teûrel hon daoulagad étrézég enn-od.
13. Hôgen Juda holl a oa enn hé zâ dirâg ann Aotrou, gan̄d hô mipien, hô gragez, hag hô bugaligou.
14. Enô é oa ivé Jahaziel, mâb Zac’harias, mâb Banaias, mâb Jéhiel, mâb Matanias, Lévited eûz a vipien Asaf, war béhini é tiskennaz spéred ann Aotrou é-kreiz ar vagad tûd ;
15. Hag hén̄ a lavaraz : Sélaouit, Juda holl, ha c’houi péré a choum é Jéruzalem, ha té, roué Josafat. Chétu pétrâ a lavar d’é-hoc’h ann Aotrou : N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két râg al lôd brâz a dûd-zé, râk né két hô stourm, hôgen hini Doué.
16. War-c’hoaz é tiskennot enn hô énep ; râg hî a biñô dré ar grec’hien hanvet Sis ; ha c’houi hô c’havô é penn ar froud a zô râg-énep da zistrô Jéruel.
17. Né két c’houi a stourmô, hôgen choumit enn hô sâ gan̄t fisian̄s, hag é wélot ken-nerz ann Aotrou war-n-hoc’h, ô Juda ha Jéruzalem. N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két, war-c’hoaz é kerzot enn hô énep, hag ann Aotrou a vézô gan-é-hoc’h.
18. Neûzé Josafat, ha Juda, hag ar ré holl a choumé é Jéruzalem, en em daolâz wâr hô génou d’ann douar, dirâg ann Aotrou, hag a veûlaz anézhan̄.
19. Hôgen al Lévited, mipien Kaat, ha mipien Koré, a veûlé ann Aotrou, Doué Israel, kenn uc’hel ha ma hellen̄t.
20. Hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin̄, é treûzchon̄t distrô Tékué ; ha pa oan̄t enn hen̄t, Josafat ô sével enn hô chreiz, a lavaraz : Sélaouit ac’hanoun, tûd Juda, ha c’houi holl a choum é Jéruzalem ; likit hô fisian̄s enn Aotrou, hô Toué, ha n’hô pézet két a aoun ; krédit ar péz hô deûz lavaret hé broféded, ha pép-trâ a zeûi da vâd d’é-hoc’h.
21. Hag hén̄ ô véza rôet ann ali-ze d’ar bobl, a lékéaz kanerien a van̄dennou, é-raog ann armé ; évit meûli ann Aotrou, ô lavarout enn eur vouéz : Hô pézet fisian̄s enn Aotrou, râk peûr-baduz eo hé drugarez.
22. Ha pa zeûjon̄t da gana ar meûleûdiou, ann Aotrou a drôaz spiou ann énébourien enn hô énep hô-unan (T), da lavaroud eo, out mipien Ammon, ha Moab, hag a-énep ar ré a choumé war vénez Seir péré a oa bét deûet évit stourmi out Juda ; hag hî a oé tréc’het.
23. Râk mipien Ammon ha Moab a zavaz a-énep ar ré a choumé war vénez Seir, hô lazaz hag hô zréc’haz ; ha p’hô dôé peûr-c’hréat kémen̄t-sé, en em drôjon̄t out-hô hô-unan, hag en em lazchon̄t ann eil égilé.
24. Hôgen pa oé deûet Judâ d’al léac’h uc’hel-zé, a zô râg-énép d’ann distrô, é wélchon̄t a bell ar gompézen holl gôlôet a gorfou marô, hép ma oa choumet hini béô.
25. Josafat a zeûaz éta gan̄d hé holl dûd, évit kémérout diwisk ar ré varô ; hag hî a gavaz é-touez ar ré varô kalz arrébeûri, ha diḻad, ha listri talvouduz-brâz a gaschon̄t gan̄t-hô : hôgen na helchon̄t két hô c’hâs holl gan̄t-hô a-héd trî dervez, ker brâz é oé ar preiz.
26. Hôgen er pévaré deiz en em strolchon̄t é traon̄ien ar vennoz : râg ô véza m’hô dôa benniget ann Aotrou énô, é c’halvchon̄t al léac’h-zé traon̄ien ar Vennoz, hag eo galvet béteg-henn.
27. Hag holl dûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem, ha Josafat enn hô raok, a zistrôaz laouen-brâz da Jéruzalem, ô véza m’en dôa ann Aotrou rôet ann tréac’h d’ézhô war hô énébourien.
28. Hag hî a zeûaz é Jéruzalem, hag é tî ann Aotrou, gan̄t télennou, ha tirennou, ha bombardou.
29. Hôgen spoun̄t ann Aotrou a gouezaz war holl rouan̄télésiou ann douar, pa glevchon̄t pénaoz en dôa stourmet ann Aotrou a-énep énébourien Israel.
30. Ével-sé rouan̄télez Josafat a choumaz enn éhan, ha Doué a rôaz d’ézhan̄ ar péoc’h trô-war-drô.
31. Josafat a rénaz eta war Juda, ha pemp ploaz ha trégon̄t en dôa pa teûaz da réni : pemp ploaz war-n-ugen̄t é rénaz é Jéruzalem, hag hé vamm a oa hanvet Azuba, merc’h Sélahi.
32. Hag hén̄ a gerzaz é hen̄t Asa, hé dâd, ha na zistrôaz két diout-han̄ ;