1. Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout :
2. Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied : Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz roet d’in holl rouan̄télésiou ann douar ; hag hen̄ en deûz gourc’hémennet d’in ma zavchenn eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem, a zô er Judéa.
3. Piou ac’hanoc’h a zô eûz he bobl ? Ra vézô he Zoué gan̄t-han̄. Ra biñô é Jéruzalem, a zô er Judéa, ha ra zavô a-névez tî ann Aotrou, Doué Israel, péhini eo Doué a zô é Jéruzalem.
4. Hag ann dûd all, é pé léac’h-bennâg ma choumon̄t, râ gen-nerzin̄t anézhan̄ eûz al léac’h é péhini en em gavon̄t, hag enn arc’han̄t, hag enn aour, hag eun danvez, hag el loéned ; hép niveri ar péz a gennigon̄t a ioul vâd é templ Doué a zô é Jéruzalem.
5. Neûze prin̄sed tiadou Juda ha Ben̄jamin a zavaz hag ivé ar véleien, hag al Lévited, ha kemen̄d hini a oé ken̄traouet hé spéred gan̄d Doué, évit piña da zével templ ann Aotrou a oa é Jéruzalem
6. Hag ar ré holl a oa war drô, a gen-nerzaz anézhô é listri arc’han̄t hag aour, é danvez, hag é loéned, hag é arrébeûri, hép nivéri ar péz a oa kenniget a ioul vâd.
7. Ar roué Sirus a zistolaz ivé d’ézhô listri templ ann Aotrou en dôa digaset Nabukodonosor eûz a Jéruzalem, hag en dôa lékéat é templ hé Zoué.
8. Sirus, roué ar Bersied, hô c’hasaz dré zourn Mitridates, mâb Gazabar, péhini hô rôaz dré niver da Zasabazar, prin̄s Juda.
9. Ha chétu aman̄ ann niver anézhô : trégon̄t plad aour, mil plad arc’han̄t, naô c’houn̄tel war-n-ugen̄t, trégon̄t kôp aour,
10. Pévar c’han̄t kôp arc’han̄t ha dék, eûz a eunn ézomm all distéroc’h, ha mil léstr all.
11. Eûz a listri aour hag arc’han̄t éz oa pemp mil ha pévar c’han̄t. Sasabazar hô c’hasaz holl gan̄t-han̄, gan̄d ar ré a zistrôaz da Jéruzalem goudé dizougadur Babilon.
1. Chétu ann niver eûz a vugale Israel, péré, goudé béza bét kaset é