ha na oé nétrâ a gémen̄t ha na zisklérias két d’ézhi.
3. Pa wélaz-hî furnez Salomon, hag ann tî en dôa savet,
4. Ha boéd hé daol, ha tîez hé zervicherien, ha kargou hé vinistred, hag hô diḻad, hag hé gôperien, hag hô gwiskou, hag ar viktimou a lazé d’ann Aotrou, gan̄d ar zaouzan na choumaz mui hé spéred gan̄t-hi :
5. Hag é lavaraz d’ar roué : Gwîr eo ar péz em eûz klévet em brô diwar-benn da zellid ha da furnez.
6. Ha na grédenn két ar péz a oa bet lavaret d’in, kén na ounn deûet, hag em eûz gwélet gan̄t va daoulagad, hag em eûz anavézet pénaoz né oa két bét lavaret d’in ann han̄ter eûz da furnez ; trec’het eo gan-éz ar vrûd eûz da zellid.
7. Euruz eo da dûd, euruz eo da zervicherien, péré a zô bépréd dira-z-oud, hag a glev da furnez.
8. Benniget ra vézô ann Aotrou, da Zoué, péhini a zô bét fellet gan̄t-han̄ da lakaad war hé drôn da roué, é leac’h ann Aotrou da Zoué. O véza ma en deûz ann Aotrou karet Israel, ha ma fell d’ézhan̄ hé virout da-vikenn, râk-sé en deûz da lékéat da roué war-n-ézhan̄, évit ma rî barn ha reiz.
9. Hag hî a rôaz d’ar roué c’houech-ugen̄t talan̄t aour, ha kalz louzou-c’houés-vâd, ha mein talvouduz-brâz : biskoaz na oé gwélet kémen̄d all a louzou-c’houés-vâd, ével ma rôaz rouanez Saba d’ar roué Salomon.
10. Hôgen servicherien Hiram gan̄t servicherien Salomon a zigasaz aour eûz a Ofir, ha koat c’houés-vâd, ha mein talvouduz-brâz.
11. Hag ar roué a réaz gan̄d ar c’hoat c’houés-vâd-zé dérésiou tî ann Aotrou ha tî ar roué, ha télennou ha lirennou évid ar varzed ; ha na oé két gwélet é Juda ann hévélep koat betég-henn.
l2. Hôgen ar roué Salomon a rôaz da rouanez Saba kémen̄d ha ma c’hoan̄taaz-hî, ha ma c’houlennaz, ha kalz muioc’h égét né dôa digaset-hî. Hag hi a ieaz-kuît, hag a zistroaz d’he brô gan̄d he zûd.
13. Poéz ann aour a zouged bép ploaz da Zalomon, a oa eûz a kan̄t talan̄t aour c’houéac’h ha tri-ugen̄t :
14. Hép nivéri ar péz a zigasé d’ézhan̄ kannaded kalz brôadou, hag ar varc’hadourien, hag holl rouéed ann Arabia, ha rénerien ar brôiou a gasé aour hag arc’han̄t da Zalomon.
15. Ar roué Salomon a réaz éta daou c’han̄t goaf aour a boézé pép-hini c’houec’h sikl.
16. Ober a réaz ivé tri c’han̄t tiren aour eûz a dri c’han̄t sikl aour pép-hini, a oa évid hô gôlei ; hag ar roué hô lékéaz ébars tî ann armou, a oa é-kreiz eur c’hoat.
17. Ar roué a réaz ivé eunn trôn brâz gan̄d olifan̄t, hag hén̄ hé wiskaz gan̄d aour ar glana.
18. Ar c’houec’h daez dré béré é piñed d’ann trôn, hag ar skabel a oa a aour, ha diou vrec’hik a bép tû, ha daou léon a ioa oud ann diou vrec’hik :
19. Ha daouzék léon bihan all war ar c’houec’h daez a bép tû : ha na oé trôn é-béd hén̄vel oud hé-man̄ enn holl rouan̄télésiou.
20. Holl listri taol ar roué a oa a aour, ha listri tî koat al Liban a oa ivé a aour ar glana ; râg ann arc’han̄t enn amzer-zé a oa prizet ével nétrâ ;
21. Râk listri-vor ar roué a iéa eur wéach bép tri bloaz gan̄t servicherien Hiram da Darsis, hag a zigasé ac’hanô aour hag arc’han̄t, hag olifan̄t, ha marmouzed, ha pauned.
22. Ar roué Salomon a oé éta dreist holl rouéed ann douar gan̄d hé vadou hag hé c’hloar.
23. Hag holl rouéed ann douar a c’hoantéé gwéloud Salomon, évit sélaoui ar furnez en dôa lékéat Doué enn hé galoun.
24. Hag hî a zigasé d ézhan̄ bép ploaz rôou, listri arc’han̄t hag aour, ha diḻad, hag armou, ha louzou-c’houés-vâd, ha kézek, ha muled.
25. Salomon en dôé ivé daou-ugen̄t mil marc’h enn hé varchosiou, ha daouzék mil karr ha daouzék mil marc’hek ; hag hén̄ hô lékéaz é keriou ar c’hirri, hag el léac’h ma oa ar roué é Jéruzalem.
26. Astenna a réaz ivé he c’halloud