Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/557

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
523
eil levr.


XXVI. PENNAD.


Ozias a zev ézan̄s dirâg ann Aotrou, hag hén̄ a zeû da véza lovr.


1. Hôgen holl bobl Juda a géméras Ozias, pehini en dôa c’houézék vloaz, hag a lékéaz anézhan̄ da roué é léac’h Amasias, hé dâd.

2. Hén̄ eo a zavaz Ailat, hag a lékéaz anézhi dindân galloud Juda, goudé ma oé kousket ar roué Amasias gan̄d hé dadou.

3. C’houézék vloaz en dôa Ozias pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz daou vloaz hag han̄ter-kan̄t é Jéruzalem. Hé vamm a oa hanvet Jéc’hélia, eûz a Jéruzalem.

4. Ober a réaz kémen̄d a oa mâd dirâk ann Aotrou, é kémen̄t m’en dôa gréat Amasias, hé dâd.

5. Hag hen̄ a glaskaz ann Aotrou é deisiou Zac’harias, péhini en dôa ar skian̄t hag ar gwél eûz a Zoué ; hag ô véza ma klaske ann Aotrou, ann Aotrou her reizaz é pép trâ.

6. Neûzé éz éaz, hag é stourmaz a-énep ar Filistined, hag é tiskaraz muriou Get, ha muriou Jabnias, ha muriou Azot ; hag hén̄ a zavaz keriou kré é Azot, hag é brô ar Filistined.

7. Ha Doué hé gen-nerzaz a-éneb ar Filistined, hag a-éneb ann Arabed, a choumé é Guzbaal, hag a-éneb ann Ammonited.

8. Ann Ammonited a zigasé traou kaer da Ozias ; hag hé hanô a oé brudet brâz béteg enn Éjipt, ô véza ma’z oa bet meûr a wéach tréac’h d’hé énébourien. (T).

9. Ozias a zavaz ivé touriou é Jéruzalem war borz ar C’hon̄, ha war borz ann Draon̄ien, ha ré all enn hévélep tû eûz ar vûr ; hag hén̄ hô c’hrévaaz.

10. Sével a réaz ivé touriou enn distrô, hag é kleûzaz kalz a bun̄sou glaô, ô véza m’en dôa kalz a loéned, kenn er gompézen, kenn enn distrô : béz’ en dôa ivé gwiniennou ha gwiniennerien war ar ménésiou, hag er C’harmel ; râg eunn dén é oa hag en em rôé kaer d’ar c’hounidégez.

11. Armé hé dad-a-vrézel a oa dindân dourn Jébiel, ar skrivañer, Maasias, ann doktor, ha dindân dourn Hananias, a oa unan eûz a zuged ar roué.

12. Hag holl niver prin̄sed kalounek ann tiadou a oa eûz a zaou vil c’houec’h kan̄t.

13. Hag ann holl armé a oa dindân-hô, a oa eûz a dri c’han̄t mil seiz mil ha pemp kan̄t, péré a oa daré d’ar brézel, hag en em ganné évid ar roué a-éneb hé énébourien.

14. Ozias a aozaz évit-hô, da lavaroud eo, évid ann holl armé, tirennou, ha gwafiou, ha tokou-houarn, hag hobrégonou, ha gwarégou, ha batalmou évit teûrel mein.

15. Hag hén̄ a réaz é Jéruzalem ijinou a bép doaré, a lékéaz enn touriou, hag é korniou ar muriou, évit tenna saésiou, ha mein brâz : hag hé hanô a iéaz pell, ô véza ma oa ken-nerzet ha krévéet gan̄d ann Aotrou.

16. Hôgen pa oé krévéet, hé galoun a zavaz évit hé goll ; râg hén̄ a zilézaz ann Aotrou, hé Zoué ; hag ô véza éat é templ ann Aotrou, é fellaz d’ézhan̄ devi ézan̄s war aoter al louzou-c’houés-vâd.

17. Hôgen Azarias, ar bélek-brâs, ô véza éat râk-tâl war hé lerc’h, ha gan̄t-han̄ pévar-ugen̄t bélek d’ann Aotrou, tûd kré-brâz,

18. Éc’h énepchon̄t oud ar roué, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Né két d’id, Ozias, da zevi ézan̄s d’ann Aotrou, hôgen d’ar véleien, da lavaroud eo, da vipien Aaron, a zô bét gwéstlet d’ar garg-zé : kéa er-méaz eûz ar san̄tuar ha na zispriz két hon ali ; râk, kémen̄t-sé na vézô két nivéret d’id évit gloar gan̄d ann Aotrou Doué.

19. Neûzé é savaz droug enn Ozias, péhini a zalc’hé enn hé zourn ann ézan̄souer, évid devi ézan̄s, hag é c’hourdrouzaz ar véleien. Ha râk-tâl é savaz al lovren̄tez war hé dâl dirâg ar véleien, é tî ann Aotrou, é-tâl aoter al louzou-c’houés-vâd.

20. Ha pa zellaz out-han̄ Azarias ar bélek-brâz, hag ar véleien all, é wélchon̄t al lovren̄tez war hé dâl, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er-méaz râk-tâl. Hag hén̄ hé-unan spoun̄tet-brâz a hastaz