ann templ, Néc’haô, roue ann Éjipt, a biñaz évit stourmi out Karkamis, néz ann Eûfratez ; ha Josias a gerzaz évid hé ziarbenna.
21. HAgen Néc’haô a gasaz kannaded d’ézhan̄, péré a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô étré té ha mé, roué Juda ? Na zeûann két enn da énep hiriô, hôgen a-énep eunn tî all é vrezélékaann, a-énep péhini en deûz Doué gourc’hémennet d’in kerzout buhan ; éhan éta da énébi oud Doue a zô gan-én̄, gan̄d aoun n’az lazché.
22. Na fellaz két da Josias mon̄t war hé c’hiz ; hôgen en em aoza a réaz évit stourmi out Néc’haô, ha na zélaouaz két ar péz a lavaré d’ézhan̄ a berz Doué ; hag hén̄ a gerzaz bépréd évit stourmi é mésiou Mageddo.
23. Hag énô ô véza bét glazet gan̄t gwarégerien, é lavaraz d’hé bâotred : Va zennit eûz ann emgann, râk gwall c’hlazet ounn.
24. Hag hî a lékéaz anézhan̄ eûz a eur c’harr enn eur c’harr all a oa war hé lerc’h, hervez kîz ar rouéed, hag a gasaz anézhan̄ da Jéruzalem : hag hén̄ a varvaz hag a oé bésiet é béz hé dadou ; hag holl Juda ha Jéruzalem a wélaz diwar hé benn :
25. Ha dreist-holl Jérémias, klemvanou péhini war varô Josias a zô kanet bétég-henn gan̄d ann holl ganerien hag ann holl ganérézed : ha kémen̄t-sé a oé kéméret ével da lézen enn Israel : ha skrived eo er glemvanou.
26. Hôgen ôberiou all Josias, hag hé drugarézou a zô hén̄vel out lézen ann Aotrou.
27. Hag hé holl ôberiou, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda hag Israel.
1. Neûzé pobl ar vrô-zé a géméraz Joac’haz, mâb Josias, hag a lékéaz anézhan̄ da roué é léac’h hé dâd é Jéruzalem.
2. Tri bloaz war-n-ugen̄t en dôa Joac’haz pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz tri miz é Jéruzalem.
3. Hôgen roué ann Éjipt ô véza deûet da Jéruzalem, hé dennaz diwar hé drôn, hag a varnaz ar vrô da baéa d’ézhan̄ kan̄t talan̄t arc’han̄t hag eunn talan̄t aour.
4. Hag hén̄ a lékéaz Éliakim, hé vreûr, da roué enn hé léac’h war Juda ha war Jéruzalem ; hag é trôaz hé hanô é Joakim ; hag hén̄ a géméraz Joac’haz hag hé gasaz gan̄t-han̄ d’ann Éjipt.
5. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Joakim pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem ; hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hé Zoué.
6. Nabukodonosor, roué ar C’haldéed, a biñaz a éneb hé-man̄, hag ô véza hé chadennet, her c’hasaz da Vabilon.
7. Kâs a réaz ivé dî listri ann Aotrou, hag é lékéaz anézhô enn hé dempl.
8. Oberiou all Joakim, hag ar fallagriézou a réaz, hag a oé kavet enn-han̄ a lenneur é levr rouéed Juda hag Israel. Hôgen Joac’him hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
9. Eiz vloaz en dôa Joac’hin pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz tri miz ha dék dervez é Jéruzalem : ôber a réaz ivé ann drouk dirâg ann Aotrou.
10. Hag a-benn eur bloaz, ar roué Nabukodonosor a gasaz brézélidi, péré a zigasaz anézhan̄ da Vabilon, ha gan̄t-han̄ al listri ar ré dalvoudusa eûz a dî ann Aotrou ; hag hén̄ a lékéaz da roué war Juda ha Jéruzalem Sédesias, hé eon̄tr.
11. Eur bloaz war-n-ugen̄t en dôa Sédesias pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem.
12. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hé Zoué, ha n’en dôé két a zoujan̄s evit Jérémias ar profed, péhini a gomzé out-han̄ a berz ann Aotrou.
13. Pellaad a réaz zô-kén diouc’h ar