Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/562

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
528
ar paralipoménon.

kaset kannaded dré Israel holl, eûz a Versabéé bété Dan, évit ma teûjen̄t, ha ma rajen̄t ar Pask d’ann Aotrou, Doué Israel é Jéruzalem : râk kalz anézhô n’hô dôa két hé c’hréat ével ma eo skrivet el lézen.

6. Ar réderien a iéaz éta gan̄t lizéri ar roué hag ar brin̄sed, dré holl Israel ha Juda, bétég al léac’h ma oa bét lavaret d’ézhô mon̄t gan̄t ar roué, hag é embanchon̄t : Bugalé Israel, distrôit étrézé ann Aotrou, Doué Abraham, hag Izaak, hag Israel ; hag hén̄ a zistrôi étrézé ar ré a zô tec’het diouc’h dourn roué ann Assiried.

7. Na vézit ket ével hô tadou hag hô preûdeûr, péré hô deûz dilezet ann Aotrou, Doue hô zadou, péhini en deûz hô lekeat da vervel, ével ma her gwélit.

8. Na galédit két hô pennou, ével hô tadou : rôit hô tourn d’ann Aotrou, ha deûit d’hé zan̄tuar, en deûz san̄télet da vikenn : servichit ann Aotrou, Doué hô tadou, hag hén̄ a zistrôi frouden hé vuanégez diwar-n-hoc’h.

9. Râk mar tistrôit oud ann Aotrou, hô preûdeûr hag hô mipien a gavô trugarez é-kén̄ver hô mistri pére hô deûz hô c’haset é sklavérez, hag hî a zistrôi d’ar vrô-man̄ : râg ann Aotrou, hô Toué, a zô mâd ha trugarézuz, ha na zistrôi két hé zaoulagad diwar-n-hoc’h, mar tistrôit out-han̄.

10. Ar réderien a gerzé buan eûz ann eil géar d’ébén, dré vrô Éfraim ha Manasé, bété Zabulon ; hôgen hî a c’hoarzé hag a réa goab anézhô.

11. Hôgen tûd eûz a Aser, eûz a Vanasé, hag eûz a Zabulon a heûliaz ann ali, hag a zeûaz da Jéruzalem.

12. Hôgen dourn ann Aotrou en em astennaz war vugalé Juda hag hi n’hô dôé német eur galoun, évit ôber lavar ann Aotrou, hervez gourc’hémenn ar roué hag ar brin̄sed.

13. Kalz a bobl en em strollaz é Jéruzalem, évit lida goél ar bara dic’hoell, enn eil viz ;

14. Hag hî a zavaz hag a ziskaraz ann aoteriou a oa é Jéruzalem, hag a freûzaz ar ré holl war béré é teved ézan̄s d’ann idolou, hag hô zôlaz é froud Sédron.

15. Laza a réjon̄t éta ar pask er pévarzékved deiz eûz ann eil viz, ar véleien hag al Lévited ô véza neûzé en em zan̄lélet, a gennigaz sakrifisou-losk é tî ann Aotrou.

16. Hag hî a zavaz enn hô reiz, hervez gourc’hémenn ha lézen Moizez, ann dén Doué ; hag ar véleien a géméré eûz a zaouarn al Lévited ar goâd a dlié béza skuḻet ;

17. O véza ma oa c’hoaz kalz eûz ar bobl ha na oa két en em zan̄télet : ha dré-zé al Lévited a lazaz ar Pask évid ar ré n’hô dôa két hastet en em zan̄téla d’ann Aotrou.

18. Eul lôd brâz eûz a bobl Éfraim, ha Manasé, hag Isakar, ha Zabulon, péré na oan̄t két bet san̄télet, a zebraz ar Pask, ha nann ével ma oa skrivet. Hag Ézéc’hias a bédaz évit-hô, ô lavarout : Mâd eo ann Aotrou, hag hén̄ a rai trugarez

19. D’ar ré holl péré a glask a wir galoun ann Aotrou, Doué hô zadou : ha n’hô zamallô két, évit-hô da véza san̄télet nébeûtoc’h.

20. Ann Aotrou a zélaouaz oud Ézéc’hias, hag en dôé trugarez oud ar bobl.

21. Ével-sé ar ré eûz a vugalé Israel péré en em gavaz é Jéruzalem, a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez gan̄d eul lévenez vrâz, ô veûli bemdez ann Aotrou ; hag al Lévited hag ar véleien gan̄d ar binviou a zéréé oud hô c’harg.

22. Hag Ézéc’hias a gomzaz out kaloun ann holl Lévited péré a heûlié ervâd lîd ann Aotrou : hag hî a zebraz é-pâd ar seiz dervez eûz ar goél, hag a lazaz viktimou a béoc’h, hag a veûlaz ann Aotrou, Doué hô zadou.

23. Ann holl bobl a gavaz mâd lida c’hoaz seiz devez all ; hag hî hér gréaz gan̄d eul lévénez vrâz.

24. Râg Ézéc’hias, roué Juda, en dôa rôet d’ar bobl mil tarô, ha seiz mil dan̄vad ; hag ar brin̄sed hô dôa rôet d’ar bobl mil tarô, ha dék mil dan̄vad : eul lôd brâz éta a véleien en em zan̄télaz.

25. Hag holl bobl Juda a oé leûn a lévénez, kenn ar veleien hag al Lévited, kenn al lôd brâz a dûd a oa deûet