1. Hôgen Josias a réaz Pask ann Aotrou é Jéruzalem : hag hen̄ a oé lazet er pevarzékved eûz ar mîz ken̄ta.
2. Hag hen̄ a lékéaz ar véleien enn hô c’hargou, hag hô aliaz da zervicha é tî ann Aotrou.
3. Komza a réaz ivé oud al Lévited, gan̄t gwiziégez péré é oa en em zan̄télet Israel holl d’ann Aotrou : Likiid ann arc’h é san̄tuar ann templ en deûz savet Salomon, mâb David, roué Israel ; râk n’hé dougot mui : hôgen bréman̄ servichit ann Aotrou hô Toué, hag he bobl a Israel.
4. En em reizit éta hervez hô tiadou hag hô kéren̄tiézou diouc’h rann pép-hini, ével m’en deûz gourc’hémennet David, roue Israel, ha ma en deûz skrivet Salomon, hé vâb.
5. Ha servichit er san̄tuar, hervez ann tiadou ha ban̄dennou al Levited.
6. Ha goudé ma viot bét san̄télet, lazit ar Pask : ha reizit hô preûdeûr, évit ma hellin̄t ôber ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou dre c’hénou Moizez.
7. Josias a rôaz d’ann holl bobl en em gavaz enô é lîd Pask, ein ha menned-gevr eûz ann dropellou, hag eûz ar chatal all, trégon̄t mil, ha tri mil éjenn ; hag hî holl eûz a zanvez ar roué.
8. Hé ofizerien a gennigaz ivé ar péz hô dôa gwéstlet anézhô hô-unan, kenn d’ar bobl, kenn d’ar véleien ha d’al Lévited. Ouc’h-penn-zé Helsias, ha Zac’harias, ha Jahiel, prin̄sed tî ann Aotrou, a rôaz d’ar véleien evid ôber ar Pask daou vil c’houec’h kan̄t eûz a chatal kemmesket, ha tri c’han̄t éjenn.
9. Hôgen Konenias, ha Séméias, ha Natanael hé vreûdeûr, hag ivé Hasabias, ha Jéhiel, ha Jozabad, prin̄sed al Lévited, a rôaz d’al Lévited all, évit lida ar Pask, pemp mil eûz a chatal kemmesket, ha pemp kan̄t éjenn.
10. Goude ma oé aozet pép trâ evit kémen̄t-sé, ar véleien a zavaz enn hô c’harg, hag al Lévited ivé enn hô ban̄dennou, hervez gourc’hémenn ar roué.
11. Lazet é oé éta ar Pask ; hag ar véleien hô-unan a skuḻaz ar goad anézhô, hag al Lévited hô dic’hroc’hennaz.
12. Hag hî hô rannaz, évid hô lôdenna diouc’h ann tiez hag ann tiadou, hag hô c’henniga d’ann Aotrou, ével ma eo skrivet é levr Moizez : eunn hévelep trâ é réjon̄t é-kén̄ver ann éjenned.
13. Hag hî a rôstaz ar Pask war ann tân, ével ma eo skrivet el lézen : hôgen ann hostivou a béoc’h a boazchon̄t é kaoteriou, é pilligou hag é pôdou.
14. Hôgen goudé-zé éc’h aozchon̄t evit-hô hag évid ar véleien ; râg ar véleien a choumaz beteg ann nôz ô kenniga ar sakrifisou-losk hag al lard anézhô : râk-se al Lévited na aozchon̄t évit-hô hag évid ar véleien némét ar ré zivéza.
15. Hôgen ar ganerien, mipien Asaf, a oa ivé énô enn hô sâ hag enn hô reiz hervez gourc’hémenn David, hag Asaf, hag Héman, hag Iditun, proféded ar roué : ar borsierien ivé a évéséé oud ann holl borsiou, hép pellaat é nep préd eûz hô c’harg : râk-sé al Lévited hô breûdeûr a aozaz boéd évit-hô.
16. Holl géélidigez ann Aotrou a oé éta sévénet enn deiz-zé evid ôber ar Pask, hag évit kenniga sakrifisou-losk war aoter ann Aotrou, hervez gourc’hémenn ar roué Josias.
17. Ha bugalé Israel, péré en em gavaz énô, a réaz ar Pask enn amzer-zé, hag a lidaz goél ar bara-dic’hoell é-pâd seiz dervez.
18. Na oé két a Bask hen̄vel oud hé-man̄ enn Israel, abaoé amzer Samuel ar profed : ha na oé hini eûz a rouéed Israel a gémen̄d a réaz ar Pask, ével ma réaz Josias ; hag ar véleien, hag al Lévited, hag holl Juda, hag ar ré holl eûz a Israel en em gavaz enô, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.
19. Ar Pask-zé a oé lidet enn triouec’hved bloaz eûz a rén Josias.
20. Goudé m’en dôé Josias aozet