Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/533

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
499
eil levr.


IV. PENNAD.


Aoter arem, môr teûz, taoliou ha listri ann templ.


1. Salomon a réaz ivé ann aoter arem eûz a ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a ugen̄t ilinad a léd, hag eûz a zég ilinad a uc’helder ?

2. Hag eur môr teûz eûz a zég ilinad eûz ann eil tu d’égilé, hag hén̄ roun̄d trô-war-drô : pemp ilinad a uc’helder en dôa ; hag eur rizen a drégon̄t ilinad a ioa trô-war-drô d’ézhan̄.

3. A-îz d’ar rizen éz oa skeûdennou éjenned, ha dég ilinad a gizelladur enn diavéaz é-c’hîz daou reiz trô-war-drô d’ar môr. Hôgen ann éjenned a oa bét teûzet.

4. Ar môr-zé a oa douget war zaouzég éjenn, a béré trî a zellé oud ann han̄ter-nôz, ha trî oud ar c’hûs-héol, ha trî oud ar c’hrésteiz, ha trî oud ar sâv-héol : ar môr a oa douget war ann éjenned-zé hag ar penn-adré eûz ann éjenned en em gave dindân ar môr.

5. Ann devder anézhan̄ a oa eûz a eur raouennad, hag ar vuzel anézhan̄ a oa ével muzel eur chôp, pé ével eul lilien rodellet ; hag hén̄ a zalc’hé tri mil métret.

6. Ober a réaz dék basin ; hag é lékéaz pemp a zéou ha pemp a gleiz évit gwalc’hi enn-hô kémen̄d a dlié béza kenniget é sakrifiz-losk ; hôgen ar véleien en em walc’hé er môr arem.

7. Ober a réaz c’hoaz dék kan̄toler aour, hervez ann doaré a oa bét gourc’hémennet évid hô ôber ; hag é lékéaz anézhô enn templ, pemp a zéou ha pemp a gleiz :

8. Hag ivé dék taol ; hag é lékéaz anézhô pemp a zéou ha pemp a gleiz ; ha c’hoaz kan̄t fiolen.

9. Ober a réaz ivé leûren ar véleien, hag eunn iliz-veûr ; ha dôriou ann iliz-veûr a c’hôlôaz gan̄d arem.

10. Lakaad a réaz ar môr enn tû déou, dirâg ar sâv-héol, war-zû ar c’hrésteiz.

11. Hiram a réaz ivé pôdou, ha fériérigou, ha fiolennou ; hag hén̄ a beûr-c’hréaz holl labour ar roué é templ Doué ;

12. Da lavaroud-eo daou beûl, ha kerdinigou war bennou ar peûliou, hag é doaré rouédouigou, péré a c’hôlôé ar c’herdinigou a oa war ar pennou.

13. Hag ivé pévar c’han̄t aval-grénad, ha diou rouédik ; enn hévélep doaré ma en em gavé diou ren̄kad avalou-grénad é pép rouédik, péré a c’hôlôé kerdinigou pép penn peûl.

14. Treid a réaz ïve, ha basinou a lékéaz war ann treid :

15. Hag eur môr, ha daouzég éjenn dindân ar môr.

16. Ha pôdou, ha fériérigou, ha fiolennou. Hiram a réaz da Zalomon, her c’haré ével hé dâd, ann holl listri évit tî ann Aotrou, péré a oa eûz a arem ar glana. (M).

17. Ar roué a lékéaz hô zeûzi enn eur gompézen tôst d’ar Jourdan, enn eunn douar priek, étré Sokot ha Sarédata.

18. Hôgen ann holl listri-zé a oa diniver, enn hévélep doaré na anavézed két ar poéz eûz ann arem.

19. Ével-sé Salomon a réaz holl listri tî Doué, hag ann aoter aour, hag ann daoliou war béré édô ar baraou-kennig :

20. Hag ar c’han̄toleriou a aour ar glana, gan̄d hô c’hleûzeûriou évit goulaoui dirâg ann orakl hervez ar c’hîz :

21. Hag ivé ével bleûn̄, ha kleûzeûriou, ha gultaniou aour : hag hî holl a oa gréat gan̄d aour ar glana.

22. Ha boéstlou ann ézan̄s, hag ann ézan̄souérou, hag ar fiolennou, hag al listri-brév, a oa eûz a aour ar glana. Dôriou templ ann diabars, da lavaroud eo San̄t ar zen̄t, a oa kizellet ; hag ann ôriou a ziavéaz a oa eûz a aour. Ével-sé é oé peûr-c’hréat al labour a réaz Salomon évit tî ann Aotrou.


————


V. PENNAD.


Digaset eo ann arc’h é templ ann Aotrou.


1. Salomon a zigasaz éta enn templ kémen̄d en dôa gwéstlet David hé