lavarout : Roué eo é Judéa. Ar roué a dlé klevout kémen̄t-sé ; deûz éta bréma, évit ma en em guzulimp kévret.
8. Ha mé a gasaz étrézég enn-hô, évit lavarout : Né két bét gréat ével ma lévérez : hôgen eûz da galoun da-unan é tennez kémen̄t-sé ;
9. Râg ar ré-zé holl a spoun̄té ac’hanomp, ô véza ma kréden̄t pénaoz é lezchemp al labour, hag éc’h éhanchemp. Hôgen krévaad a rîz va daouarn évit kémen̄t-sé ;
10. Hag éz îz é-kûz é tî Sémaias, mâb Dalaias, mâb Métabéel, péhini a lavaraz d’in : Kuzuliomp é tî Doué, é kreiz ann templ, ha serromp ann ôriou ; râg hî a dlé don̄t évid da laza, hag enn nôz-man̄ é teûin̄t évit da laza.
11. Ha mé a lavaraz : Ha dén é-béd hén̄vel ouz-in a dec’h ? Ha piou ével-d-oun a iélô enn templ, hag a vévô ? N’az inn két.
12. Hag éc’h anavéziz pénaoz n’en dôa két Doué hé gaset, hôgen pénaoz en dôa komzet ouz-in é doaré eur profed, hag é oa bét touellet gan̄t Tobias ha Sanaballat :
13. Râg hén̄ en dôa bét arc’han̄t digan̄t-hô évit va spoun̄ta, va lakaad da béc’hi, ha kaoud drouk da rébecha d’in.
14. Ar péz koun ac’hanoun, Aotrou, enn abek da ôberiou Tobias ha Sanaballat, hag ivé ar profed Noadias, hag ar broféded all, péré a fellé d’ézhô va spoun̄ta.
15. Ar vûr a oé peûr-zavet er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a vîz Élul, a-benn daou zervez hag han̄ter-kan̄t.
16. Pa glevaz hon holl énébourien kémen̄t-sé, ann holl boblou a oa war-drô d’é-omp a oé spoun̄tet, hag a vennaz gan̄t poell enn-hô hô-unan, hag a anavézaz pénaoz al labour-zé a oa bét gréat gan̄d Doué.
17. Hôgen enn deisiou-zé prin̄sed ar Iuzevien a gasaz kalz a lizéri da Dobias, ha Tobias a gasaz eûz hé ré d’ézhô.
18. Râk kalz a dûd a ioa er Judéa, péré hô dôa gréat lé d’ézhan̄, ô véza ma oa mâp-kaer da Zéc’hénias, mâb Aréa, ha m’en dôa Johanan, hé vâb, kéméret da c’hrég merc’h Mosollam, mâb Barac’hias :
19. Hag hî a veûlé anézhan̄ dira-z-oun, hag a roé da anaout d’ézhan̄ ar péz a lavarenn ; ha Tobias a gasé lizéri évit spoun̄ta ac’hanoun.
1. Hôgen goudé ma oé peûr-zavet ar vûr, hag em bôé lékéat ann ôriou, ha lec’hiet ar borsierien, hag ar ganerien, hag al Lévited ;
2. É rôiz va gourc’hémennou da Hanani, va breûr, ha da Hananias, prin̄s palez Jéruzalem (râg hé-man̄ a oa ével eunn dén gwirion, hag a zoujé Doué dreist ar ré all),
3. Hag é liviriz d’ézhô : Na vézet két digoret persier Jéruzalem, kén na vézô tomm ann héol. Ha pa oan̄t c’hoaz énô, é oé serret ha prennet ann ôriou ; hag é likiiz é gward tûd Jéruzalem, pép-hini d’hé drô, ha pép-hini dirâg hé dî.
4. Hôgen ar géar a oa éc’hon ha brâz, ha dibaot é oa ar bobl a oa enn-hi, ha né oa két savet ann tiez.
5. Hôgen Doué a lékéaz em c’haloun strolla ar ré vrâz hag ar rénerien, hag ar bobl, évit ma niverchenn anézhô ; hag é kaviz levr nivérérez ar ré a oa piñet da gen̄ta, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄ :
6. Ar ré-man̄ eo mipien ar brovin̄s, péré a zô distrôet eûz ar sklavérez, é péhini en dôa hô c’haset Nabukodonosor, roué Babilon, hag a zô distrôet da Jéruzalem, ha d’ar Judéa, pép-hini enn hé géar.
7. Ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel : Josué, Néhémias, Azarias, Raamias, Nahamani, Mardokéus, Belsam, Mesfarat, Bégoai, Nabum, Baana. Chétu nivéréréz tûd pobl Israel.
8. Mipien Faros, daou vil daouzég hag eiz-ugen̄t.
9. Mipien Safatia, daouzég ha triouec’h-ugen̄t.
10. Mipien Aréa, c’houec’h kan̄t daou hag han̄ter-kan̄t.