lézen é tî ann Aotrou : hag hen̄ hé roaz d’ézhan̄.
16. Ha Safan a gasaz al levr d’ar roué, hag a gomzaz out-han̄, ô lavarout : Kemen̄t éc’h eûz rôet da ober d’as servicherien a réeur bréma.
17. Teûzet eo bét ann arc’han̄t a zô bét kavet é tî ann Aotrou ; ha rôet eo bét d’ar ré a zo é penn al labourerien ha d’ar vichérourien é pép doaré.
18. Ouch-penn, Helsias, ar bélek-brâz, en deûz rôet d’in al levr-man̄. Hag hén̄ hé lennaz dirâg ar roué.
19. Pa glevaz ar roué geriou al lézen, é rogaz hé ziḻad.
20. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da Helsias, ha da Ahikam, mâb Safan, ha da Abdon, mâb Micha, ha da Zafan ar skrivañer, ha da Asaas, servicher ar roué, ô lavarout :
21. It ha pédit ann Aotrou évid-oun hag évid ar ré a choum eûz a douez bugalé Israel ha Juda (T) diwar-benn holl c’heriou al levr-zé a zô bét kavet : râk brâz eo frouden ann Aotrou enn hon énep, ô véza n’hô deûz két hon tadou sélaouet geriou ann Aotrou, ha n’ho deûz két great kémen̄d a zô skrivet el levr-zé.
22. Helsias éta, hag ar re a oa bet kaset gan̄d ar roué, a iéaz da gavout Olda ar brofédez, grég Sellum, mâb Tékuat, mâb Hasra, mirer ann diḻad. Hou-man̄ a choumé é Jeruzalem, enn eil glôz eûz a géar : hag hî a zanévellaz d’ézhi ar pez hon eûz lavaret ken̄toc’h.
23. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Livirit d’ann dén en deûz hô kaset étrézég enn-oun :
24. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é tigasinn war al léac’h-man̄ ha war ar ré a choum enn-han̄, ann drougou hag ann holl vallosiou a zô skrivet el levr-zé, a zô bét lennet dirâk roué Juda,
25. O véza ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz gréat sakrifisou da zouéed a ziavéaz, évit va heskina gan̄d holl oberiou hô daouarn ; râk-sé é kouézô va frouden war al leac’h-man̄, ha na habaskai két.
26. Hôgen da roué Juda, péhini en deûz hô kaset évit pédi ann Aotrou, é léverrot ann dra-man̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : O véza ma ec’h eûz sélaouet geriou al levr-zé ;
27. Ma eo bét ténéréet da galoun, ma oud en em vuéléet dirâk Doué enn abek d’ar pez a zô bét lavaret a-éneb al léac’h-man̄, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem ; ma éc’h eûz doujet va dremm, ma éc’h eûz roget da ziḻad, ha ma éc’h eûz skuḻet daérou dira-z-oun ; mé ivé em eûz sélaouet ouz-id, éme ann Aotrou.
28. Râk-sé az likinn da von̄t gan̄d da dadou, hag é tiskenni é péoc’h enn da véz ; ha na wélô két da zaoulagad ann holl zroug a gasinn war al léac’h-zé, ha war ar ré a choum enn-han̄. Hag ar ré-man̄ a zanévellaz d’ar roué kémen̄d é dôa lavaret hî.
29. Hag ar roué ô véza strollet holl hénaoured Juda ha Jéruzalem,
30. A biñaz da dî ann Aotrou, ha gan̄t-han̄ holl dûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann holl bobl, eûz ar bihana bétég ar brasa. Hag ar ré-man̄ oc’h hé zélaoui é tî ann Aotrou, é lennaz ar roué d’ézhô holl c’heriou al levr :
31. Hag ô véza en em lékéat enn hé zâ enn hé gador-varn, é réaz kévrédigez gan̄d ann Aotrou, évit kerzout war he lerc’h, ha mirout hé gélennou, hag he desténiou, hag hé lidou, a greiz hé galoun hag hé éné, hag évit ôber kémen̄d a oa skrivet el levr-zé en dôa lennet.
32. Lakaad a réaz ivé da doui kémen̄t-sé ar ré holl a oé kavet é Jéruzalem hag é Ben̄jamin ; ar ré a choumé é Jéruzalem a aotréaz ivé kévrédigez ann Aotrou, Doué hô zadou.
33. Ével-sé Josias a gasaz-kuît ann holl fallagriezou eûz a zouarou bugalé Israel : hag hen̄ a lékéaz ar re-holl a choumé enn Israel, da zervicha ann Aotrou, hô Doué. Ha keit ha ma vevaz-hén̄, na zilezchon̄t két ann Aotrou, Doué hô zadou.