Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/589

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
555
ann eil eûz a esdras.

mâd ar péz a rit : pérâk na gerzit-hu két é doujan̄s hon Doué, gan̄d aoun na vemp tamallet gan̄d ar brôadou a zô da énébourien d’é-omp ?

10. Mé, ha va breûdeûr, ha va faotred, hon eûz préstet da galz, arc’han̄t hag éd ; aotréid d’é-omp holl, na c’houlennimp nétrâ digan̄t-hô, ha ma lézimp gan̄t-hô ar pez a dléon̄t d’é-omp.

11. Distaolit éta d’ézhô hiriô hô farkéier, hag hô gwiniennou, hag hô gwéz-olived, hag hô ziez ; rôit zô-kén évit-hô ar c’han̄tved eûz ann arc’han̄t, eûz ann éd, eûz ar gwîn, hag eûz ann éôl oc’h boazet da gémérout digan̄t-hô.

12. Hag hi a lavaraz : Disteûrel a raimp d’ézhô, ha na c’houlennimp nétrâ digan̄t-hô ; ôber a raimp ével ma lévérez. Neûzé é c’halviz ar véléien, hag é likiiz anézhô da doui pénaoz é rajen̄t ével m’am bôa lavaret.

13. Goudé-zé éc’h héjiz va askré, hag é liviriz : Ra héjô Doué ével-sé eûz hé dî hag eûz hé labouriou, kémen̄d hini ha na zévénô két ar gér-zé ; ra vézô héjet ével-sé, ha ra zeûi da véza gwân. Hag ann holl bobl a lavaraz : Amen. Hag hî a veûlaz Doué. Ar bobl a réaz éta ével ma oa bét lavaret.

14. Hôgen adaleg ann deiz é péhini é c’hourc’hémennaz ar roué d’in ma vijenn da réner é brô Juda, adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann eil ha trégon̄t eûz ar roué Artaksersez, é-pâd daouzék vloaz, mé ha va breûdeûr n’hon eûz két debret ar bara a oa dléet d’ar rénerien.

15. Hôgen ar rénerien gen̄ta a oa bét em raok, hô dôa gwasket ar bobl, hag hô dôa kéméret digan̄t-hô daou-ugen̄t sikl bemdez war ar bara, war ar gwîn, ha war ann arc’han̄t ; hag hô ministred hô c’hargé c’hoaz. Hôgen mé n’am eûz két gréat kémen̄t-sé, ô véza ma toujann Doué.

16. Hag ouc’h-penn-zé é labouriz évid aoza ar vûr, ha na bréniz park é-béd ; ha va holl baotred a zô en em strollet évid al labour.

17. Ar Iuzevien hô-unan hag ar rénerien, hag hî kan̄t dén hag han̄ter-kan̄t dén, hag ar ré a oa deûet d’hor c’havout, eûz ar boblou a oa war-drô d’é-omp, a zebré out va zaol.

18. Aozet é oa d’in bemdéz eunn éjenn, ha c’houéac’h dan̄vad eûz ar ré wella, hép nivéri ann evned ; hag eûz a zék dervez da zék dervez, é rôenn kalz a wîn, hag a draou all, pétrâ-bennâg na gémérenn nétrâ eûz a gémen̄t a oa dléet d’am c’harg, râg gwall wasket é oa ar bobl.

19. Az péz koun ac’hanonn, ô va Doué, évid ôber trugarez em c’hén̄ver, hervez ann holl vâd em eûz gréat d’ar bobl-man̄.


————


VI. PENNAD.


Énébourien ar Iuzevien a glask hô spoun̄ta. Kaloun Néhémias.


1. Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier) ;

2. Sanaballat ha Gossem a gasaz étrézég enn-oun, ô lavarout : Deûz, ha gréomp kévrédigez eun eur vourc’h-bennâg eûz a gompézen Ono. Hôgen hî a venné ôber drouk d’in.

3. Ha mé a gasaz kannaded d’ézhô, évit lavarout : Eul labour brâz a rann, ha na hellann két diskenni, gan̄d aoun na vé gréat fall, en̄dra m’az ajenn d’hô kavout, ha ma tistrôjenn aman̄.

4. Hôgen kâs a réjon̄t étrézég enn-oun évit lavarout ann hévélep trâ a-benn péder gwéach ; ha mé a respoun̄taz bépred d’ézhô ével ar wéach gen̄ta.

5. Neûzé Sanaballat a gasaz étrézég enn-oun évid ar bempved gwéach he baotr, gan̄d eul lizer enn hé zourn a oa skrivet ével-henn :

6. Klevet eo bét é-touez ar boblou, ha Gossem en deûz hé lavaret, pénaoz té hag ar Iusevien a fell d’é-hoc’h en em zispac’ha, ha râk-sé eo é savez ar vûr, hag é fell d’id en em lakaad da roué war-n-ézhô ; ha dré-zé,

7. Éc’h eûz lékéat proféded, péré a brézég diwar da benn é Jérusalem, ô