é leûr Ornan ar Jébuséad.
2. Hôgen don̄t a réaz d’hé zével enn eil viz eûz ar pévaré bloaz eûz hé rén.
3. Ha chétu ann diazez a daolaz Salomon, évit sével ti Doué : tri-ugen̄t ilinad a héd, hervez ar ven̄t gen̄ta, hag ugen̄t ilinad a léd.
4. Hag ar palier a oa dirâg ann ôr-dâl, péhini a oa kenn hir ha léd ann tî, en dôa ugen̄t ilinad ; hag ann uc’helder anézhan̄ a oa eûz a c’houec’h-ugen̄t ilinad ; hag hén̄ a alaouraz ann diabars gan̄d aour ar glana.
5. Gôlei a réaz ivé ar brasa eûz ann tî gan̄t taolennou koat sapr, war béré é lékéaz penn-da-benn taolennou aour ar glana ; hag hén̄ a gizellaz war-n-ézhô barrou palmez, hag ével chadennouigou strôbet ann eil enn ébén.
6. Pavéza a réaz ivé ann templ gan̄t marpr ar c’haéra, kin̄klet-brâz.
7. Hôgen ann aour gan̄t péhini é c’hôlôaz ann tî, hag ann treûstou, hag ar peûliou, hag ar môgeriou, hag ann ôriou, a oa eûz ar gwella ; hag hén̄ a gizellaz kérubined war ar môgeriou.
8. Ober a réaz ivé tî San̄t ar zen̄t ; hé héd, hervez léd ann tî, a oa eûz a ugen̄t ilinad, hag hé léd a oa ivé eûz a ugen̄t ilinad ; hag hén̄ a c’hôlôaz anézhan̄ gan̄t taolennou aour, a dalié war-drô c’houec’h kan̄t talan̄t.
9. Ober a réaz ivé tachou aour, péré a boézé han̄ter-kan̄t sikl pép-hini ; ar c’hamprou uc’hel a c’hôlôaz ivé gan̄d aour.
10. Ober a réaz ivé é tî San̄t ar zen̄t daou gérubin, gan̄t labour ar gizellerien ; hag hén̄ hô gôlôaz gan̄d aour.
11. Askellou ar gérubined hô dôa ugen̄t ilinad a héd, enn hévélep doaré m’é dôa eunn askel pemb ilinad, ha m’az éa bété môger ann ti, m’é dôa ann askel all pemb ilinad, ha m’az éa bétég askel ar c’hérubin all.
12. Ével-sé askel ar c’hérubin all é dôa pemb ilinad, hag a iéa bétég ar vôger ; m’é dôa ann askel all pemb ilinad, ha m’az éa bétég askel ar c’hérubin all.
13. Askellou ar gérubined-zé a oa éta astennet, hag en em astenné war ugen̄t ilinad ; hogen hî a oa enn hô zâ war hô zreid, hag hô fennou a oa trôet war-zû ann tî a ziavéaz.
14. Ober a reaz ivé eur wél gan̄t mézer glâz, gan̄t limestra, gan̄t tané, ha gan̄t lin moan : ha war-n-ézhi é wéaz kérubined.
15. Daou beûl a réaz ivé dirâk dôr ann templ, péré hô dôa pemb ilinad ha trégon̄t a uc’helder ; hag hô fennou hô dôa pemb ilinad.
16. Ober a réaz ivé chadennouigou ével er san̄tuar, hag é lékéaz anézhô war bennou ar peûliou ; ha kan̄t aval-grénad a lékéaz war ar chadennouigou.
17. Lakaad a réaz ar peûliou-zé é palier ann templ, unan a zéou, hag égilé a gleiz ; ann hini a oa a zéou a c’halvaz Jac’hin, hag ann hini a gleiz, Booz.