20. Hag hî ô véza bét rôet d’ézhi eur menn-gavr, a zigasaz anézhan̄ d’ar géar.
21. Pa glevaz hé ozac’h anézhan̄ ô veia, é lavaraz : Likid évez na vé bét laéret, distolit-hen̄ d’hé vistri, râk né két aotreet d’é-omp dibri eunn dra laéret, pé lakaad hon dourn war-n-ézhan̄.
22. Hag hé c’hrég ô sével droug enn-hi, a lavaraz : Gwân anat eo da c’héd, ha da nétrâ eo deûet da aluzennou.
23. Hag ével-sé, hag enn eunn doaré all, é réa-hî tamallou d’ézhan̄.
1. Neûzé Tobias a hirvoudaz, hag a zeûaz da bédi gan̄d daérou,
2. O lavarout : Aotrou, té a zô gwirion, ha da holl varnédigézou a zô hervez ar gwîr, ha da holl hen̄chou eo trugarez, ha gwirionez, ha barnédigez.
3. Ha bréma, Aotrou, az péz koun ac’hanoun ; na gémer két a ven̄jan̄s eûz va féc’héjou ; ha na zigas két da én̄vor va gwallou, pé ré va zadou,
4. O véza n’hon eûz két sen̄tet oud da gélennou, râk-sé eo omb bét rôet d’ar gwastérez, ha d’ar sklavérez, ha d’ar marô, ha da c’hoapérez, ha da damall ann holl vrôadou, é touez péré éc’h eûz hor skiñet.
5. Ha bréma, Aotrou, eo brâz da varniou, ô véza n’omp két en em rénet hervez da gélennou, ha n’hon eûz két kerzet gan̄d éeunder dira-z-oud.
6. Ha bréma, Aotrou, grâ d’in hervez da ioul, ha gourc’hémenn ma vézô digéméret va éné é péoc’h ; râg gwell eo gan̄én̄ mervel égét béva.
7. Enn hévélep deiz é c’hoarvézaz pénaoz Sara, merc’h Raguel, eûz a Ragéz, kéar d’ar Védied, a glevaz eunn tamall a berz unan eûz a vitisien hé zâd,
8. Enn abek ma oa bét dimézet da zeiz goaz, ha ma oan̄t bét lazet gan̄d eunn diaoul hanvet Asmodéus, kerken̄t ha ma oan̄t éat d’hé c’havout.
9. Pa grozé éta ar plac’h évid eur gwall é dôa gréat, hou-man̄ a lavaraz d’ézhi : Doué ra virô na wélimp bikenn ac’hanod na mâb na merc’h war ann douar, lazérez da ézec’h.
10. Ha na fell két d’id va laza ivé, ével ma éc’h eûz lazet ken̄t seiz ozac’h ? Pa glevaz kémen̄t-sé, Sara a biñaz d’ar gambr uc’héla eûz hé zî, hag a-héd tri dervez ha teir nôzvez na zebraz na na évaz :
11. Hag ô pédi stard, é c’houlennas digan̄d Doué gan̄d daérou, ma tieûbché anézhi eûz ann tamall-zé.
12. Hôgen enn tréde deiz, é peûr-c’hréaz hé féden, hag é vennigaz ann Aotrou,
13. O lavarout : Benniget ra vézô da hanô, Doué hon tadou, péhini, goudé béza buanékéet, a râ trugarez, hag é amzer ar c’hlac’har a zistol hô féc’héjou d’ar ré a béd ac’hanod.
14. Étrézég enn-od, Aotrou, é trôann va daoulagad, war-n-od é taolann va daoulagad.
15. Mé a c’houlenn digan-éz, Aotrou, ma tieûbi ac’hanoun eûz ann tamall-zé, pé ma tenni ac’hanoun diwar ann douar.
16. Té a oar, Aotrou, pénaoz n’em eûz biskoaz c’hoan̄téet eur goaz, hag em eûz miret va éné glân eûz a bép gwall-ioul.
17. Biskoaz n’ounn en em mesket gan̄d ar c’hoarierien, na n’em eûz daremprédet ar ré a gerz er skan̄bennidigez.
18. Ma em eûz aotréet kéméroud eur goaz, eo dré da zoujan̄s, ha né két dré va droug-ioul.
19. Ha martézé ounn bét dizellézek eûz ar ré a zô bét rôet d’in, pé hî n’in̄t két bét dellézek ac’hanoun, ô véza martézé ma éc’h eûz va miret évit eur goaz all.
20. Râk né két da guzul é galloud ann dén.
21. Hôgen kémen̄d hini a veûl ac’hanod, a oar ervâd pénaoz mar bez arnodet a-zoug hé vuez, é vézô kurunet ; mar béz glac’haret, é vézô dieûbet ;