war ann holl rouéed, adalek ar ster Eufrat bété brô ar Filistined, ha bétég harzou ann Éjipt.
27. Lakaad a réaz ann arc’han̄t da véza ker stan̄k é Jéruzalem ével ar vein ; ha ma oé gwélet kémen̄d a zedr ével a skaô-grâc’h a zavé er mesiou.
28. Digas a réad kézek d’ezhan̄ eûz ann Éjipt, hag eûz ann holl vrôiou all.
29. Oberiou all Salomon, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levriou ar profed Natan, hag é levriou Ahias, ar Siloniad, hag é gwélédigez Addo, ar gwéler, a-enep Jéroboam, mâb Nabat.
30. Hôgen Salomon a rénaz daou-ugen̄t vloaz é Jéruzalem war Israel holl.
31. Hag hén̄ a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David ; ha Roboam hé vâb a rénaz enn hé léac’h.
1. Hôgen Roboam a iéaz da Zichem : râg énô eo é oa strollet Israel holl évid hé lakaad da roué.
2. Hôgen Jéroboam, mâb Nabat, péhini a oa téc’het enn Éjipt râg aoun râk Salomon, pa glevaz kémen̄t-sé, a zistrôaz râk-tâl.
3. Hag hî a c’halvaz anézhan̄, hag hén̄ a zeûaz gan̄d Israel holl, hag é komzchon̄t out Roboam, ô lavarout :
4. Da dâd en dôa lékéat war-n-omp eur iéô gwall galet ; hôgen té, skan̄va rénadur kalet da dâd, péhini en dôa lékéat war-n-omp eur sklavérez pounner ; tenn eunn nébeût eûz hor beac’h, ha nî a zervichô ac’hanod.
5. Hag hén a lavaraz : Goudé tri dervez distrôit d’am c’havout. Ha pa oé éat ar bobl kuît,
6. Ar roué Roboam a zalc’haz kuzul gan̄d ann hénaoured a zavé dirâk Salomon hé dâd pa édô c’hoaz béô, hag é lavaraz : Pétrâ a gûzulit d’in da respoun̄ta d’ar bobl ?
7. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ma éc’h eûz madelez é-kén̄ver ar bobl-zé, ha ma komzez out-hô enn eunn doaré habask, é servichin̄t ac’hanod da-vikenn.
8. Hôgen hén̄ a zilézaz kuzul ann hénaoured, hag a zeûaz da c’houlenn kuzul digan̄t ann dûd-iaouan̄k, péré a oa bét maget gan̄t-han̄, hag a oa war hé drô ;
9. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a vennit-hu, ha pétrâ a dléann-mé da respoun̄ta d’ann dûd-zé, péré hô deûz lavaret d’in : Skan̄va ar iéô en deûz lékéat da dâd war-n-omp ?
10. Hag hî a respoun̄taz ével tûd-iaouan̄k, péré a oa bét maget gan̄t-han̄ enn dudiou, hag a lavaraz : Ével-henn é komzi oud ann dûd-zé péré hô deûz komzet ouz-id, ô lavarout : Da dâd en deûz lékéat hor iéô da véza pounner ; skan̄va-hén̄ d’é-omp : ével-enn é komzi out-hô : Va biz bihan a zô tévoc’h égét mell-kein va zâd.
11. Va zâd en deûz lékéat war-n-hoc’h eur iéô pounner, ha mé hel lakai c’hoaz da véza pounnéroc’h : va zâd en deûz skôet war-n-hoc’h gan̄t skourjézou, ha mé a skôi war-n-hoc’h gan̄t kruged.
12. Jéroboam hag ann holl bobl a zeûaz da gavout Roboam a-benn tri dervez, hervez gourc’hemenn ar roué.
13. Hag ar roué né zalc’haz stâd é-béd eûz a guzul ann hénaoured, hag a lavaraz d’ézhô gériou dichek.
14. Komza a réaz out-hô hervez kuzul ann dûd-iaouan̄k : Va zâd en deûz lékéat war-n-hoc’h eur iéô pounner, ha mé hel lakai c’hoaz da véza pounnéroc’h ; va zâd en deûz skôet war-n-hoc’h gan̄t skourjézou, ha mé a skôi war-n-hoc’h gan̄t kruged.
15. Ha na aotréaz két da bédennou ar bobl : râg ioul Doué é oa ma vijé sévénet ar gér en dôa lavaret da Jéroboam, mâb Nabat, dré c’hénou Ahias, ar Siloniad.
16. Hôgen ann holl bobl ô klevout geriou dichek ar roué, a lavaraz d’ézhan̄ : N’hon eûz lôd é-béd é David, na digwéz é-béd é mâb Isai. Distrô d’as teltou, Israel ; ha té, David, kéa d’as tî da-unan. Hag Israel en em dennaz d’hé deltou.
17. Roboam a rénaz eta war ar vu-