20. Megfias, Mosollam, Hazir,
21. Mésizabel, Sadok, Jeddua,
22. Feltia, Hanan, Anaia,
23. Oséé, Hanania, Hasub,
24. Alohes, Faléa, Sobek,
25. Réhum, Hasebna, Maasia,
26. Éc’haia, Hanan, Anan,
27. Melluc’h, Haran, Baana,
28. Hag ar ré all eûz ar bobl, ar véleien, al Lévited, ar borsierien, ar ganerien, ann Natinéed, hag ar ré a oa en em rannet eûz a boblou ar brôadou évit lézen Doué, hô gragez, hô mipien, hag hô merc’hed.
29. Ar ré holl hô dôa hô skian̄t-vâd a grétéé évid hô breûdeûr, hag ar ré gen̄ta anézhô a zeûaz da rei hô gér, ha da doui pénaoz é kerzchen̄t é lézen Doué, en dôa rôet dré zourn Moizez, servicher Doué, évit sévéni ha mirout holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué, hag hé varnédigézou, hag hé lidou ;
30. Hag évit na rôjemp két hor merc’hed da boblou ar brôadou, ha na gémerjemp két hô merc’hed évid hor mipien.
31. Mar teû poblou ar brôadou da zigas marc’hadourez, pé eunn dra-bennâg évid ar vividigez, évit gwerza é deiz ar sabbat, na brénimp nétrâ digan̄t-hô é deiz ar sabbat, nag enn eunn deiz san̄télet. Ar seizved bloaz a virimp, hag é lézimp pép dlé.
32. Lakaad a raimp war-n-omp al lézen da rei pép ploaz ann drédéren eûz a eur sikl évit labour tî hon Doué,
33. Évid ar baraou kennig, hag ar sakrifiz peûr-baduz, hag ar sakrifiz-losk peûr-baduz é deisiou ar sabbat, é deisiou ken̄ta ar mîz, er gouéliou-lîd, er sakrifisou a béoc’h, hag er ré évid ar péc’hed : ma vézô pédet évid Israel, ha na vézô diouéret nétrâ a gémen̄t a zô réd évit tî hon Doué.
34. Teûrel a réjomb ivé d’ar sort diwar-benn kennig ar c’heûneûd, étré ar véleien, hag al Lévited hag ar bobl, évit ma vijé douget é tî hon Doué, gan̄t tiadou hon tadou, enn amzer merket, a vloaz é bloaz, évid hé lakaad da zévi war aoter ann Aotrou hon Doué, ével ma eo skrivet é lézen Moizez,
35. Ha ma tougchemp pép ploaz da dî ann Aotrou, ar ré gen̄ta-ganet eûz hon douar, hag ar c’hen̄ta frouez eûz a bép gwézen :
36. Hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hor mipien, hag eûz hol loéned, ével ma eo skrivet el lézen ; hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hon éjenned, hag eûz hon dén̄ved, évit ma vijen̄t kenniget é tî hon Doué, d’ar véleien péré a zervich é tî hon Doué :
37. Ha da zigas d’ar véleien, é ten̄zor hon Doué, ar c’hen̄ta frouez eûz hor boéd, hag eûz hor braoued, ha frouez hon holl wéz, hag ar rézin, hag ann olived ; ha da baéa ann déog eûz hon douar d’al Lévited. Al Lévited a zavô ivé ann déok war hol labour enn holl geriou.
38. Ar bélek, mâb Aaron, en dévézô hé lôd eûz ann déogou gan̄d al Lévited ; hag al Lévited a gennigô ann dékved lôden eûz hô déog é tî hon Doué évit béza miret é tî ann ten̄zor.
39. Râk bugalé Israel ha mipien Lévi a gasô da dî ann ten̄zor ken̄ta frouez ann éd, ar gwîn, hag ann éôl ; hag énô é vézô listri sakr, ha béleien, ha kanerien, ha porsierien, ha servicherien ; ha na zilézimp két tî hon Doué.
1. Hôgen prin̄sed ar bobl a choumaz é Jéruzalem ; hôgen ar ré all eûz ar bobl a daolaz d’ar sort, évit-ma choumché ann dékved lôden anézhô é Jéruzalem ar géar zan̄tel, hag ann naô lôden all er c’heriou all.
2. Hôgen ar bobl a veûlaz ar ré holl a oa en em genniget évit choum é Jéruzalem.
3. Chétu aman̄ éta prin̄sed ar brovin̄s, péré a choumaz é Jéruzalem, hag é keriou Juda. Hôgen pép-hini a choumaz enn hé drâ, hag enn hé geriou ; Israel, ar véleien, al Lévited, ann Natinéed, ha mipien servicherien Salomon.