Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/541

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
507
eil levr.

galé eûz a Israel péré a choumé é keriou Juda.

18. Hôgen ar roué Roboam a gasaz Aduram, péhini a oa war ann tellou, ha bugalé Israel a labézaz anézhan̄, hag hén̄ a varvaz ; hag ar roué Roboam a biñaz râk-tâl war hé garr, hag a déc’haz da Jéruzalem.

19. Hag Israel en em rannaz eûz a di David bété vréma.


————


XI. PENNAD.


Ar véleien, al Lévited hag ar ré holl a zouj Doué a drô etrézé Roboam.


1. Hôgen Roboam a zeûaz da Jéruzalem, hag a strollaz holl dî Juda ha Ben̄jamin, naô-ugen̄t mil dén-a-vrézel dioc’h ann dibab, évit stourmi oud Israel, hag hé zigas adarré dindân hé c’halloud.

2. Ha gér ann Aotrou a iéaz étrézé Séméias, dén Doué, ô lavarout :

3. Kas tûd oud Roboam, mâb Salomon, roué Juda, hag oud holl Israel, a zô é Juda hag é Ben̄jamin, ô lavarout :

4. Evel-henn é lavar ann Aotrou : Na biñot két, ha na vrézélékéot két oud hô preûdeûr : distrôet pép-hini d’hé dî, râk dré va ioul eo eo bét gréat. P’hô dôé klevet lavar ann Aotrou, é tistrôjon̄t, ha na gerzchon̄t mui a-énep Jéroboam.

5. Roboam a choumaz éta é Jéruzalem, hag a zavaz keriou muriet é Juda.

6. Sével a réaz Bétléhem, hag Étam, ha Tékué,

7. Ha Betsur, ha Soc’ho, hag Odollam,

8. Ha Get, ha Marésa, ha Zif,

9. Hag Aduram, ha Lac’his, hag Azéka,

10. Ha Saraa, hag Aialon, hag Hébron, a ioa é Juda hag é Ben̄jamin, keriou kré-brâz.

11. Ha goudé m’en dôé gréat muriou trô-war-drô d’ézhô, é lékéaz bléñerien enn-hô, hag é réaz soliérou-boéd, da lavaroud eo, évid éôl hag évit gwîn.

12. É pép kéar é réaz tiez-armou évit tirennou ha gwafiou ; hag hén̄ hô c’hrévaaz gan̄d eunn hast brâz, hag a rénaz war Juda ha Ben̄jamin.

13. Hôgen ar véleien hag al Lévited a oa é holl Israel, a zeûaz d’hé gavout eûz hô holl geriou,

14. O tilézel ar faboursiou hag hô madou, évid don̄t da Juda ha da Jéruzalem ; ô véza m’en dôa Jéroboam hô c’haset-kuît, hén̄ hag hé vipien, évit na rajen̄t két ar garg a véleien d’ann Aotrou.

15. Hag hén̄ a réaz évit-han̄ béleien évid al lec’hiou uc’hel, hag évid ann diaoulou, hag évid al leûéou en dôa gréat.

16. Hôgen kémen̄d hini eûz a vreûriézou Israel en dôa rôet hé galoun évit klask ann Aotrou, Doué Israel, a zeûaz da Jéruzalem évit laza hô viktimou dirâg ann Aotrou, Doué hô zadou.

17. Ével-sé é stardchon̄t rouan̄télez Juda, hag é kendalc’hchon̄t Roboam, mâb Salomon, é-pâd tri bloaz : râg hî a gerzaz é-pâd tri bloaz hép-kén é hen̄chou David ha Salomon.

18. Roboam a géméraz da c’hrég Mahalat, merc’h Jérimot, mâb David : hag ivé Abihail, merc’h Éliab, mâb Isai,

19. Péhini a c’hanaz d’ézhan̄ da vipien, Jéhus, ha Somoria, ha Zoom.

20. Goudé hou-man̄ é kéméraz Maac’ha, merc’h Absalom, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Abia, hag Étai, ha Ziza, ha Salomit.

21. Hôgen Roboam a garaz Maac’ha, merc’h Absalom, dreist hé holl c’hragez hag hé zerc’hed : râg hén̄ en dôé triouec’h grég, ha tri-ugen̄t serc’h ; hag hén̄ a oé tâd da eiz mâb war-n-ugent ha da dri-ugen̄t merc’h.

22. Hôgen lakaad a réaz Abias, mâb Maac’ha, da benn ha da réner war hé holl vreûdeûr, ô véza m’en dôa c’hoan̄t d’hé lakaad da roué,

23. Dré ma oa ar fura, hag ar galloudusa étré hé holl vipien, hag é holl harzou Juda ha Ben̄jamin, hag enn holl geriou muriet ; hag hén̄ a rôaz d’ézho kalz a voéd, hag a c’houlennaz kalz a c’hragez évit-hô.