Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
ar c’hanédigez.

20. Goudé-zé, é oé digaset kélou da Abraham pénaoz Melka é dôa ivé ganet mipien da Nakor hé vreûr.

21. Hus hé gen̄ta-ganet, ha Buz hé vreûr, ha Kamuel tâd ar Siried,

22. Ha Kased, Azau, ha Feldas, ha Jédlaf,

23. Ha Batuel a béhini eo ganet Rébékka : chétu ann eiz mâb a c’hanaz Melka da Nakor, breûr Abraham.

21. Hé zerc’h hanvet Roma, a c’hanaz ivé d’ézhan̄ Tabéé, ha Gaham, ha Tahas, ha Maaka.


————


XXIII. PENNAD.


Sara a varv. Abraham a brén eur park.


1. Sara a vévaz seiz vloaz ha c’houéc’h-ugen̄t.

2. Mervel a réaz er géar a Arbé, a zô hanvet ivé Hébron, é douar Kanaan : hag Abraham a zeûaz évit ôber kaon̄ ha gwéla war-n-ézhi.

3. Goudé m’en dôé peûr-c’hréat (M) dléad ar c’haon̄, é savaz Abraham, hag é komzaz out mipien Heth, ô lavarout :

4. Diavésiad ha pirc’hirin ounn enn hô touez : rôid d’in gwir da ôber eur béz enn hô touez (M), évit ma sébéliinn ar c’horf-marô-man̄ zô d’in. (M).

5. Ha mipien Heth a lavaraz d’ézhan̄ :

6. Sélaou ac’hanomp, Aotrou : prin̄s Doué oud enn hon touez ; laka ar c’horf marô a zô d’id (M) enn hini a giri eûz hor bésiou : hini ac’hanomp na virô ouz-id na likii enn hé véz ar c’horf-marô a zô d’id. (M).

7. Abraham a zavaz, hag a stouaz dirâg pobl ann douar, da lavaroud eo, mipien Heth ;

8. Hag é lavaraz d’ézhô : Mar kavit-mâd é sébelfenn (T) ar c’horf-marô-man zô d’in (M), sélaouit ac’hanoun, hag erbédit évid-oun é-kén̄ver Éfron, mâb Séor,

9. Ma rôiô d’in ar c’héô daou doull a zô d’ézhan̄ é penn hé bark ; hé rei a rai d’in dira-z-hoc’h évit ann arc’han̄t a dal, évit ma rinn eur béz enn-han̄. (T).

10. Hôgen Éfron a choumé é-kreiz mipien Heth ; hag Éfron a gomzaz oud Abraham dirâg ar ré holl a oa deûet é-tâl porz ar géar-zé, ô lavarout :

11. É nép doaré, va Aotrou ; hôgen ken̄toc’h sélaou ar péz az ann da lavarout : Rei a rann d’id ar park hag ar c’héô a zô enn-han̄, dirâk mipien va fobl ; bésia a helles ébarz ar c’horf-marô a zô d’id. (M).

12. Abraham a stouaz dirâg pobl ar vrô-zé,

13. Hag é lavaraz da Éfron dirâg ar bobl a oa enn-drô d’ezhô : sélaou ac’hanoun, mé az péd ; mé a rôiô arc’han̄t évid ar park : kémer-hén̄, ha mé a vésiô ébarz ar c’horf-marô-man̄ zô d’in. (M).

14. Hag Efron a lavaraz :

15. Sélaou ac’hanoun, va Aotrou : ann douar a c’houlennez a dâl pévar c’han̄t sikl arc’han̄t : hen-nez eo hé briz étré mé ha té ; hôgen pétrâ eo kémen̄t-sé ? Bésia a hellez ébarz ar c’horf-marô a zô d’id. (M).

16. Pa glevaz Abraham kémen̄t-sé, é poézaz dirâk mipien Heth ann arc’han̄t en dôa goulennet Éfron, pévar c’han̄t sikl arc’han̄t é moneiz mâd ha digéméret gan̄d ann holl.

17. Evel-sé ar park a oa bét gwéchall da Éfron, é péhini é oa eur c’héô daou-doull, ô skei war-zù Mambré, ar park hag ar c’héô, hag ann holl wéz a oa enn hé lézen ha war hé drô,

18. A oé krétéet da Abrabam ével hé drâ, dirâk mipien Heth, hag ar ré holl a zeûé dré bors kéar.

19. Hag ével-sé Abraham a vésiaz Sara hé c’hrég é kéô daou-doull ar park a skôé war-zù Mambré ; énô éma Hébron é douar Kanaan.

20. Hag ar park, hag ar c’héô a oa enn-han̄, a oé krétéet da Abraham, gan̄t mipien Heth, évid ôber eur béz.


————


XXIV. PENNAD.


Abraham a ziméz Izaak.


1. Hôgen Abraham a oa kôz, hag