dâd ; lakaad a réaz ann aour, ann arc’han̄t, hag ann holl listri é ten̄zoriou tî Doué.
2. Goudé-zé é strollaz é Jéruzalem hénaoured Israel, hag holl brin̄sed ar breûriézou, ha pennou tiadou mipien Israel, évit ma tigaschen̄t arc’h kévrédigez ann Aotrou eûz a géar David a zo Sion.
3. Holl dûd Israel a zeûaz éta étrézég ar roué enn deiz goél eûz ar seizved mîz.
4. Ha pa oé deûet holl hénaoured Israel, al Lévited a géméraz ann arc’h,
5. Hag a zougaz anézhi, ha kémen̄d a zellé oud ann tabernakl. Hôgen ar véleien gan̄d al Lévited a zouge listri ar san̄tuar a oa enn tabernakl.
6. Ar roué Salomon, hag holl bobl Israel, hag ar ré holl a oa bét strollet dirâg ann arc’h, a lazaz tourzed hag éjenned hép niver, diouc’h al lôd brâz eûz ar viktimou.
7. Hag ar véleien a zigasaz arc’h kévrédigez ann Aotrou enn hé léac’h, da lavaroud eo é orakl ann templ, é san̄t ar zen̄t, dindân askellou ar gérubined :
8. Enn hévélep doaré ma astenné ar gérubined hô diou-askel war al léac’h é péhini é oa bét lékéad ann arc’h, ha ma c’hôlôen̄t anézhi gan̄d hé barrou.
9. Hag ô véza ma oa hîr eunn nébeût ar barrou gan̄t péré é touged ann arc’h, é wéled ar penn anézhô eûz a zirâg ann orakl : hôgen néb a oa enn diavéaz na hellé két hô gwélout. Hag ann arc’h a zô bét énô bétég-henn.
10. Ha na oa nétrâ enn arc’h, néméd ann diou daolen en dôa lékéat Moizez enn-hi é Horeb, pa rôaz ann Aotrou hé lézen da vugalé Israel pa zeûen̄t er-méaz eûz ann Éjipt.
11. Pa oé deûet ar véleien er-méaz eûz ar san̄tuar (râg ar véleien holl péré a hellaz en em gavout énô a oé san̄télet : ha né oa két bét c’hoaz rannet étré-z-hô enn amzer-zé ar c’hargou hag ar reiz anézhô.)
12. Kenn al Lévited, kenn ar ganérien, da lavaroud eo ar ré a oa dindân Asaf, hag ar ré a oa dindân Eman, hag ar ré a oa dindân Iditun, hag hô mipien, hag hô breûdeûr, gwisket gan̄t lin moan, a c’hoarié gan̄t simbalou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t télennou, hag hî enn hô zâ é sâv-héol ann aoter, ha gan̄t-hô c’houec’h-ugen̄t bélek péré a zoné gan̄d ar c’horn-boud.
13. O véza éta ma kanen̄t holl a-unan, gan̄t kornou-boud, ha gan̄t mouésiou, ha gan̄t simbalou, ha gan̄t ogrou, ha gan̄t kalz binviou all, hag ô sével uc’hel hô mouéz, ann trouz a oa klevet a bell ; enn hévélep doaré, pa en em lékéchon̄t da veûli ann Aotrou ha da lavarout : Énorit ann Aotrou, râk mâd eo, râk peûr-baduz eo hé drugarez ; tî ann Aotrou a oé leûn gan̄d eur goabren ;
14. Hag ar véleien na hellen̄t két choum énô, nag ôber hô c’harg enn abek d’ar goabren ; râg gloar ann Aotrou é dôa leûniet tî Doué.
1. Neûzé Salomon a lavaraz : Ann Aotrou en deûz lavaret é choumché enn dévalien.
2. Ha mé em eûz savet eunn tî d’hé hanô, évit ma choumô éno da-vikenn.
3. Hag ar roué a drôaz hé zaoulagad, hag a vennigaz holl strollad Israel (râg ann holl dûd a oa enn hô zâ, hag hî war évez) ; hag é lavaraz :
4. Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz gréat ar péz en dôa lavaret da Zavid, va zâd, ô komza ével-henn :
5. Abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet va fobl eûz a zouar ann Éjipt, n’em eûz két dilennet eur géar é touez holl vreûriézou Israel évit ma vijé savet enn-hi eunn tî d’am hanô ; ha n’em eûz két dilennet eunn dén all évit béza réner war va fobl a Israel :
6. Hôgen dilennet em eûz Jéruzalem, évit ma vézô va hanô enn-hi ; ha dilennet em eûz David, évid hé lakaad war va fobl Israel.