Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/560

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
526
ar paralipoménon.


XXIX. PENNAD.


Ézéc’hias a laka kéélidigez Doué er stad gen̄ta.


1. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Ézéc’hias pa zeûaz da reni ; hag hén̄ a rénaz naô bloaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Abia, merch Zac’harias.

2. Hag hén̄ a réaz ar péz a oa hétuz dirâg ann Aotrou, é kémen̄t m’en dôa gréat David hé dâd.

3. Er bloaz ken̄ta hag er miz ken̄ta eûz hé rén, é tigoraz persier tî ann Aotrou, hag é reizaz anézhô.

4. Lakaad a réaz ivé da zon̄t ar véleien hag al Lévited, hag é strollaz anézhô war leûr-ger ar sâv-héol.

5. Hag é lavaraz d’ézhô : Sélaouit ac’hanoun, Lévited, hag en em zan̄télit ; karzit tî ann Aotrou, Doué hô tadou, ha taolit ann holl draou louz er-méaz eûz ar san̄tuar.

6. Hon tadou hô deûz péc’het, hag hô deûz gréat ann drouk dirâg ann Aotrou hon Doué, oc’h hé zilézel : distrôet hô deûz hô daoulagad diwar dabernakl ann Aotrou, hag hô deûz trôet hô c’hein d’ézhan̄.

7. Serret hô deûz dôriou ar palier, ha mouget hô deûz ar c’hleûzeûriou ; n’hô deûz mui devet a ézan̄s, n’hô deûz mui kenniget a zakrifisou-losk é san̄tuar Doué Israel.

8. Râk-sé frouden ann Aotrou a zô savet out Juda hag out Jéruzalem ; hag hén̄ en deûz hô rôet d’ar c’héflusk, ha d’ar marô, ha d’ar goab, ével ma her gwélit gan̄d hô taoulagad.

9. Ével-se eo bet lazet hon tadou gan̄d ar c’hlézé ; hag hor mipien, hag hor merc’hed, hag hor gragez a zô bét kaset é sklavérez, enn abek d’ar drouk-ze.

10. Bréma éta, war va ménoz, é tléomp névézi kévrédigez gan̄d ann Aotrou, Doué Israel ; hag hén̄ a zistrôi frouden hé vuanégez diwar-n-omp.

11. Va mipien, na vézit két lézirek : hô tilennet en deûz ann Aotrou évit ma savot dira-z-han̄, ha ma servichot anézhan̄, ha ma kéélot anézhan̄, ha ma tevot ézan̄s dira-z-han̄.

12. Neûzé é savaz al Lévited, Mahat, mâb Amasai, ha Joel, mâb Azarias, eûz a vipien Kaat ; hag eûz a vipien Mérari, Kis, mâb Abdi, hag Azarias, mâb Jalaléel ; hag eûz a vipien Gersom, Joah, mâb Zemma, hag Éden, mâb Joah :

13. Hag eûz a vipien Élisafan, Samri, ha Jahiel ; hag eûz a vipien Asaf, Zac’harias, ha Matanias :

14. Hag eûz a vipien Héman, Jahiel, ha Séméi ; hag eûz a vipien Iditun, Séméias, hag Oziel.

15. Hag hî a strollaz hô breûdeûr, hag ô véza en em zan̄télet, éz éjon̄t ébarz ann templ, hervez urs ar roué, ha gourc’hémenn ann Aotrou, évit karza tî Doué.

16. Ar véleien a iéaz ivé ébarz templ ann Aotrou évid hé zan̄téla ; hag hî a dennaz ar péz a oa dic’hlan enn diabarz, hag hé gasaz é palier tî ann Aotrou ; hag al Lévited hé géméraz hag hé zougaz er-méaz bété froud Sédron.

17. Hôgen er chen̄ta deiz eûz ar chen̄ta mîz é téraouchon̄t da garza ; hag enn eizved deiz eûz ann hévélep mîz éz éjon̄t é palier templ ann Aotrou, hag é karzchon̄t ann templ a-héd eiz dervez ; hag er c’houézékved deiz eûz ann hévélep mîz é peûr-c’hréjon̄t ar péz hô dôa déraouet.

18. Neûzé ez éjon̄t da gavout ar roué Ézéc’hias, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : San̄télet hon eûz holl dî ann Aotrou hag aoter ar sakrifisou-losk, hag hé listri, ha taol ar baraou kennig, gan̄d hé listri,

19. Hag holl arrébeûri ann templ en dôa saotret ar roué Ac’haz é-pâd hé rén, goudé m’en dôé dilézet Doué ; ha chétu in̄t lékéat holl dirâg aoter ann Aotrou.

20. Hag ar roué Ézéc’hias ô sével diouc’h ar min̄tin, a strollaz holl brin̄sed kéar, hag a biñaz da dî ann Aotrou.

21. Hag hî a gennigaz kévret seiz tarô, ha seiz tourz, ha seiz oan, ha seiz bouc’h, évid ar péc’hed, évid ar rouan̄télez, évid ar san̄tuar, hag évit Juda ; hag hén̄ a lavaraz d’ar véleien,