wéstlaz adarré aoter ann Aotrou a oa dirâk palier tî ann Aotrou.
9. Hag hén̄ a zastumaz holl Juda ha Ben̄jamin, ha gan̄t-hô ann diavésidi eûz a Éfraim, eûz a Vanasé, hag eûz a Ziméon : râk kalz eûz a Israel a oa deûet d’hé gavout, pa wélchon̄t pénaoz édô ann Aotrou, hé Zoué, gan̄t-han̄.
10. Ha pa oen̄t deûet da Jéruzalem enn trédé mîz, er pemzékved bloaz eûz a rén Asa,
11. É lazchon̄t d’ann Aotrou enn deiz-zé, eûz ann diwisk hag eur ar preiz hô dôa digaset, seiz kan̄t éjenn, ha seiz mil tourz.
12. Hag ar roué a iéaz ébarz évit startaat ar gévrédigez, évit ma klaskchon̄t ann Aotrou, Doué hô zadou, eûz hô holl galoun, hag eûz hô holl éné.
13. Ha piou-bennâg, émé-z-han̄, na glaskô két ann Aotrou, Doué Israel, a varvô, adaleg ann distéra bétég ar brasa, adaleg ar goaz bétég ar vaouez.
14. Hag hi a réaz lé d’ann Aotrou gan̄d eur vouéz gré, ha gan̄t lévénez, gan̄t soun ar c’horniou hag ann drompiḻou.
15. Ar ré holl a oé é Juda a réaz kémen̄t-sé gan̄d argarzidigez ; râg hî a douaz a greiz kaloun, hag a glaskaz ann Aotrou a ioul vâd, hag a gavaz anézhan̄ : hag ann Aotrou a rôaz d’ézhô ann éhan trô-war-drô.
16. Asa a dennaz ivé ar galloud a rouanez digan̄t Maac’ha, hé vamm, ô véza m’é dôa-hî savet, enn eur c’hoat-sakr, eunn idol da Briap, péhini a dorraz, a vruzunaz, hag a zévaz é froud Sédron.
17. Choum a réaz c’hoaz lec’hiou uc’hel enn Israel ; hôgen kaloun Asa a oé klôk é-pâd hé holl zeisiou.
18. Kâs a réaz da dî ann Aotrou kémen̄d a oa bét gwéstlet gan̄d hé dâd ha gan̄t-han̄, arc’han̄t, hag aour, ha kalz listri.
19. Ha na oé két a vrézel béteg ar pempved bloaz ha trégon̄t eûz a rén Asa.
1. Hôgen er c’houec’hved bloaz ha trégon̄t eûz a rén Asa, Baasa, roué Israel, a biñaz é Juda, hag a zavaz eur vur trô-war-drô da Rama, évit na helché hini eûz a rouan̄télez Asa mon̄d er-méaz nag ébarz.
2. Neûzé Asa a géméraz ann arc’han̄t hag ann aour a oa é ten̄zoriou tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué, hag hô c’hasaz da Venadad roué Siria, péhini a choumé é Damas, ô lavarout :
3. Kévrédigez a zô étré mé ha té, ével ma éz eûz bét unvaniez étré va zâd ha da hini ; râk-sé em eûz kaset arc’han̄t hag aour d’id, évit ma torri ar gévredigez a zô étré té ha Baasa, roué Israel, ha ma likii anézhan̄ da bellaad diouz-in.
4. Pa glevaz kémen̄t-sé, Benadad a gasaz prin̄sed hé arméou a-énep keriou Israel ; hag hî a géméraz Abiou ha Dan, hag Abelmaim, hag ann holl geriou muriet eûz a Neftali.
5. Ha pa glevaz Baasa kémen̄t-sé, éc’h éhanaz sével Rama, hag é tîbaouézaz hé labour.
6. Neûzé ar roué Asa a géméraz holl dûd Juda, péré a zigasaz eûz a Rama ar vein hag ar c’hoat a oa bét aozet gan̄t Baasa évit sével kéar ; hag hén̄ a zavaz gan̄t-hô Gabaa ha Masfa.
7. Enn amzer-zé é teûaz Hanani, ar profed, da gavout Asa, roué Juda, hag a lavaraz d’ézhan̄ : O véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s é roué Siria, ha n’éc’h eûz két hé lékéat enn Aotrou, da Zoue, râk-sé armé roué Siria a zô tec’het diouc’h da zourn.
8. Ann Étiopied hag al Libied, ha né oa két kals muioc’h anézhô, gan̄d hô c’hirri, hô marc’heien, hag al lôd brâz a dûd ? Koulskoudé ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn Aotrou, en deûs-hén̄ hô lékéat étré da zaouarn.
9. Râk daoulagad ann Aotrou a zell oud ann douar holl ; hag hén a rô ners d’ar ré a gréd enn-han̄ a wîr galoun. Enn eunn doaré diskian̄t oud