Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/546

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
512
ar paralipoménon.

éta en em rénet ; ha dré-ze é savô a vréma brézeliou enn da énep.

10. Hôgen Asa ô véza savet droug enn-han̄ a-énep ar gwéler, a c’hourc’hémennaz hé lakaad er vâc’h, râk kémen̄t-sé en dôa hé héget kaer ; hag hén̄ a lazaz kalz eûz ar bobl enn amzer-zé.

11. Hôgen ôberiou Asa, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda hag Israel.

12. Hôgen Asa a gouézaz klan̄v enn naved bloaz ha trégon̄t eûz he ren, gan̄d eunn drouk brâz enn hé dreid ; ha na glaskaz két ann Aotrou enn hé boan ; hôgen é fisiaz muioc’h é gwiziégez al louzaouerien.

13. Hag hen̄ a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag a varvaz er c’hen̄ta bloaz ha daou-ugen̄t eûz hé rén.

14. Hag hî a vésiaz anézhan̄ er béz en dôa toullet évit-han̄ é kéar David ; hag hi a lékéaz anézhan̄ war hé wélé leûn a louzou-c’houes-vâd, hag a dretou serc’hed, aozet gan̄d ijin ann dramourien ; hag hî hô dévaz war-n-ézhan̄ gan̄t lid brâz.


————


XVII. PENNAD.


Doujan̄s Josafat é-kén̄ver Doué.


1. Hôgen Josafat, hé vâb, a renaz enn hé léac’h, hag hen̄ a oé tréac’h da Israel.

2. Soudarded a lékéaz é gward enn holl geriou Juda a oa serret gan̄t muriou : lakaad a réaz ivé gwarded é douar Juda, hag é kériou Éfraim a oa bét kéméret gan̄t Asa, hé dâd,

3. Ann Aotrou a oé gan̄t Josafat, ô véza ma kerzaz é hen̄chou ken̄ta David, hé dâd, ha na lékéaz két he fisian̄s é Baalim,

4. Hôgen é Doué hé dâd ; hag hén̄ a gérzaz bépréd enn hé gélennou, ha ne heûliaz két direizou Israel.

5. Râk-sé ann Aotrou a startaaz ar rouantélez enn hé zourn, ha Juda holl a zigasaz rôou da Josafat ; ével se é teûaz d’ézhan̄ kalz a vadou hag eur c’hloar vrâz.

6. Hag ével ma oa hé galoun leûn a ners é hen̄chou ann Aotrou, é tiskaraz ivé al lec’hiou uc’hel hag ar c’hoajou-sakr a oa é Juda.

7. Enn trédé bloaz eûz hé rén é kasaz eûz he brin̄sed, Benhail, hag Obdias, ha Zac’harias, ha Natanael, ha Mic’héas, évid deski ar bobl é keriou Juda :

8. Ha gan̄t-hô Lévited, Sémeias, ha Natanias, ha Zabadias, hag Asael, ha Sémiramot, ha Jonatan, hag Adonias, ha Tobias, ha Tobadonias, al Lévited, ha gan̄t-hô Élisama, ha Joram, ar véleien :

9. Hag hî a zeské pobl Juda, ô tougen gan̄t-hô levr lézen ann Aotrou ; mon̄d a réan̄t é keriou Juda trô-war-drô, hag é tesken̄t ar bobl.

10. Râk-sé spoun̄t ann Aotrou a gouezaz war ann holl rouan̄télésiou a oa war-drô da Juda, ha na gréden̄t két bréeélékaat out Josafat.

11. Ar Filistined hô-unan a gasé rôou da Josafat, hag a baée d’ézhan̄ gwiriou arc’han̄t. Ann Arabied a zigasé ivé chatal, seiz mil seiz kan̄t tourz, ha kemen̄d all a vouc’hed.

12. Josafat éta a zeûaz da véza kré, hag a zeûaz uc’hel-brâz ; sével a réaz é Juda tiez é doaré touriou, ha keriou muriet.

13. Kalz labouriou a réaz é keriou Juda : tûd-a-vrézel ha tûd kré a oa é Jéruzalem ;

14. Ha chétu aman̄ ann niver anézhô, hervez ann tiez hag ann tiadou anézhô : é Juda prin̄sed ann armé, Eduas ann dûg, ha gan̄t-han̄ tri c’han̄t mil dén eûz ar ré galounéka.

15. Goudé hé-man̄ Johanan, ar prin̄s, ha gan̄t-han̄ daou chan̄t mil ha pévar-ugen̄t mil.

16. Goudé hé-man̄, Amasias, mâb Zec’hri, gwéstlet d’ann Aotrou, ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t mil dén kré-brâz.

17. War-lerc’h hé-man̄ é teûé Éliada, kalounek er stourmou, ha gan̄t-han̄ daou c’han̄t mil péré a zougé gwarégou ha tirennou.

18. Goudé heman̄ Jozabad, ha gan̄t-han̄ kan̄t mil ha pévar-ugen̄t mil dén daré d’ar stourm.