1. Tobias en em lékéaz éta enn hen̄t, hag ar c’hî war hé lerc’h ; hag ann nôz gen̄ta é choumaz enn eul leac’h, war-harz ar ster Tigris.
2. Hag ô véza éat évit gwalc’hi hé dreid, é teûaz er-méaz eûz ann dour eur pésk brâz-direiz évid hé loun̄ka.
3. Tobias spoun̄tet brâz, en em lékéaz da c’harmi, ha da lavarout : Aotrou, en em deûrel a rai war-n-oun.
4. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer-hén̄ dré hé skouarn, ha tenn-hén̄ étrézeg enn-oud. Ha p’en dôé hé c’hréat, é sachaz anézhan̄ war ar séac’h ; hag ar pésk a zérouas lammédikaat oud hé dreid.
5. Neûzé ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Divouzel ar pésk-zé ha kémer évid-oud ar galoun, ar véstl hag ann avu anézhan ; râk louzou mâd a helleur da ôber gan̄t-hô.
6. Goudé m’en dôé gréat kémen̄t-sé, é rôstaz lôd eûz ar c’hîk a garchon̄t gant-hô enn hen̄t, hag é salchon̄t ann dilerc’h, a dlié béza a-walc’h évit-hô, kén na vijen̄t deûet da Ragez, kéar d’ar Védied.
7. Neûzé Tobias a réaz eur goulenn oud ann Éal, ô lavarout : Azarias va breûr, lavar d’in, mé az péd, pé louzou a helleur da ôber gan̄d ar péz zô bét fellet d’id a virchemp eûz ar pésk.
8. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Ma lékéez eunn tamm eûz hé galoun war ar glaou, ar môged a zâv diout-hi a gâs-kuît a bép gwenn diaoulou, daoust pé eûz a eur goaz, daoust pé eûz a eur vaouez ; enn hévélep doaré na dôstaon̄t mui out-hô.
9. Hag ann avu a zô mâd évit larda ann daoulagad war béré éma ar banné, hag hi a zeû da véza iac’h gan̄t-han̄.
10. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Péléc’h é fell d’id éz ajemp da choum ?
11. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Aman̄ ez eûz eunn dén hanvet Raguel, a zô kâr d’id, hag eûz da vreûriez ; eur verc’h en deûz hanvet Sara, hag hî penn-hérez, râk n’en deûz na paotr, na merc’h all némét-hi.
12. Hé holl vadou a dlé digouézout d’id, ha réd eo d’id hé c’hémérout da c’hrég.
13. Goulenn-hi éta digan̄d hé zâd, hag hén̄ hé rôi d’id da c’hrég.
14. Neûzé Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Klevet em eûz pénaoz é deûz bét seiz ozac’h, ha pénaoz in̄t bét marvet ; hôgen klevet em eûz ivé pénaoz in̄t bét lazet gan̄d eunn diaoul.
15. Aoun em eûz éta na c’hoarvezché kémen̄t-sé gan-én̄ ; ha pa ounn eur mab penn-her, na zeûjenn da c’hlac’hari va zûd enn hô c’hôsni, ha d’hô lakaad da ziskenni er béz.
16. Neûzé ann Éal Rafael a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou ac’hanoun, hag é tiskouézinn d’id war béré en deûz galloud ann diaoul.
17. Ar ré péré pa zimézon̄t a bella Doué eûz hô c’haloun hag eûz hô spéred, hag en em rô d’hô gwall-ioul, ével eur marc’h pé eur mul, péré n’hô deûz két a skian̄t ; war ar ré-zé en deûz galloud ann diaoul.
18. Hôgen té, pa vézi dimézet gan̄d hou-man̄, ha pa vézi éat enn hé c’hambr, béz gan̄t-hi ével breûr ha c’hoar, a-héd trî dervez, ha n’en em rô néméd d’ar béden gan̄t-hi.
19. Enn nôz-zé, laka enn tân avu ar pésk, hag é lakai ann diaoul da dec’hi.
20. Enn eil nôzvez é vézi digéméret é kévrédigez ann tadou-brâz san̄tel.
21. Enn drédé nôzvez é tigéméri ar vennoz, az lakai da c’hénel mipien leûn a iéc’hed.
22. Ha goudé ma vézô tréménet ann drédé nôzvez, é kéméri ar plac’h-iaouan̄k é doujan̄s ann Aotrou, ha gan̄d ar c’hoan̄t da gaout bugalé, ken̄t égét gan̄d ar gwall-ioul ; évit m’az pézô lôd é bennoz Doué p’az pézô mipien eûz a wenn Abrabam.
1. Goudé-zé éz éjon̄t da dî Raguel ;