Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/551

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
517
eil levr.

hag é réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou.

33. Koulskoudé na ziskaraz két al lec’hiou uc’hel, hag ar bobl n’en dôa két c’hoaz trôet hé galoun oud ann Aotrou, Doué hé dadou.

34. Oberiou all Josafat, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é-mesk lavariou Jéhu, mâb Hanani, en deûz lékéat é levriou rouéed Israel.

35. Goudé-zé Josafat, roué Juda, en em unanaz gan̄d Oc’hozias, roué Israel, péhini a oé eunn dén fallakr-meûrbed.

36. Hag hén̄ en em unanaz gan̄t-han̄ évid ôber listri-vôr da von̄t da Darais ; hag hî a réaz hô listri é Asiongaber.

37. Hôgen Éliézer, mâb Dodaü, eûz a Varésa, a ziouganaz da Josafat, ô lavarout : O véza ma éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄d Oc’hozias, ann Aotrou en deûz skôet gan̄d da ôberiou ; da listri a zô bét brevet, ha n’hô deûz két gellet mon̄d da Darsis.


————


XXI. PENNAD.


Fallagriez Joram.


1. Josafat a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David ; ha Joram, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

2. Hé-man̄ en dôé da vreûdeûr, mipien Josafat, Azarias, ha Jahiel, ha Zac’harias, hag Azarias, ha Mikael, ha Safatias ; holl vipien da Josafat, roué Juda.

3. Hô zâd a rôaz d’ézhô kalz arc’han̄t hag aour, ha gôprou pép bloaz, gan̄t keriou kré é Juda ; hôgen ar rouan̄télez a rôaz da Joram, ô véza ma oa-hén̄ ar c’hen̄ta-ganet.

4. Joram a zavaz éta war rouan̄télez hé dâd ; ha pa oé en em stardet, é lazaz gan̄d ar c’hlézé hé holl vreûdeûr ha lôd eûz a brin̄sed Israel.

5. Daou vloaz ha trégon̄t en dôa Joram pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz eiz vloaz é Jéruzalem.

6. Kerzoud a réaz é hen̄chou rouéed Israel, ével m’en dôa gréat tî Ac’hab : râk merc’h Ac’hab a oa da c’hrég d’ézhan̄, hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou.

7. Hôgen ann Aotrou na fellaz két d’ézhan̄ koll a-grenn tî David, enn abek d’ar gévredigez eo dôa gréat gan̄t-han̄, hag ô véza m’en dôa rôet hé c’hér pénaoz é rôjé d’ézhan eur c’houlaouen, ha d’hé vipien da vikenn.

8. Enn deisiou-zé en em zispac’haz Édom, évit na vijé mui dindân béli Juda ; hag hén̄ a réaz eur roué évit-han̄ hé-unan.

9. Hôgen Joram en em lékéaz enn hen̄t gan̄t prin̄sed hé armé, hag hé holl varc’heien. Sével a réaz a-zoug ann nôz, hag é skôaz gan̄d Édom a oa en em lékéat war hé drô, ha gan̄d holl zuged hé varc’heien.

l0. Édom éta a zispac’haz bétég-henn, évit na vijé mui dindân beli Juda. Enn amzer-zé Lobna en em dennaz ivé eûz a zindân hé zourn, ô véza m’en dôa dilézet ann Aotrou, Doué hô zadou.

11. Ouc’h-penn é lékéaz da zével lec’hiou uc’hel é keriou Juda, hag é lékéaz tûd Jéruzalem da gouéza er c’hadélez ha ré Juda da derri lézen Doué.

12. Hôgen digaset é oé d’ézhan̄ eul lizer digan̄d Élias, ar profed, war béhini é oa skrivet : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David, da dâd : O véza n’éc’h eûz két kerzet é hen̄chou Josafat, da dâd, hag é hen̄chou Asa, roué Juda ;

13. Hôgen ma éc’h eûz heûliet hen̄t rouéed Israel, ha ma éc’h eûz lékéat tûd Juda ha ré Jéruzalem da gouéza er c’hadélez, oc’h heûlia gadélez tî Ac’hab ; ha ma éc’h eûz ouch-penn lazet da vreûdeûr, mipien da dâd, gwelloc’h égéd-od,

14. Chétu ann Aotrou a skôi gan̄d eur gouli brâz war-n-od, ha war da bobl, ha war da vipien, ha war da c’hragez, ha war da holl drâ.

15. Ha té a vézô klan̄v gan̄d eur c’hlén̄ved droug enn da gôv, kén na zeûi er-méaz bemdez a-nébeûd-é-nébeûd da vouzellou.

16. Ann Aotrou é lékéaz éta da zé-