Éliasib é-ken̄ver Tobias, oc’h ôber d’ézhan̄ eunn ten̄zor é porched tî Doué.
8. Hag ann droug a gaviz brâz-meûrbéd ; hag é taoliz arrébeûri tî Tobias er-méaz eûz ann ten̄zor :
9. Hag é kemenniz glana ann ten̄zor ; hag é likiiz kâs enn-han̄ listri tî Doue, ar sakrifiz hag ann ézan̄s.
10. Anaoud a rîz ivé pénaoz lôdou al Lévited né oan̄t két bét rôet d’ézhô ; ha pénaoz al Lévited, hag ar ganerien, hag ar zervicherien a oa tec’het pép-hini d’hé vrô.
11. Neûzé é komziz stard oud ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô : Pérâg hon eûz-ni dilézet tî Doué ? Ha mé hô strollaz, hag hô lékéaz da choum enn hô c’hargou.
12. Ha Juda holl a zigasé er soliérou ann déog eûz ann éd, eûz ar gwîn, hag eûz ann eôl.
13. Ha nî a lékéaz da rénerien war ar soliérou, Sélémias ar bélek, ha Sadok ar skrivañer, ha Fadaias eûz al Lévited ; hag enn hô c’hén̄ver, Hanan, mâb Zac’hur, mâb Matanias, ô véza ma oan̄t bét anavézet ével tûd féal : ha lôdou hô breûdeûr a oé fisiet enn-hô.
14. Az péz koun ac’hanoun, va Doué, enn abek da gémen̄t-sé, ha na gâs két da-gét ar péz em eûz gréat a vâd é tî va Doué, hag enn hé lidou.
15. Enn deisiou-zé é wéliz tûd é Juda, péré a waskellé é deiz ar sabbat, péré a zougé malanou, hag a vec’hié war azéned gwîn, ha rézin, ha fiez, ha bec’hiou a bép doaré, évit digas da Jéruzalem é deiz ar sabbat. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’ézhô na werzchen̄t mui néméd enn deisiou é péré é oa aotréet gwerza.
16. Ann Tiried ivé a choumaz er géar, hag a zigasé enn-hi pésked, ha kémen̄d a oa mâd da werza ; hag hî hô gwerzé da vipien Juda, é deisiou ar sabbat, é Jéruzalem :
17. Râk-sé é tamalliz ar ré gen̄ta eûz a Juda, hag é liviriz d’ézhô : Pétrâ eo ann drouk-zé a rît ? Ha pérâg é saotrit-hu deiz ar sabbat ?
18. Ha né két ével henn hô deûz gréat hon tadou ? Ha né két ével-sé en deûz hon Doué digaset war-n-omp, ha war ar géar-man̄, ann holl zroug-zé ? Ha c’houi a denn c’hoaz buanégez ann Aotrou war Israel, ô terri ar sabbat.
19. Pa oé éta persier Jéruzalem enn éhan é deiz ar sabbat, é liviriz serra ann ôriou, hag é c’hourc’hémenniz na vijen̄t digoret némét goudé ar sabbat ; hag é likiiz paotred d’in é-tâl ar persier, évit na zigasché dén béac’h é-béd ébarz, é deiz ar sabbat.
20. Hag ar varc’hadourien, hag ar ré hô dôa eunn dra-bennâg da werza, a choumaz er méaz eûz a Jéruzalem eur wéach pé ziou.
21. Ha mé a grôzaz anézhô, hag a lavaraz d’ézhô : Pérâg é choumit-hu é-tâl ar vûr ? Ma her grît eunn eil wéach, é likiinn va dourn war-n-hoc’h. Abaoé neûzé éta na zeûjon̄t mui é deisiou ar sabbat.
22. Lavaroud a rîz ivé d’al Lévited en em c’hlana, ha don̄d da ziwallout ar persier, ha san̄téla deiz ar sabbat. Râk-sé éta, va Doué, az péz koun ac’hanoun, hag az péz truez ouz-in, hervez al lôd brâz eûz da drugarézou.
23. Enn deisiou-zé é wéliz ivé Iuzévien pére a géméré gragez é-touez ann Azotided, ann Ammonited, hag ar Voabited.
24. Hag hô mipien a gomzé a véac’h é iez ann Azotided, ha na hellen̄t ket komza é iéz ar Iuzévien ; hag hî a gomzé hervez ann eil bobl hag égilé.
25. Ha mé hô c’hrôzaz, hag a villigaz anézhô. Lakaad a rîz kanna lôd anézhô, hag é rîz hô zouga ; hag é likiiz anézhô da doui dirâk Doué, pénaoz na rôjen̄t két hô merc’hed d’hô mipien, ha na gemerchen̄t két eûz hô merc’hed évid hô mipien, hag évit-hô hô-unan, ô lavarout :
26. Ha né két ével-sé é péc’haz Salomon, roué Israel ? Ha koulskoudé na oé roué é-béd hén̄vel out-han̄ é-touez ann holl boblou ; hag hén̄ a oé karet-brâz gan̄t hé Zoué, ha Doué en dôa hé lékéat da roué war Israel holl ; ha merc’hed a-ziavéaz hel lékéaz da béc’hi.
27. Ha nî a vézô ivé dizen̄t, hag a rai ann holl zrouk-zé ; ha terri a raimp