1. Geriou Néhémias, mâb Helc’hias. Ha c’hoarvézet eo bét é miz kasleu, enn ugen̄tved bloaz, pa édonn é kastel Susis.
2. Hanani, unan eûz va breûdeûr, a zeûaz, hén̄ ha tûd eûz a Juda ; ha me a c’houlennaz kélou digan̄t-hô eûz ar Iuzevien a oa choumet goudé ar sklavérez, hag a oa c’hoaz béô, ha diwar-benn Jéruzalem.
3. Hag hî a lavaraz d’in : Ar ré a zô choumet goudé ar sklavérez, hag a choum c’hoaz er vrô, a zô enn eur c’hlac’har vrâz, hag enn eunn dismégan̄s vrâz ; mûr Jéruzalem a zô freûzet, hag hé fersier a zô bét dévet gan̄d ann tân.
4. Pa gléviz ar geriou-zé, éc’h azéziz, é wéliz, hag é riz kaon̄ é-pâd meûr a zervez ; iuna a rîz, hag é pédiz dirâk Doué ann én̄v.
5. Hag é liviriz : Mé az péd, Aotrou Doué ann én̄v, té péhini a zô brâz hag estlammuz, té péhini a vîr da gévrédigez ha da drugarez é-kén̄ver ar ré az kâr hag a vîr da c’hourc’hémennou ;
6. Ra zélaouô da ziskouarn, ha ra zellô da zaoulagad, évit ma klevi péden da zervicher, ar béden a rann hiriô dira-z-oud nôz-deiz, évit bugalé Israel da zervicherien. Mé a anavez ar béc’héjou hô deûz gréat bugalé Israel enn da énep ; mé ha tî va zâd hon eûz péc’het.
7. Touellet omp bét gan̄d ann didalvédigez, ha n’hon eûz két miret da c’hourc’hémennou, ha da lidou, ha da varnédigézou, hervez ma éc’h eûz hô gourc’hémennet da Voizez, da zervicher.
8. Az péz koun eûz ar gér éc’h eûz rôet da Voizez da zervicher, ô lavarout : Pa hô pézô torret va lézen, mé hô skiñô é-mesk ar boblou :
9. Ha mar tistrôit étrézég enn-oun, ha mar mirit va c’hélennou, ha mar sévénit anézhô, ha pa vec’h bét kaset bété penn ar béd, mé hô strollô ac’hanô, hag hô tigasô d’al léac’h em eûz dilennet évit ma choumché énô va hanô.
10. Hag ar ré-man̄ eo da zervicherien, ha da bobl, éc’h eûz dasprénet gan̄d da c’halloud brâz, ha gan̄d da zourn kré.
11. Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô ; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé : râk mé a oa kôper ar roué.