roué ar Bersied, hé c’hourc’hémennet d’ézhô.
8. Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.
9. Ha Josué gan̄d hé vipien hag hé vreûdeûr, Kédmihel hag hé vipien, ha mipien Juda, ével eunn dén hép-kén, a zavaz évid hasta ar ré a labouré é templ Doué ; mipien Hénadad, hag hô mipien, hag hô breûdeûr al Lévited.
10. Pa oé éta diazézet templ ann Aotrou gan̄d ar vasounerien, ar véleien a zavaz enn hô gwiskou ha gan̄t kornou-boud ; hag al Lévited, mipien Asaf gan̄d hô simbalou, évit meûli Doué, dré c’heriou David, roué Israel.
11. Hag hî a lavaré enn hô c’hanaouennou, hag é meûleûdi ann Aotrou : O véza ma eo mâd, ha ma éma hé drugarez da-vikenn war Israel. Hag ann holl bobl a c’harmé kaer ô veûli ann Aotrou, ô véza ma oa diazézet templ ann Aotrou.
12. Hôgen kalz eûz ar véleien hag eûz al Lévited, eûz a bennou ann tiadou, hag eûz ann hénaoured, péré hô dôa gwélet ann templ ken̄ta, hag a wélé hé-man̄ enn hé ziazez, a lén̄vé gan̄d eur vouéz gré : ha kalz ré all a c’harmé gan̄t lévénez, ô sével hô mouéz.
13. Ha na hellé dén anaout garm ar ré en em laouénéé, diouc’h garm ar ré a lén̄vé ; râk kemmesket é oa garm ar bobl, hag a bell é oa klévet.
1. Hôgen énébourien Juda ha Ben̄jamin a glevaz pénaoz mipien ar sklavérez hô dôa savet eunn templ d’ann Aotrou, Doué Israel :
2. Hag ô véza deûet da gavout Zorobabel, ha prin̄sed ann tiadou, é léverchon̄t d’ézhô : Ra zavimp ann tî gan-é-hoc’h, râk nî ével-d-hoc’h hon eûz klasket hô Toué : ha nî hon eûz lazet viktimou d’ézhan̄ abaoé deisiou Asor-Haddan, roué ann Assiria, péhini en deûz hor c’haset aman̄.
3. Ha Zorobabel, ha Josué, hag ar brin̄sed all eûz a diadou Israel a lavaraz d’ézhô : N’hellomp két sével gan-é-hoc’h eunn tî d’hon Doué, hôgen ni hon-unan a zavô eunn tî d’ann Aotrou, hon Doué, ével m’en deûz he c’hourc’hémennet d’é-omp Sirus, roué ar Bersied.
4. Evel-sé pobl ar vrô a viraz out pobl Juda na zavchen̄t ann templ, hag a reûstlaz anézhô.
5. Kâs a réjon̄t ivé kuzulierien enn hô énep, évit disman̄ta hô dézô é holl zeisiou Sirus, roué ar Bersied, ha bété rén Darius, roué ar Bersied.
6. Hôgen é rén Assuérus, é derou hé rén, é skrivchon̄t eunn tamall a-énep ar ré a choumé é Juda hag é Jéruzalem.
7. Hag é deisiou Artakzersez, Bésélam, Mitridates, ha Tabéel, hag ar ré all a oa enn hô c’huzul, a skrivaz da Artakzersez, roué ar Bersied : hôgen al lizer a damall a oa skrivet é siriak, hag a oa lennet é iéz ar Siria.
8. Réum Béeltéem, ha Samsai, ar skrivañer, a skrivaz eul lizer diwar-benn Jéruzalem d’ar roue Artakzersez, ével henn :
9. Réum Béeltéem, ha Samsai, ar skrivañer, hag hô c’huzulierien all, ann Dinéed, ann Afarsatac’héed, ann Terfaléed, ann Afarséed, ann Erc’huéed, ar Vabilonied, ar Suzanéc’hied, ann Diévéed, hag ann Élamited,
10. Hag ar re all eûz ar boblou, en dôa dizouget Asenafar ar brâz hag ar brudet, hag en dôa lékéat da choum é péoc’h é keriou Samari, hag er brôiou all enn tû all d’ar ster.
11. Chétu ar skouér eûz al lizer a gaschon̄t d’ézhan̄ : D’ar roué Artakzersez ; da zervicherien, ar ré a zô enn tû all d’ar ster, a zalud ac’hanod.
12. Ra wézô ar roué, pénaoz ar Iu-