Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/611

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
577
levr tobias.

unnékved deiz da C’haran, a zô war ann hen̄t ô von̄t da Niniv.

2. Hag ann Éal a lavaraz : Tobias va breûr, té a oar é pé zoaré éc’h eûz lézet da dâd.

3. Mar fell éta d’id, éz aimp araok, ha da zervicherien a zeûi gwestad war hol lerc’h, gan̄d da c’hrég, ha gan̄d da loéned.

4. Ha p’hô dôé lékéat enn hô fenn mon̄d ével-sé, Rafael a lavaraz da Dobias : Kâs gan-éz eûz a véstl ar pésk ; râg ézomm ez pézô anézhan̄. Tobias a géméraz éta eûz ar véstl-zé, hag hî en em lékéaz enn hen̄t.

5. Hôgen Anna a azézé bemdez war-harz ann hen̄t war lein eur ménez, a béléac’h é hellé gwélout a bell.

6. Hag ével ma sellé ac’hanô ma na zeûé két hé mâb, é wélaz anézhan̄ a bell, hag hî hé anavézaz râk-tâl ô ton̄t ; hag oc’h en em lakaad da rédek, é kasaz ar c’hélou d’hé ozac’h, ô lavarout : Chétu da vâb ô ton̄t.

7. Ha Rafael a lavaraz da Tobias : Kerken̄t ha ma vézi éat enn da dî, azeûl ann Aotrou, da Zoué hag oc’h hé drugarékaat, tôsta oud da dâd, ha pok d’ézhan̄.

8. Ha râk-tâl laka oud hé zaoulagad eûz ar vestl pésk a zougez gan-éz ; râg gwéz pénaoz kerken̄t é tigorô he zaoulagad, hag é wélô da dâd goulou ann én̄v, hag é vézô leûn a lévénez pa wélô ac’hanod.

9. Neûzé ar c’hî péhini a oa éat enn hen̄t gan̄t-hô, a iéaz enn hô raok, hag ével pa vijé bét eur c’hannad, é tiskouézé hé lévénez gan̄d hé lidou, hag oc’h héja hé lôst.

10. Ha tâd Tobias hag hén̄ dall, a zavaz, hag en ém lékéaz da bafala gan̄d hé dreid ha da rédek ; hag ô kémérout dourn eur paotr, éz éaz da ziambrouga hé vâb.

11. Hag ô tigémérout anézhan̄ é pokaz d ézhan̄, hag hé c’hrég ivé, hag é téraouchon̄t hô daou da wéla gan̄t lévénez.

12. Ha goudé m’hô dôé azeûlet Doué, ha trugarekéet anézhan̄, éc’h azézchon̄t.

13. Neûzé Tobias ô kémérout eûz a véstl ar pésk, a lékéaz anézhan̄ oud daoulagad hé dâd.

14. Ha p’en dôé gortozet war-drô eunn han̄ter heûr, é téraouaz don̄d er-méaz eûz hé zaoulagad eur groc’hénen wenn é-doaré eur gwenn-vî.

15. Tobias ô krégi enn-hi hé sachaz eûz hé zaoulagad, ha râk-tâl é teûaz ar gwéled d’ézhan̄.

16. Hag hî a veûlaz Doué, hén̄, hag hé c’hrég, hag ar ré holl a anavézé anézhan̄.

17. Ha Tobias a lavaré : Mé a vennig ac’hanod, Aotrou, Doué Israel, ô véza ma éc’h eûz va c’hastizet, ha ma éc’h eûz va faréet ; ha chétu é wélann va mâb Tobias.

18. Sara, grég hé vâb, a zeûaz ivé seiz dervez goudé, gan̄d hé holl dûd leûn a iéc’hed, hag hé loéned, hag hé c’han̄valed, ha kalz a arc’han̄t eûz hé argourou ; hag ivé ann arc’han̄t a oa bét distolet gan̄t Gabélus.

19. Hag hen̄ a zanévellaz d’hé dûd ann holl vâd-ôberiou en dôa gréat Doué d’ézhan̄ dré ann dén a oa éat gan̄t-han̄.

20. Ac’hior ha Nabat, ken̄dirvi Tobias, a zeûaz d’en em laouenaat gân̄t-han̄, ha d’hé veûli eûz a gemen̄t en dôa gréat Doué enn hé gén̄ver.

21. Hag hî en em laouénaaz, oc’h ôber banvez a-héd seiz dervez.


————


XII. PENNAD.


Steûzia a ra Rafael dirâk Tobias hag hé vâb.


1. Neûzé Tobias a c’halvaz hé vâb, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a hellomp-ni da rei d’ann dén san̄tel-zé a zô bét éat gan-éz ?

2. Ha Tobias a lavaraz d’hé dâd : Va zâd, pé c’hôbr a rôimp-ni d’ézhan̄, ha pétrâ a helfé béza dellézek évid hé vâd-ôberiou ?

3. Va c’haset ha va digaset en deûz é iéc’hed ; béd eo hé-unan ô klask arc’han̄t Gabélus ; va lékéat en deûz da gaout va grég ; ann diaoul en deûz pelléet diout-hi, ha laouénéet hé zûd gan̄t-han̄ ; miret en deûz ouz-in na