35. Hag hé vreûdeûr, Séméia, hag Azaréel, Malalai, Galalai, Maai, Natanael, ha Judas, hag Hanani, gan̄t binviou David ann dén Doué ; hag Esdras ar skrivañer enn hô raok out porz ar feun̄teun.
36. Hag hî a biñaz war ann tû énep, é dérésiou kéar David, el léac’h ma zâv ar vûr dreist tî David, ha bété porz ann douréier war-zû ar sâv-héol.
37. Hag ann eil van̄den eûz ar ré a gané meûleûdiou, a iéa étrézég ann tû énep ; ha mé war hé lerc’h, hag ann han̄ter eûz ar bobl war ar vûr, ha war ann tour eûz ar fourniou, ha bétég al lôd lédana eûz ar vûr,
38. Ha war borz Éfraim, ha war ar borz kôz, ha war borz ar pésked, ha war tour Hananéel, ha war tour Émat, ha bété porz ann tropel ; hag hî a choumaz out porz ann diwall.
39. Hag ann diou van̄den eûz ar ré a gané meûleûdiou é tî ann Aotrou, a choumaz enn hô sâ, ha mé ivé, hag ann han̄ter eûz ar pennou-brô a oa gan-én̄ :
40. Hag ar véleien ivé ; Éliakim, Maasia, Miamin, Mic’héa, Élioénai, Zac’harias, Hanania, gan̄t kerniel-boud,
41. Ha Maasia, ha Séméia, hag Éléazar, hag Azzi, ha Johanan, ha Melc’hia, hag Élam, hag Ézer ; hag ar ganerien a ganaz skiltr, ha Jezraia hô réner.
42. Hag hî a lazaz kalz a viktimou enn deiz-zé, hag en em laouénaaz : râk Doué en dôa hô c’harget eûz a eul lévénez vrâz ; hô gragez ivé, hag hô bugalé en em laouénaaz, ha lévénez Jéruzalem a oé klevet a bell.
43. Dilennet é oé ivé enn deiz-zé, é-touez ar véleien hag al Lévited, tûd évid hô lakaad da benn war gamprou ann ten̄zor, war ar braoued, war ar c’hen̄ta-frouez, ha war ann déogou, évit ma helché ar ré gen̄ta eûz a géar hô digémérout digan̄t-hô gan̄t trugarézou brâz : râk Juda en em laouénéé kaer, ô véza ma oa énô ar véleien hag ar Lévited.
44. Hag hî a viraz gourc’hémenn hô Doué, ha gourc’hémenn ann dic’haouidigez ; hag ivé ar ganerien hag ar borsierien, hervez kémenn David, ha Salomon hé vâb ;
45. Râg é deisiou David hag Asaf, abaoé ar penn ken̄ta, é oé lékéat prin̄sed war ar ganerien, évit meûli hag an̄savout Doué enn hô c’hân.
46. Hag Israel holl, é deisiou Zorobabel, hag é deisiou Néhémias, a rôaz bemdez hô lôd d’ar ganerien ha d’ar borsierien : rei a réan̄t ivé eûz ann traou san̄tel d’al Lévited, hag al Lévited a rôé eûz ann traou san̄tel da vipien Aaron.
1. Hôgen enn deiz-zé é oé lennet enn eul levr eûz a Voizez dirâg ar bobl ; hag é oé kavet skrivet enn-han̄ pénaoz na dlé bikenn ann Ammonited hag ar Voabited mon̄d é iliz Doué :
2. O véza n’hô deûz két diambrouget bugalé Israel gan̄t bara ha dour ; ha ma hô deûz digaset Balaam enn hô énep, évid hô millisien ; hag hon Doué a droaz ar valloz é bennoz.
3. Hôgen p’hô dôé klevet al lézen, é ranchon̄t eûz a Israel ann holl ziavésidi.
4. Ha war gémen̄t-sé édô Éliasib ar bélek, péhini a oa bet da benn war den̄zor tî hon Doué, hag a oa kâr-nes da Dobias.
5. Hôgen lakaad a réaz ôber évit-han̄ eunn ten̄zor brâz ; hag énô é oé kaset dira-z-han̄ ével rôou, ézan̄s, ha listri, ha déog ann éd, hag ar gwîn hag ann éôl ; lôd al Lévited, hag ar ganerien, hag ar borsierien, ha préveûdiou ar véleien.
6. Hôgen enn holl zeisiou-zé né oann két é Jéruzalem ; râg enn eil vloaz ha trégon̄t eûz a Artaksersez, roué Babilon, éz îz d’hé gavout, hag é penn va buéz, é oenn kaset-kuît gan̄d ar roué ;
7. Hag ô véza deûet da Jéruzalem, ec’h anavéziz ann droug en dôa gréat