Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/556

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
522
ar paralipoménon.

8. Mar krédez pénaoz éma gounid ar brézel é ners ann armé, Doué az lakai da véza tréchet gan̄d da énébourien ; râk Doué eo hô c’hen-nerz, pé hô laka da dec’hi.

9. Hag Amasias a lavaraz d’ann dén Doué : Pétrâ éta a zeûi ar c’han̄t talan̄t em eûz rôet da vrézélidi Israel ? Hag ann dén Doué a lavaraz : Ann Aotrou en deûz péadrâ évit gellout rei d’id kalz muioc’h.

10. Ével-sé Amasias a rannaz ann armé a oa deûet d’hé gavout eûz a Éfraim, évit ma tistrôjé d’hé brô ; hôgen hî a zistrôaz d’hô brô, ha drouk-brâz enn-hô out Juda.

11. Amasias leûn a fisian̄s, a gasaz hé bobl, hag a iéaz da draon̄ien ar C’hoalennennou, hag hén̄ a dréc’haz dék mil eûz a vipien Seir.

12. Mipien Juda a géméraz ivé dék mil dén, hag a gasaz anézhô war lein eur roc’h, hag hi hô zaolaz diwar gréac’h d’ann traon̄, hag ar ré-man̄ a oé brévet holl.

13. Hôgen ann armé en dôa kaset-kuît Amasias évit n’az ajé két gan̄t-han̄ d’ar brézel, en em skiñaz dré geriou Juda, adalek Samari bété Bethoron ; ha goudé béza lazet tri mil dén, é skrapaz eur preiz brâz.

14. Hag Amasias goudé béza tréc’het ann Iduméed, ha béza kaset gan̄t-han̄ douéed mipien Seir, hô lékéaz da zouéed d’ézhan̄, a azeûlaz anézhô, hag a zevaz ézan̄s dira-z-hô.

15. Râk-sé ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ oud Amasias, a gasaz eur profed étrézég enn-han̄, évit lavaroud d’ézhan̄ : Pérâg hoc’h eûs-hu azeûlet douéed, péré n’hô deûz két tennet hô fobl eûz hô taouarn ?

16. Ha p’en dôé lavaret kémen̄t-sé, Amasias a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té eo kuzulier ar roué ? Tâv, gan̄d aoun n’az lazfenn. Hag ar profed ô von̄t-kuît : Mé a oar, emé-z-han̄, penaoz é fell da Zoué rei ar marô d’id, ô véza ma éc’h eûz gréat ann drouk-zé, hag ouc’h-penn n’éc’h eûz két sélaouet va ali.

17. Amasias, roué Juda, ô véza éta kéméret eur gwall zézô, a gasaz étrézé Joas, mâb Joac’haz, mâb Jéhu, roué Israel, évit lavaroud d’ézhan̄ : Deûz, hag en em wélomp ann eil égilé.

18. Hôgen Joas a gasaz ar gannaded kuît, ô lavarout : Ann askol a zô el Liban a gasaz étrézé sedr al Liban, ô lavarout : Rô da verc’h da c’hrég d’am mâb ; ha chétu al loéned a oa é koat Liban a dréménaz, hag a flastraz ann askol.

19. Lavaret éc’h eûz : Tréc’het em eûz Édom, ha dré-zé eo c’houézet da galoun gan̄d ar stambouc’h ; azez enn da dî, pérâg é tennez-té ann drouk war-n-od, évid da lakaad da gouéza, té, ha Juda gan-éz ?

20. Amasias na fellaz két d’ézhan̄ hé zélaoui, ô véza ma oa falvézet gan̄d ann Aotrou hé lakaad étré daouarn ann énébourien, enn abek da zouéed Édom.

21. Joas, roué Israel, a biñaz éta ; hag hî en em wélaz ann eil égilé : Amasias roué Juda a oa é Betsamez-Juda.

22. Ha Juda a blégaz dirâg Israel, hag a déc’haz dindân hé deltou.

23. Hôgen Joas, roué Israel, a géméraz é Betsamez Amasias, roué Juda, mâb Joas, mâb Joac’haz, hag a gasaz anézhan̄ da Jéruzalem ; hag hen̄ a ziskaraz hé mûr adalek pôrs Éfraim bété pors ar C’hon̄, pévar c’han̄t ilinad.

24. Kâs a réaz ivé da Zamari ann holl aour hag ann arc’han̄t, hag ann holl listri a gavaz é tî Doué, hag é tî bugalé Obédédom, hag é ten̄zoriou tî ar roué, hag ivé mipien ar ré a oa é gwéstl.

25. Amasias, mâb Joas, roué Juda, a vévaz pemzék vloaz goudé ma oé marô Joas, mâb Joac’haz, roué Israel.

26. Oberiou all Amasias, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda hag Israel.

27. Goudé ma oé-hén̄ pelléet diouc’h ann Aotrou, é oé aozet spiou out-han̄ é Jéruzalem. Hag ô véza ma tec’haz da Lac’his, é oé kaset di, hag é oé lazet énô.

28. Hag hî a zigasaz anézhan̄ war gézek, hag a vésiaz anézhan̄ gan̄d he dadou é kear David.


————