Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/610

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
576
levr tobias.

gan̄t-han̄ pévar eûz a vévellou Raguel, ha daou gan̄val, a iéaz da Ragez, kéar d’ar Védied ; hag ô véza kavet Gabélus, é tistolaz d’ézhan̄ hé skrîd, hag é kéméraz digan̄t-han̄ ann holl arc’han̄t.

7. Danévella a réaz d’ézhan̄ kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄t Tobias ar mâb ; hag é lékéaz anézhan̄ da zon̄t gan̄t-han̄ d’hé eûreûd.

8. Gabélus ô véza deûet da dî Raguel, a gavaz Tobias ouc’h taol ; hag hé-man̄ ô sével, é pokchon̄t ann eil d’égilé ; ha Gabélus a wélaz, hag a veûlaz Doué,

9. Hag a lavaraz : Ra vennigô ac’hanod Doué Israel, ô véza ma oud mâb da eunn dén gwirion, da eunn dén mâd, da eunn dén a zouj Doué, hag a rô aluzennou.

10. Ha ra vézô benniget da c’hrég, hag hô tadou :

11. Ha ra wélot hô mipien, ha mipien hô mipien bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn ; ha ra vézô benniget hô kwenn gan̄d Doué Israel, péhini a rén a gan̄tved da gan̄tved.

12. Hag ann holl ô véza lavaret, Amen, en em lékéjon̄t ouc’h taol ; hôgen é-pad banvez ann eûreûd é virchon̄t c’hoaz doujan̄s ann Aotrou.


————


X. PENNAD.


Nec’h tâd ha mamm Tobias.


1. Hôgen ével ma taléé Tobias, dré ann abek d’hé eûreûd, hé dâd en em néc’haz, hag a lavaré : Pé évit trâ é talé va mâb, pérâg ef-hén̄ dalc’het énô ?

2. Ha marô é vé Gabélus, ha na helfe dén disteûrel ann arc’han̄t d’ézhan̄ ?

3. Don̄t a réaz éta d’en em c’hlac’hari, hag Anna hé c’hrég gan̄t-han̄ ; hag en em lékéjon̄t hô daou da wéla, ô véza na oa két distrôet hô mâb d’ann deiz merket.

4. Hôgen hé vamm a wélé hep gellout en em zic’hlac’hari, hag a lavaré : Allas! allas! va mâb ! Pérâg hon eûz-ni da gaset ker pell, té, goulou hon daoulagad, bâz hor c’hôzni, fréalzidigez hor buez, géd hon nésted ?

5. Pa hor bôa pép-trâ kévret enn-od hép-kén, na dliemp két da bellaad diouz-omp.

6. Ha Tobias a lavaré d’ézhi : Tâv, ha n’en em c’hlac’har két ; iac’h eo hor mâb ; léal-brâz eo ann dén-zé gan̄t péhini hon eûz hé gaset.

7. Hôgen na hellé két hî en em zic’hlac’hari é doaré é-béd ; hag ô von̄t bemdez er-méaz eûz hé zî, é sellé trô-war-drô, hag éz éa enn holl hen̄chou dré béré é venné-hi é helfé distrei, évit gellout hé wélout a bell pa zistrôjé.

8. Koulskoudé Raguel a lavaraz d’hé vâb-kaer : Choum aman̄, ha mé a gasô da Dobias da dâd kélou oûz da iéc’hed.

9. Ha Tobias a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a oar pénaoz bréma va zâd ha va mamm a niver ann deisiou, ha pénaoz in̄t gwall nec’het.

10. Pa en dôé Raguel pédet-kaer Tobias, ha pa na fellé két da hé-man̄ hé zélaoui é doaré é-béd, é lékéaz Sara étré hé zaouarn, gan̄d ann han̄ter eûz hé holl drâ, eûz hé baotred, eûz hé blac’hed, eûz hé dropellou, eûz hé gan̄valed, eûz hé zaoud, hag eûz a galz a archan̄t ; hag hé lézel a réaz da von̄t-kuît leûn a iéc’hed hag a lévénez,

11. O lavarout : Ra vézô Éal san̄tel ann Aotrou enn hoc’h hen̄t, ha ra gasô ac’hanoc’h dizrouk ha iac’h ; ha ra gavot pép-trâ ervâd war-drô d’hô tûd ; ha ra wélô va daoulagad hô pugalé abarz ma varvinn.

12. Neûzé ann tâd hag ar vamm a géméraz hô merc’h, a bokaz d’ézhi, hag hé lézaz da von̄t :

13. Oc’h alia anézhi da énori hé zâd-kaer, da garout hé ozac’h, da reiza hé ziegez, da réna hé zî, ha d’en em virout hé unan didamall.


————


XI. PENNAD.


Aliou Rafael da Dobias.


1. Ha pa zistrôen̄t, é teûjon̄t ann