Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
567
ann eil eûz a esdras.
lézen hon Doué, ô kémérout gragez a-ziavéaz ?
28. Hôgen unan eûz a vipien Joiada, mâb Éliasib, ar bélek-brâz, a oa da vâp-kaer da Zanaballat ann Horonitad ; ha mé her c’hasaz-kuît diouz-in.
29. Az péz koun, Aotrou va Doué, eûz ar ré a zaotr ar vélégiez, ha bété lézen ar véleien hag al Lévited.
30. Hô glana a rîz éta eûz ann holl ziavésidi, hag é likiiz ar véleien hag al Lévited, pép-hini enn hé reiz hag enn hé labour,
31. Hag évit kennig ar c’heûneûd enn deisiou merket, hag évid ar préveûdiou. Az péz koun ac’hanoun, ô va Doué, enn da drugarez. Amen.