4. Ha lôd eûz a vipien Juda, hag eûz a vipien Ben̄jamin a choumaz é Jéruzalem. Eûz a vipien Juda : Ataias, mâb Aziam, mâb Zac’harias, mâb Amarias, mâb Zafatias, mâb Malaléel. Eûz a vipien Farez ;
5. Maasia, mâb Baruc’h, mâb Kolhoza, mâb Hazia, mâb Adaia, mâb Joiarib, mâb Zac’harias, mâb Siloni :
6. Ann holl vipien-zé da Farez, pére a choumaz é Jéruzalem, a oé pévar c’han̄t eiz ha tri-ugen̄t, hag hî tûd kré.
7. Chétu aman̄ mipien Ben̄jamin : Sellum, mâb Mosollam, mâb Joed, mâb Fadaia, mâb Kolaia, mâb Masia, mâb Étéel, mâb Isaia ;
8. Ha goudé hé-man̄ Gebbai, Sellai, naô c’han̄t eiz war-n-ugen̄t ;
9. Ha Joel, mâb Zéc’hri, a oa da benn war-n-ézhô, ha Judas, mâb Sénua, ann eil war géar.
10. Hag eûz ar véleien ; Idaia, mâb Joarib, ha Jac’hin ;
11. Saraia, mâb Helsias, mâb Mosollam, mâb Sadok, mâb Méraiot, mâb Ac’hitob, réner tî Doué ;
12. Hag hô breûdeûr péré a réa labour ann templ ; eiz kan̄t daou war-n-ugen̄t. Hag Adaia, mâb Jéroham, mâb Fésélia, mâb Amsi, mâb Zac’harias, mâb Fesur, mâb Melc’hias ;
13. Hag hé vreûdeûr prin̄sed ann tiadou ; daou ha daouzég-ugen̄t. Hag Amasai, mâb Azréel, mâb Ahazi, mâb Mosollamot, mâb Emmer ;
14. Hag hô breûdeûr galloudek-brâz ; eiz ha c’houec’h-ugen̄t ; ha Zabdiel a oa da benn war-n-ézhô, hag hén̄ mâb d’ar ré c’halloudek.
15. Hag eûz al Lévited ; Séméia mâb Hasub, mâb Azarikam, mâb Hasabia, mâb Boni,
16. Ha Sabatai ha Jozabed, eûz a brin̄sed al Lévited, war ann holl labouriou a réad enn diavéaz eûz a dî Doué.
17. Ha Matania, mâb Mic’ha, mâb Zébédei, mâb Asaf, a oa da benn war ar ré a veûlé hag a an̄savé gloar ann Aotrou er béden, ha Bekbésia, ann eil eûz hé vreûdeûr, hag Abda, mâb Samua, mâb Galal, mâb Iditum :
18. Ann holl Lévited er géar zan̄tel ; pévar ha pévarzég-ugen̄t.
19. Hag ar borsierien ; Akkub, Telmou, hag hô breûdeûr, péré a ziwallé ann ôriou ; daouzeg hag eiz-ugen̄t.
20. Hag ar ré all eûz a Israel, béleien ha Lévited, a choumaz é holl geriou Juda, pép-hini enn hé drâ.
21. Hag ann Natinéed, péré a choumaz é Ofel, ha Siaha, ha Gasfa, a oa da benn war ann Natinéed.
22. Ha prin̄s al Lévited é Jéruzalem, Azzi, mâb Bani, mâb Hasabia, mâb Matanias, mâb Mic’ha. Eûz a vipien Asaf é oé kanerien é servich tî Doué.
23. Râg ar roué en dôa rôet hé c’hourc’hémenn diwar hô fenn, hag ar reiz é pép dervez é-touez ar ganerien.
24. Ha Fatahia, mâb Mésézébel, eûz a vipien Zara, mâb Juda, a oa dindân dourn ar roué, é kémen̄d a zellé oud ar bobl.
25. Hag é kén̄ver al lec’hiou all é péré é choumchon̄t ; lôd eûz a vipien Juda a choumaz é Kariatarbé, hag enn hé faboursiou ; hag é Dibon, hag enn hé faboursiou ; hag é Kabséel, hag enn hé bourc’hiou ;
26. Hag é Jésué, hag é Molada, hag é Betfalet,
27. Hag é Hasersual, hag é Bersabéé, hag enn hé faboursiou,
28. Hag é Siseleg, hag é Moc’hona, hag enn hé faboursiou,
29. Hag é Remmon, hag é Sarna, hag é Jérimut,
30. É Zanoa, é Odollam, hag enn hô bourc’hiou ; é Lac’his hag enn hé faboursiou, é Azéka, hag enn hé faboursiou.
Hag hî a choumaz adalek Bersabéé bété traon̄ien Ennom.
31. Hôgen mipien Ben̄jamin ; eûz a C’héba é Mec’hmas, hag enn Hai, hag é Bétel, hag enn hé faboursiou :
32. É Anatot, é Nob, é Anania,
33. É Asor, é Rama, é Gétaim,
34. É Hadid, é Séboim, é Nésallat, é Lod,
35. Hag é Ono, traon̄ien ar vichérourien.
36. Hag al Lévited hô dôa hô lôd é Juda hag é Ben̄jamin.